Gerioù ha troioù-lavar – Troioù-lavar

Raklavar kontadennoù

Gwechall ‘oa gwechall
An hini n'(en d)oa ket daoulagad ‘oa dall
Ha bepred an hini n'(en d)eus ket
Na wel ket.
An hini n'(en d)eus nemet ul lagad
A rank lakat daou devezh d’ober un devezh sellet
Pa vez o vont gant an hent
Pa ya war ur penn
A wel un tu ha pa ya war ur penn all
A wel an tu all
Hag evel-se en devez gwelet kement hag unan all.

Troioù-lavar a bep seurt

Evel evit ar rolloù gerioù (a-us), hon eus bodet amañ troioù-lavar a bep seurt, bet notennet gant Anjela Duval war he c’haieroù pe war follennoù distag, hag embannet evit darn anezhe (ar re zo ur steredennig d’o heul) e Barr-Heol 46, Kerzu 1965, dindan an titl « Troioù-lavar tregeriek».

aet ar c’hazh gantañ* : mont kuit hep lavarout kenavo

a-grap ‘vel ar reoù daonet en ifern*

alc’hwez an ti-forn*

aliesoc’h a den sot eget a borc’hell badezet*

an derzhienn leueoù zo krog ennout* : da unan o krenañ

an eil nebeut a fonusa egile : a wenneien ‘vez graet [?]

ar foeltr hag e bevar*

ar vuoc’h a faot he mare eo gwell un all eviti

bezañ war ar varrenn vihan* : berr an traoù gantañ

blêjal evel ul loue (s.o. notenn 22) : crier bêtement

bliv ‘vel ur gwiñver : agile

bouc’hal didroad*

bouzar ‘vel ul lej : sourd comme un pot

bugel graet n’eus ‘met hen mezhur

buoc’h Yann-Gaezh : hep na leue na laezh*

daoulagad dañvad* : rez an tal

daoulagad disked : evel daou doull talar ‘n ur bern kaoc’h saout

daoulagad kazh* : daoulagad lemm

debron jave* : naon, ilboued

didalvez evel ur c’hi* : paresseux

diwar vadoù sant Erwan : na goazhont tamm

dizamant ouzh e gorf*

Doue ‘viras hag a viro eus ar gwall saout ur gwall gernioù

du ‘vel ar sac’h glaouer : très noir

du ‘vel ar vran : très noir

eeun evel un tach* : direct

erru  eo  vilin  war  voued  moc’h,  war gaoc’h razhed*

evel ar c’hezeg drouk

evel daou doull-talar ‘n ur bern kaoc’h- saout* : daoulagad teñval

evel gavr ar Bonnieg… hirañ ma c’hell mont*

evel marc’h Yekel kozh : mat el limon, mat en tret, met sachañ neblec’h ebet*

evel palastr ar wrac’h, na ra na droug na vad

evel ul laouenn-dar : seizh vloaz o treu- ziñ an hent-karr*

evel un davañjer d’ur vuoc’h*

evel ur bas war gein ur wiz*

evel ur maen er pont : na dont na mont*

evel yar ar paour

falloc’h ‘vit ar pell

falloc’h ‘vit teil patatez

fontañ amann ha krazañ kaoc’h saout : kontrol

frikañ laou gant ar morzhol* : bezañ paour-du

gaouiad evel un tenner dent*

gast ha laer ha merc’h da harao* : ur plac’h divergont

glas du diwezhat* : liv da gaoc’h saout ar bourk

gorrek ‘vel ur velvedenn 33 : traînard

gwashoc’h evit kazh da lazhañ* : kalet ouzh ar boan

gwell un ordinal mat eget ur foeltr bou- zelloù

gwerzhañ ‘vel pebr da Veurlarjez* : ker, re ger, en dirañson

gwir ha font betek an ifern*

hennezh n’azez ket war e votoù* : paeañ ‘ra e skodenn, brokus

hop lein war ar bern-teil*

jamezenn eternel : piketez

kap d’ober mezh da gant, ha kant n’int ket kap d’ober mezh dezhi*

kaier an abimoù [?]

kalet e groc’hen : kalet eus ar boan

kamm ki pa gar*

kanañ ‘vel un eostig : rossignol

kann ouzh bugale ar c’hantonier* : paket ul lamm

keit hag un deiz hep bara*

kement hag un taol dorn : petit

ken du hag ar pec’hed

ken du hag ur podhouarn*

ken du hag ur sac’h glaouer ken fin ha kaoc’h louarn

ken glas hag un delienn-gaol*

ken hir he goûg ha goûg ur waz

ken sovaj hag ur penton kouez

ken teñval ha noz meurlarjez*

ken tev ha va biz

ken trist ha Doue Pleuveur p’en devoa bet yod ed-du d’e goan, noz e bardon*

ken yen ha genoù ul leue marv* : glacé

kousk gad dindan ar bodig raden*

kousket dindan liñselioù an  Tad Eternel* : er-maez

kozh ‘vel an douar*

krenañ ‘vel ur barr delioù* : frissonner, (gant riv pe gant spont)

kreñv ‘vel ur marc’h* : ‘vel ur mul

krial toaz d’ar forn* : bec’h war an dud

krifien Jezuz : hir ha padus*

krog eo da suc’hellat : ar podhouarn o verviñ

laer evel an dour*

lemm e lagad : gwelout prim an traoù

liv ar bara poazh* : livet-fall

liv ar mortefrit* : livet-fall

liv da gaoc’h saout foar Langoad* : livet fall

liv pis ‘n e wele*

lonkañ ‘vel un toull-goz* : buveur invétéré

mamm an avaloù put : unan gozh drouk

‘mañ ket e zaou droad ‘n ur votez : prim

mein sant Eflamm : mein glas diven mezv ‘vel un tonton*

mezv ‘vel ur soner mezv dall-mosk*

mezv ken n’eo ket kad da laret : bara*

mezv mitotu-dall* : mezv mik-dotu-dall

milin gernafrek

moged moan : « Henn-mañ-henn zo oc’h ober kafe : dont a ra moged moan deus ar siminal. »

mont da baeañ e aotrou : aller au petit coin

mont da lakaat un tamm da yenañ : aller au petit coin

mont da vesa d’an erved hir : mont en hent

mont dezhi evel ki da houarn tomm* : chom da dortal

mont en Gall* : mont da vale bro

mont gantañ ‘vel fars gant un  den  kozh* : aezet da zebriñ

mont hep e grog da besketa*

mont ken a findaone : grande vitesse

mont ken a gurune : grande vitesse

muioc’h hañval eus ul laer : eget [?]

munut evel brenn

n’emañ ket ‘n e vleud : pas à l’aise

n’emañ ket e saout tout er-gêr : pas à l’aise

ne dalv ket ludu ur c’hornedad-butun* : un netra

ne dalv ket ur greñchadenn chek : un netra

ne dalv ket ur sañtim toull : nul

ne stag ket e chas gant chaousis (-ennoù)* : pizh, tost

nec’het ‘vel an diaoul war ar c’hravazh*

neuze e c’hello tennañ e deod  da yenañ : tant pis pour lui

ober e gazh gleb

ober jourjell : arat fall, plegañ un tamm arat war un tamm kriz

ober koumanant-noz* : dilojañ en noz

ober ‘ra glav ‘vel skeiñ gant ar bêl (= bezel)*

paourkaezh aflijet stag e c’har ouzh e vorzhed ha dall pa vez kousket*

paour-kaezh gleb-dour devet e di gant ar glav*

plaen evel un daol*

pokat da wreg ar c’hantonier* : paket ul lamm

prest da gac’hat ar marv* : prest da sem- pliñ gant ar spont

prim ‘vel an avel* : rapide

reiñ bronn* : chom dibreder

rez ‘vel ur ganabenn*

ront e dalonoù*

rous ‘vel ur c’hwil(-derv)*

rukunus  ‘vel  blev  kozh  war  ar  soup : répugnant

ruz ‘vel klipenn ur c’hog : rouge comme un coquelicot

sec’h ki Wegan ‘oa aet gant an naon* : aet dre uz

sed amañ jeuioù, ‘me Dasel*

seder evel pemp kwenneg : gai

sekred ar bez : discrétion poussée

sistr avaloù poazh

sistr pevarzek : trizek o kerc’hat dour hag un’ o valañ avaloù

sistr glesker* : dour

sklaer evel lagad an naer : limpide

sot ‘vel ur penton*

sonn evel ur pikerom : droit

soubenn an aotrou : a boazh hep birviñ*

soubenn ar goap-laezh : muioc’h a dour eget a laezh

spazhañ laou* : koll e amzer ‘troc’hañ ur vlevenn e pevar

sul-ouel-pemdez hag en noz war ar gwele* : an hini a zoug atav memes abit

tan ar big* : bihan ha kloz

teil koukoug : teil koublet gant delioù er park

teurel kresk : vomir

tomm da ziskar ur marc’h*

tomm ken ma rank daou mont da zige- lienañ un* !

tommder da sec’hañ kroc’hen ur marc’h*

touiñ Doue evel un diloster-chas*

treiñ ar vein da sec’hañ* : ober labour nul

tremenet eo an Ankoù dre va choug* : kridenniñ

treut ‘vel ur gioc’h, treut-kioc’h* : étique

troadet e vorzhol atav* : atav prest da skeiñ

un den absolu

un ever fall a zour* : ul lonker

un neizh pig war veg ar forc’h : ur forc’had vihan

un  taol  filegogenn  (pe  fileugogenn)* :

chifrodenn

ur c’hac’her er gwasked*

ur c’hi labour : très travailleur

ur fagodenn tremenet dre c’haol Herri.

Kommod da zarbar hag aezet da deviñ : bihan ha keuneud munut

ur fri kaouenn : kamm e fri

ur gac’hadenn eost*

ur gwri dreist penn biz : surjet

ur marc’h labour : très travailleur

war e dout ‘vel Yann o vont da graoña (= kraoñkelvesa)*

war e gostez ‘vel Yann o vont da baour*

war washaat ‘vel ar c’hezeg drouk*

washoc’h ‘vit porc’hell Mari-Dolo,

a zebre kaoc’h-saout a-leizh e c’he- noù* : mann da zebriñ a-hend-all

yar Here 34

wastell. wastell etu 35

 

Doareoù-komz relijiel e Bro-Dreger

Pep korn-bro moarvat en deus e droioù-lavar war se, evel war an traoù all.

Setu amañ un nebeud frazennoù eus bro ar C’hozh-Varc’had. Darn anezho avat n’emaint ken nemeur en implij, nemet gant ar re gozh.

Lavaret e vez : Doue d’e vennigo (d’he ben- nigo, d’ho pennigo, d’o bennigo) evit ar vugale vihan. Se a zo bet meneget war Barr- Heol, met lavaret e vez ivez : Doue d’e gresko bras.

‘Vit un den klañv pe un den en ur darvoud glac’harus e vez laret : Doue d’az konzolo, d’az frealzo. An Aotrou Doue da zigas ar yec’hed dit (pe deoc’h).

Pa gomzer eus tan-gwall pe kurun e vez lava- ret atav : Doue da viro, pe Doue ra viro (ivez evit ar gwalleurioù).

Pa brometer ober tra pe dra, mont du-mañ pe du-hont. Kalz a dud a lavar ha va-unan e ran : Mar bez bolontez Doue !

Da c’houlenn skoazell : En anv Doue ma sikouret !

Da verzañ : En anv Doue na rit ket an dra-se !

Evel garm e vez implijet alies anv ar Werc’hez : Itron Varia Druez.

Barr-Heol en deus meneget war se kalz a droioù-lavar. Met ‘vit ar ger hollek :  Va  Doue !, e kavan eo chomet berr un tamm. Alies e vez lavaret ivez : Va Doue benniget, Va Jezuz benniget (binniget), Sant Salver benniget, O Tad eternel leun a c’hloar, Da c’hras Doue pe Dre c’hras Doue a vez klevet alies ivez.

Kas an Aotrou Doue, Taolioù an Aotrou Doue (evit ar gomunion d’ar re glañv hag ar c’hloc’hadoù pa’z a an Aotrou Doue ‘maez). Bremañ ne vez ket klevet se kalz. Kentoc’h ‘vez lavaret : hen-ha-hen zo sakramantet.

Gwechall, pa veze kalz peorion o klask o bara, e veze klevet frazennoù pe droioù- lavar kaer-spontus gant darn : Binnizhien (darn a lavare Benediksion) Doue deoc’h, Binnizhien Doue warnoc’h ha war ho tiegezh ha Doue da bardono hoc’h anaon ha da bre- zervo ho loened.

Bepred, pa zichañs d’un den rentañ ur servij d’un amezeg gant tud pe gant kezeg e vez trugarekaet er stumm-mañ : Bennozh Doue dit (pe deoc’h) ha Doue da brezervo da(pe ho) loened.

Pa werzher ul loen e vez lavaret : Chañs Doue deoc’h gantañ ha Doue d’e brezervo. Pa zeu ul loen bihan war an douar (leue pe ebeul pe all), kentañ tra ‘vez lavaret ‘vez : Doue d’e brezervo.

Pa vez staget an denn, pe zoken ur gazeg hec’h-unan, war ne vern pe garr, pe alar, pe benvioù all, emañ ar c’hustum da lavaret (a- raok : hei) : Doue a-raok ! Ha kalz kezeg zo na c’hortozont ket ar ger « hei ». Pa glevont ar charreter o krial : Doue a-raok ! e stagont raktal o zretoù.

Pa vez hadet ur parkad ed pe traoù all, goude kalz a frejoù hag a boan, e vezer boaz da glevet ar perc’henn o lavarout : Bremañ emañ en bolonte(z) Doue.

Eus an amzer fall e vez lavaret fentuzik a- walc’h : Amzer Doue ! na bad ket an diaoul er-maez !

Eus ur vaouez dinoaz hag un tamm lent e vez graet : Buoc’hig Doue ! Anavezet am eus ur vaouez kozh ha bep gwech ma strevie he merc’h vihan e lavare : Doue dei (dezhi).

Un den klañv diwar re gofad boeson a vez, hervez, oc’h ober ur c’hleñved hep gouzout da Zoue !

Evit ar ger « sant ». Gwechall ‘veze lavaret d’ar vugaligoù : va santig bihan, va sant bihan, va santig-me, va santig bihan-me, hag all. Bremañ ‘vez laret : mon chouchou, mon chat bihan, ma cocote, mon petit lapin !

Gwechall ‘veze evel-just beajet kalz war droad. Pirc’hirinajoù pell alies. ‘N ur gemer penn e hent e rae ar pirc’hirin sin ar groaz en ur lavaret : Deomp en hent gant Doue hag ar sent ! Ar memes tra evit ur veaj hir all estreget ur pirc’hirinaj.

Ur c’hrasaouerez am eus anavezet em yaouankiz hag a echue ar grasoù atav gant : Doue hag ar Werc’hez da bardoniñ an Anaon.

Doue d’ho paeo ! a lavare ar seurez kozh Raymondine da gement hini a roe ur profig d’ar gouent.

Pa zeu ur mignon d’ober ur weladenn d’un tieg ne vank kammed da vont da welet al loened. Setu amañ ar frazennoù e vezer boaz da glevout : Danvez arc’hant hoc’h eus aze ! mar prezerv Doue ho loened. En ur gui- taat  ar  c’hraou  pe  an  dachenn  e lavarer dalc’hmat : Doue d’o frezervo ! loened mat hoc’h eus aze. Ar perc’henn a respont : Bennozh Doue dit (pe deoc’h) ha Doue da brezervo ivez ar pezh e vagez (vaget).

Pa gomzer eus un den, n’ouzer ket a belec’h e vez na pe vev pe varv e vez, e vezer boaz da lavarout : Hen-ha-hen Doue d’hen ajisto mar deo bev ha d’hen pardono mar  deo marv !

Kavet e vefe moarvat meur a dra c’hoazh. Met me ‘gred eo bras a-walc’h evel-se va zeskad.

Stagadenn

Deiz Sul ar Bleunioù pe Sul ar Beuz e vez kaset bokedoù-beuz d’an iliz da vennigañ. Graet eo ar bokedoù-se gant meur a vodig a vez amarret gant un neudenn. Gwechall e veze lezet ar boked beuz benniget war var- lenn ar prenestr diavaez. ‘Oad ket sañset, hervez ar re gozh, da zegas en ti nemet ar bod da lakaat ennañ. D’ar Sul d’abardaez ez ae ar perc’henn d’ober tro ar parkoù da lakaat un tamm e pep park, goude bezañ lakaet en holl grevier. O vont kuit emañ ar c’hiz-se. Gwelet em eus ouzhpenn ur wech ar boked-beuz en e bezh chomet da sec’hañ war varlenn ar prenestr e meur a di. Un hen- goun kristen o vont da goll.

Ar memes taol, ‘m eus aon, en em gav gant an tantadoù. Tantad Yann, Tantad Per ha Tantad Gwir Sikour hag a oa ken darempre- det n’eus ket c’hoazh keit-se. Ar brezel a zo bet pennkaoz un tamm d’an dilez-se, dre ma voe difennet ober sklerijenn en noz. Brav- tre e veze un tantad gwechall : kaniri, c’hoarioù, kontadennoù, pedennoù. Ha pep tieg a zegase gantañ ur c’hef da lakaat en tan pa veze kurunoù start. (En degouezh- mañ e veze laket ivez war enaou ar goulou bet benniget deiz Gouel ar Chandelour). Un hengoun da adkemer e vefe gant ar re yaouank.

[« Da glokaat ar roll diwar-benn an doareoù-komz relijiel », Barr-Heol 34, Meurzh 1963

 

Print Friendly, PDF & Email