Kofesion ar vuoc’h du

Va mamm (Doue d’he fardono) marvet da bemp bloaz ha pevar-ugent, ‘oa chomet mat he memor en he c’hozhni. ‘Vel ma oa bet, dre zarvoud, ‘n em gavet dall, koulz lâret, un toullad bloavezhioù a oa, n’helle ken lenn, hag a blije dezhi, d’an noz e- pad ar goañv e-tal an tan, kontañ traoù klevet ganti ‘n he yaouankiz. Hag he memor a renke bezañ dreist, rak setu amañ ur « sarmon » hag am eus klevet ganti meur a wech, ha n’on ket gouest d’he dezrevell koulz ha hi ha n’he devoa klevet anezhi nemet ur wech.
Er bloaz-se bepred ‘oa ur mision bras e T… hag unan eus an tadoù misionerien a blije dezhañ tennañ e sarmonioù diwar un dezenn fentus bennak. « An devezhioù tremenet, eme an tad misioner, a oan du-hont o reiñ ur mision e kostez Kernev e- lec’h ma vez lâret ober stlipoù gant ar veleien.
« Un devezh pa oan deuet er-maez eus ar gador-gofez, achu, ‘soñje din, ma labour, ha me o welet ur plac’h oadet damdost d’ar gador-gofez hag e oan sur a-walc’h ‘oa eno dija pa oan aet e-barzh, ha hi stouet war he c’hador, dezhi un neuz nec’het ha mezhek. Ha me o tostaat da gomz outi ha da c’houlenn diganti hag-eñ ‘devoa kofe- saat.
— O n’em eus ket, ma zad misioner, ne gredan ket mont.
— O maeronez kozh ! Ret eo deoc’h kemer kouraj, pa oc’h deuet bete an iliz, n’afet ket evelkent d’ar gêr hep ober ho kofesion. Deuet e-barzh ha me ‘ya da retorn da gofesaat ac’hanoc’h diouzhtu.
— O ma zad misioner, ne gredan ket.
« Renket em boa pediñ hag aspediñ a-benn ‘m ‘a gellet lakaat ar benitantez paour da goñsantiñ. »
Pa c’houlennas diganti pegeit e oa ne oa ket bet o kofesaat :
« O ma zad misioner ne gredan ket lâret deoc’h…
— Pegeit ? Daou vloaz ? Tri bloaz ?
— O ma zad misioner, pelloc’h, kalz pelloc’h ! Naontek vloaz zo, tost da ugent bremañ pa erruo gouel an Hollsent. Met bremañ ‘teuin aliesoc’h.
— Grit ho kofesion neuze. Ne ‘peus ket touet Doue ?
— O geus, ma zad misioner. Ur wech e oan oc’h ober un tamm yod da Jañig bihan, ur bugel koant, ma zad misioner, memes tra evelton : daoulagad glas ‘vel ar glizin, blev melen rodellet hag eñ serzh evel pemp gwenneg. ‘Oan ‘ta oc’h ober un tamm yod dezhañ d’e goan gant un tamm bleud ‘m ‘a bet digant ma amezegez, ur plac’h vat, ma zad misioner, o ya ! bepred ul lur pe ul lur hanter a vleud. Pa arruas Yann er gêr, ar marichal ! an ifernal ! : “Prest eo koan ?” emezañ. Me ne responten ket, ma zad misioner, me ‘veske bepred. “Prest eo koan ?” emezañ rok ha taer. Me ne greden ket respont. Hag eñ o tapout krog er gastelodenn hag o stlepel anezhi da blas an ti, yod hag all. Me ‘oa aet droug ennon, ma zad misioner, me ‘oa kroget da douet Doue, me ‘m ‘a touet Doue ken a oa ruz plas an ti, met ‘oa ket dre ma faot ‘oa ‘vat, dre faot Yann, ar marichal ! an ifernal ! al lonker daonet-se !
— Ne ‘peus ket touet Doue nemet ar wech-se ?
— Eo, ma zad misioner, ur wech all. Ar bloaz tomm-bras, ma ‘c’h eus soñj, ‘oa aet pirc’hirinajoù da c’houlenn glav : da Sant Erwan, da Itron-Varia Vulad ha da Itron- Varia Wir Sikour. Tomm e oa, euzhus e oa tomm. Me, ma zad misioner, a save mintin-mat da vêsa ma buoc’h. Ur vuoc’h vrav, ma zad misioner, ur vuoc’h du gant ur penn sklaer, ur c’herniel berr, met n’andur ket ar c’helion. ‘Oan ‘ta o vesa ‘n ur ober stamm, ul loeroù bara-laezh da Jañig bihan da vont d’ar pardon. Pa welis ma buoc’h du a-greiz-tout oc’h ober pevar c’hamp hanter en he lost hag o komañs da vreskenn. Kaer am boa krial : “Chô, chô, buoc’h du !”, ne selaoue ket ac’hanon ; dis- karet ‘oan ganti, trainet ‘oan ganti, kignet din ma fri, sellet ma zad misioner, hañvet eo bepred. Me ‘oa aet droug ennon, me ‘m ‘a touet Doue, ma zad misioner, met ‘oa ket dre ma faot e oa ‘vat, met dre faot ma buoc’h du.
— Bôen neuze ‘vit ho pinijenn e lârfet pemp pater ha pemp ave.
— O ! Chezuz ! ma zad misioner, pemp pater ha pemp ave hepken ? Ma’m bije gou- vezet, me ‘vije deuet pell zo da gofes ! O bremañ ‘teuin alies, ma zad misioner, o ya bep c’hwec’h miz da nebeutañ.
— Ha bremañ evit ho pried e lârfet daouzek chapeled hag evit ho puoc’h du e lârfet daouzek all.
— Chezuz ! ma zad misioner, evit ma fried hag evit ma buoc’h du ? Oc’holla ‘vat !
— Damen ya ‘vel-just, pa ‘peus graet o c’hofesion e renket bremañ ober ivez o fini- jenn. »
N’am eus ket ezhomm da lâret deoc’h, lenner, penaos ar sarmon n’eo ket achu amañ. Komprenet a-walc’h ac’h eus petra ‘n ‘eus c’hoant an tad da reiñ da intent : n’eo ket evit ‘n em didamall ha sammañ e bec’hejoù war gein ar reoù all a dle ar penitiour mont da gofes.

[1961 ?]

Print Friendly, PDF & Email