Pa dec’h an Awen

… Awen ! Awen ! Merc’h an Neñv ! Perak ‘ta e tec’hez ? O ! Selaou va garm Hepdout ar Vuhez n’he deus nep karm Hepdout on bouzar ha dall Ne welan ‘met ur skleur Ne glevan ‘met ur […]

Ouzh Skeud al Loar

I Pourmenet ‘m eus en noz klouar Va-unanig ouzh skeud al Loar Sioul o selaou kan an Douar. II Tavet pell zo an Eostig-noz Moredet holl skrilhed ar roz Peoc’hus al Lanneg ‘n he repoz. III Hogen e sioulded an […]

Opium ! ?

Un Apotiker ‘oa anezhañ. Aozañ ‘rae (gant gerioù) Louzeier ha bevaennoù Gouest da gennerzhañ. Gouest da bareañ Kement klañvour er vro-mañ. Bez’ en doa gerioù evit ar Bobl Ha gerioù all evit ar Vrientinien. Gerioù lemm da vroudañ ar re […]

Nozkan Toselli

Deus, an noz a gouezh Hag an eur zo boemus Deus, te ken anouedus Emañ ‘n noz o tiskenn ‘vel ur vantell Deus, pep tra zo dous Ha leun a bromesa O sant ouzh da flourañ Gerioù marzh. O selaou […]

Nozioù Goañv

Tan an oaled a gan. Fulennoù steredheñvel o sevel Dre gan du ar siminal Trema Bolz-veur he zachoù aour. Meurdezus an noz ’N he sioulded leungevrin An avelig sin o kuzulikat d’ar gwez D’o diduiñ gant keleier an deiz. Keleier […]

Noz Sioul

Klozet eo an Noz Tavet pep trouz Pep safar Pep sarac’h Tavet an avel Tavet eostig ar c’hoad Ha skrilh al lanneg. Emañ an draonienn o hun Hep luskell Hep kan Er sioulded. Nep fiñv, nep lec’h Peoc’hleun eo an […]

Noz derc’hent Gouel Yann

Noz verrañ ar bloaz. Noz an deiz hirañ. Dek eur ! An noz na gouezh ket. Sklaer-hewel pep tra er pellder. An oabl en deus un amliv hanter gañv : Glas-mouk tanav, dibafalus, dilavarus, Liv d’ar c’hevrin. Liv d’an hiraezh, […]

Noz an Nedeleg 78

A, ya, en gouzout a ran Eo pec’hed leñvañ en noz-mañ M’eo barrleun pep kalon a Levenez Padal n’on mui evit mirout Ouzh va memor mont da gantren Du-hont em zraonienn vut. Ha me bac’het amañ Keid-all eus va douar […]

Noz an Anaon

Anaonoù va C’henvroiz O kantren hoc’h anken fenoz Dre wenodennoù ar menez Dre hentoù don an Argoad Ha war aodoù ar mor Anaonoù va C’henvroiz O kantren en noz du Fenoz c’hwi ‘glevo a bep tu O c’hwibanat en avel […]

Noz an Anaon 76

Selaou ‘ran sioulder an noz. Ken trouz mui ‘met ar momeder Ha fic’hadenn ur skilhenn c’hleb War c’hlaouiasenn an oaled Hag e soñjan, hag e soñjan En anaon va c’henvroiz. Re gwechall ha re bremañ Ar re o deus roet […]