Klev ar gouerioù koant o hiboud
 Skluzioù al Leger o hirvoud
 Ouzh tor ar menez kroz ar Froud
 O pegen kaer
 Eo traonienn al Leger
 O pegen kaer
 Va zraonienn din-me !
 Pa c’hwezh an avel er gwez pin
 Pa ganont ‘vel Telenn Varzhin
 Sonerezh hud ha leungevrin
 O pegen kaer
 ‘Vez traonienn al Leger
 O pegen kaer
 Va zraonienn din-me !
 Lannegi aour, brugeier ruz
 A-hed ar c’hleunioù bleuñv burlu
 Skrilhed o kanañ a bep tu
 O pegen kaer
 Eo traonienn al Leger
 O pegen kaer
 Va zraonienn din-me !
 Pegen dudius ar maezioù
 Pegen pinvidik ar c’hoadoù
 Pa dro da aour an holl delioù
 O pegen kaer
 ‘Vez traonienn al Leger
 O pegen kaer
 Va zraonienn din-me !
 Pa guzh an heol a-dreñv ar roz
 Pa gan an Eostig ‘traoñ ar c’hloz
 Pa son Añjeluz ar serr-noz
 O pegen kaer
 ‘Vez traonienn al Leger
 O pegen kaer
 Va zraonienn din-me !
 Nag un dudi mont da bourmen
 Dre hentoù don ha gwenodenn
 ‘Touez ar bleunioù ‘hed an draonienn
 O pegen kaer
 Eo traonienn al Leger
 O pegen kaer
 Va zraonienn din-me !
7 a viz Ebrel 1970