Kerniel an diaoul

Neb en deus graet beaj Pariz-Brest dre an tren a anavez sur-mat, etre ar C’hozh- Varc’had ha Tregrom, pe, evit bezañ sklaeroc’h, etre gar Plouared ha gar Tregrom, traonienn don al Leger. Eno e tremen an hent-houarn uhel a-us d’an dour, un dek ha tri-ugent metr bennak. Ur pezh labour iskis eo ar pont-se hag a c’holo ar rinier gant teir bolz mein-benerezh war dek ha c’hwec’h-ugent metr hed. Se eo lec’hed ar Pont ‘us d’ar rinier, erru er c’horre n’eus mui nemet ledander an hent-houarn. Ul labour ramz ‘oa kargañ an draonienn-se, pe, pa lavarin reizh an div draonienn, hini al Leger ha hini ar Froud a ‘n em gav da gouezhañ el Leger dres e korn ar pont.
Pa zifluk an tren a-zindan pont Kerriou e weler, eeun evel un tenn betek gar Tregrom, ur sav-douar ijinet da bermetiñ d’an hent-houarn gaoliata an traoniennoù- mañ. Etre pemzek ha triwec’h kant metr hed en deus ar sav-douar-mañ tennet an danvez anezhañ ar peurvuiañ eus ar gleuzadenn zo etre pont Kerivili ha pont Kerriou. Soñj ‘m eus klevet ar re gozh o lavaret un tamm krennlavar bet savet a- zivout ar pont bras-se : « Stankoc’h ‘vit ar glizh a bar e miz Mae, e fonted aour hag arc’hant bremañ er pont nevez. »
Hed-ha-hed ar volz e tu Tregrom ez eus un dreuzell, pe un doare riblenn hent pave- zet ha bardellet gant ur c’hael houarn. An hent n’eo ket ledan, a-walc’h d’ur vuoc’h da dremen ; ul loen-kezeg, gant ma na vo ket re uhelwintet, na re skoemp, a dremenfe c’hoazh ‘n ur chom tost d’ar c’hael. Un den gant ur garrigell a dremen brav ma n’eo ket re landrammus e garg. Teñval eo dindan ar Pont, hag un heklev spontus zo ur wech aet tre er vanell. Trouz ar botoù-koad hepken ‘ra un dourni eu- zhus. Ar vugale o devez plijadur o youc’hal hag o skrifal pa dostaont d’ar c’hreiz. Tregerniñ ‘ra o mouezhioù ken skiltrus ha trompilhoù ar Varn. Mard eo teñval ar riboul-se en deiz, en noz n’eo ket an holl en em vountfe e-barzh, enoeüs–tre eo d’un den e-unan. Ha kement a draoù iskis ez eus bet kontet a-zivout ar pont nevez ken ‘vez gwell gant meur a hini ober tro vras eget tremen drezañ.
Un nozvezh e oa ur paotr-yaouank eus ar C’hozh-Varc’had o retorn eus Tregrom, bet, hervez, o welet e zousig. Diwezhat-mat ‘oa, glav a rae. Teñval evel noz Meurlarjez. Marteze zoken edo noz Meurlarjez, n’ouzon ket dres. Bepred, daoust m’en devoa ar paotr, paotr ar C’halvez ‘vit lavarout e anv, un tamm disfiz ouzh an toull-se, kement ha troc’hañ berroc’h, hag en askont d’an amzer fall, ‘gemeras hent an dreuzell. Erru damdost d’ar penn pellañ e lammas gant un dra bennak, a deukas, hag a gouezhas war e fri war an dra bennak-se. Kerniel a santas… ya, ker- niel, va Doue ! kerniel ha blev. Hag an dra bennak-se, perc’henn ar c’herniel-se a ‘n em zifretas hag a ziskaras ar paotr war e gein war ar pavez… Spontet, e leuskas ur griadenn forzh. An heklev a lake ar griadenn da dregerniñ euzhus. Ur veogadenn a savas, euzhusoc’h c’hoazh diouzh tu ar c’herniel. Darbet ‘oa d’ar paotr bezañ marvet gant ar spont ! Sonnet e wad. ‘N em dastum ‘reas ‘velkent ha sachañ e dreid gantañ ar buanañ mar gellas dont war e c’hiz. Erruout a reas e milin ar C’hleuzioù, daou-ugent metr diouzh ar pont, evel un den troet e spered. « Digorit an nor din en anv Doue, emezañ, an diaoul zo war va lerc’h. Lammet on gantañ dindan ar Pont. »
Savet ar miliner. Dihunet gwreg ha bugale, nec’het holl. Pe en devoa kollet an den- mañ e spered vat ? Pe e gwirionez eo an diaoul en devoa gwelet ?… Tan ‘oa c’hoazh en oaled, lavaret ‘voe d’ar paotr ober un dommadenn da vrizhsec’hañ e zilhad ‘oa gleb dour-teil, ha krenañ ‘rae, kentoc’h gant ar spont eget gant an anoued. ‘Ouie ket sur ar miliner petra soñjal, rak ar paotr-mañ na oe ket tamm ebet un diskiant nag ur re gredik. M’en devoa bet ur seurt spont, ‘oa sur ur gwir abeg met petra ? Erfin ez eas ar miliner gant e letern da ambroug anezhañ dre ur wenodenn e-kreiz al lanneg d’erruout da dreuziñ al linenn diwar c’horre. Hediñ ‘reas neuze al linenn ur pennad ha diskenn a-us d’an ti glas, ur c’hardlev eus e gêr.
N’ouzon ket avat ha kousket kalz en devoa ar peurrest eus an noz… Met, hervez klevet, en doa lezet a-gostez e zousig Tregrom ha klasket unan all e kostez Plûned. Hounnezh end-eeun ‘oa deuet da vezañ e wreg. Rak, nag e noz, nag en deiz n’ou- las morse mui tremen dre zindan ar pont nevez. Daoust hag-eñ eo abaoe an dro-se, mutu, eo deuet da vezañ anavezet ar c’hrennlavar :
E Tregrom
Emañ an diaoul o chom.
Loc’ho Skolan, dogan gaezh, ‘Ra e droioù diavaez,
Dre ‘r pont nevez, dre bartout, Gant e gerniel war e choug.
Evel-se a ganemp, ni bugale ar skol, pa welemp Loc’ho Skolan o kantreal dre vourk Tregrom, ha se ‘vije alies. Un istrimant ‘oa hemañ, ar seurt ne vez ket gwelet nemeur. Pe oad en devoa ? Diaes ‘vije lavarout. ‘Oa ket gwenn e vlev avat, rak ‘oa blevenn ebet war e benn, heñvel a-walc’h diouzh un ui peliet. Ur penn bihan ront ‘vel un irvinenn, plantet, a veze lavaret, n’eo ket war e c’houzoug rak n’en devoa gouzoug ebet, met war e vruched. E zaoulagad ‘oa evel daou bion glas-gwer arwenn, lemm evel div steredenn. Ur c’hlaourenn a zivere atav eus e c’henoù. Kaer en dije eñ tufañ ha tufañ. E choug ‘oa ken kromm ken ma seblante bezañ ken uhel ha lein e benn. E zivhar ‘oa hirik a-walc’h da welet, dre moarvat ma oa berr-kenañ e gein. Ur botoù lêr gros hag ur gamachoù ‘vije hañv-goañv gant al Loc’ho, rak anez na chomfe ket en e sav : re dinerzh ‘oa e ufernioù. Ur vazh hir gant ur beg houarn en sikoure da vale, ha c’hoazh pa chome a-sav a ranke derc’hel da dripal war blas. Ma chomje difiñv an disterañ momed, e kouezhfe diouzhtu war e fri. Rouestlet spontus ‘oa ivez en e gomz, saoziñ ha besteodiñ a rae kenañ. Ha ni, bugale diskiant ha didruez, hor bije plijadur oc’h ober al lu gant ar c’hozhiad reuzeudik. Bet ‘oa, hervez, an den-mañ en e yaouankiz heñvel ouzh an dud all. Pe ‘oa ar c’hleñved, pe ‘oa ur vuhez diroll e lakaas da gouezhañ e seurt gouzizadur ?…
Un dra iskis avat, ar c’hrouadur paour ha disprizet gant an holl en devoa ur c’hleñ- ved dic’hortoz e-touez tud eus e renk : kleñved ar brasterioù. Aet ‘oa bet abred e amzer da gostez Landreger, a lavare, da heul mañsonerien da c’hounit e vara. Bet ‘oa gant ur c’hont bennak evel mevel, emezañ. Ha pa oa bet retornet d’ar vro en e gozhni, ‘vije dalc’hmat kaoz ar c’hont gantañ. Soñj am eus, marteze am boa dek, daouzek vloaz, gwelet al Loc’ho du-mañ. O klask e vara ‘veze a-benn neuze. Edo o kontañ da Vamm ‘oa erru mat gant ar c’hont, emezañ. Mont a rae gantañ da vale war e vatimant. Bet ‘oa o kantren gant ar c’hont betek an « Nouvelle-Calédonie », emezañ. Gwelet en devoa galeourien eno o trenañ o bouled stag gant ur chadenn houarn ouzh o zroad. Me a gave se traoù iskis avat hag a selaoue aketus.
« N’eo ket gwir, a lavare Mamm.
— Eo, eo, eme Loc’ho, tri, tri, tri miz hor boa lakaet da vont, ha tri, tri, tri miz all da retorn. Me, me, me ‘oa erru ma, ma, mat gant ar c’hont. Ma karfen ‘oan bet dimezet da c’hoar ar c’hont.
— Petra, a lavare Mamm, da c’hoar ar c’hont ?… Sot out ?…
— Eo, eo, eme Loc’ho. Ki, ki, kinniget ‘oa din gant ar C’hont, ha, ha, ha hi ‘oa prest da lavaret ya ivez.
— Biskoazh kemend-all, eme Mamm, met perak ‘ta neuze n’az poa ket kemeret anezhi ?…
— Ur, ur, ur pezh vil ‘oa, eme Loc’ho, ur pezh vil n’am boa ket ezhomm outi.
— Ma, eme Mamm, daoust hag-eñ ‘oa moien da vezañ viloc’h eget na out-te, memes tra ?…
— Oc’holla, eme Loc’ho, me, me, me ‘oa ur paotr koant d’an ampoent.
— Pell a dle bezañ abaoe neuze ! » emezi.
Pa oa aet Loc’ho en e dro e lavaras va mamm din :
« Fentus eo, emezi, evit ur c’hlasker-bara, met evel-se emañ, kleñved ar brasonioù en deus ar paourkaezh Loc’ho.
— Met, emezon, n’eo ket gwir eo bet hennezh ur paotr koant, ken vil evel m’eo bremañ ?
— Koant ? N’ouzon ket, eme Mamm. Bet eo marteze un den evel pep den en e yaouankiz. Met, merc’hig, ur vuhez diroll en deus bevet. Ha te ‘oar n’eus ket seurt d’ar vuhez fall da zispenn ar yec’hed hag ar gened, ar goantiri hag an nerzh a deuz gant ar pec’hed. Loc’ho moarvat zo bet tremenet re a alkool dre e wazhioù. Bet manet da gousket, alies moarvat, dindan an amzer. Seizhet ha nammet eo bet. Ha sioù all marteze en devoa c’hoazh, n’ouzon ket re vat. »
Evit cheñch kaoz (traoù zo na vênt ket disklêriet d’ar vugale), Mamm a gontas din neuze an taol-spont-se am eus komzet outañ uheloc’h. Ar pezh en devoa graet kement a spont da paotr ar C’halvez hag en devoa kemeret evit an diaoul hag e ger- niel, ‘oa e gwirionez ur vuoc’h, buoc’h al Loc’ho. Retornet ‘oa bet al Loc’ho d’e lec’h ginidik pa oa deuet war an oad ha deuet gantañ ur vuoc’h. Profet ‘oa bet ar vuoc’h dezhañ, a lavare, gant ar c’hont-se en devoa kinniget dezhañ e c’hoar da bried !… Met an dud a grede ‘oa ur vuoc’h laeret, ha moarvat ‘oa gwir. Bepred, kavet en doa Loc’ho repu er c’hozh ti dirapar e-lec’h m’edo marvet e vamm. Pa lavaran un ti ez an dreist ar wirionez, rak un toull touseg ‘oa kentoc’h eget un ti. Un toull kleuzet dindan un dosenn e-giz d’ur c’hev, gant un doare mogerenn e tu an nor. Ar vuoc’h a gave peuriñ en hentoù ha war ar savadenn douar-se ijinet evit an hent-houarn. Er goañv, al Loc’ho a ouie pelec’h ‘vije kavet boued chatal hag e vuoc’h a vije lard diwar goust e amezeien. Met kraou ebet n’he devoa. Pa veze dous an amzer e loje ne vern pelec’h. Pa deue amzer fall al loen paour a glaske disglav ha goudor dindan ar pont nevez. Ha setu penaos ‘oa bet kejet paotr ar C’halvez ganti p’edo en he gourvez war bavez an dreuzell. Ha kemeret en doa he c’herniel evit kerniel an diaoul. Pell amzer a oa n’en devoa al Loc’ho buoc’h ebet ken a-benn am eus me e anavezet.
E di, ti e vamm, Fant al Lut, ‘oa mui ‘met ur bern mein goloet a strouezh. Ur siklud all en doa savet al Loc’ho e grav ar Pont Nevez gant mouded ha mein ruilh. Koataet gant krenn, karget gant drez, toet gant balan, tri pe bevar gelorn difoñs emboes- tet an eil ‘n egile a furme ar siminal hag un draf valan ‘oa oc’h ober dor war e gas- tell.
Un deiz edon o vont gant Mamm d’ober ur bale, ma lavaras-hi din : « Mar karez ez aimp da welet ti nevez al Loc’ho, ne raimp ket kalz tro. » Edo dres al Loc’ho o kemer an aer war doull e zor.
« Bihan, eme Mamm ac’h eus savet da di, avat, Jamai (Jamai ‘oa e anv-badez), re vihan, memes tra, eo.
— Neket, neket, neket, eme Loc’ho, un ti brav, un ti brav. »
Ma, eme Mamm din goude : « Hemañ da vihanañ n’eo ket start bezañ Doue dezhañ. Setu eñ ken evurus aze evel ur roue en e balez. » Ur marv kriz en doa bet ar paour kozh reuzeudik : lazhet gant an tren un deiz o treuziñ an hent-houarn. Deut ‘oa bouzar hag ampivat… Kalz a loened, hervez, ‘oa chomet war e lerc’h. Hag eñ kouls- koude hep ki na kazh…

[1962 ?]

Print Friendly, PDF & Email