Na ponner eo din fenoz da sioulañs
 Diouer a ra din da vouezh Iwerzhon
 C’hoar garet hor Bro-ni
 Da vouezh bemnoz dreist ar mor don
 A ziskenne ‘barzh va zi
 Hag hi leun a sederni
 Sonerezh ha kaniri.
 Siwazh n’az klevan mui
 Torret an Hud. Torret ar strobinell.
 Simudet eo va ardivink
 Marvet a varv trumm
 Disul e-kreiz an oferenn-bred.
 Marvet hep un huanadenn
 Hep ur glemmadenn
 Evel ur mouch gouloù
 Toc’hor ‘oa ur pennad zo.
 N’am eus bet sarmon ebet
 Na « Liv an amzer »
 Nag « ar Seizh-Avel »
 Na notennoù strink ar Stivell
 Na tarzhoù kurun Servat
 Nag avelioù flour Youenn Gwernig
 Na korventennoù Glenmor
 Mouezhioù dizremm a leunie an ti !
 Deut da vout keneiled din
 Deut da vout karet ganin
 Diouer ‘m eus ac’hanoc’h
 N’eus mui ‘met an avel
 Ganas o yudal e kan du ar siminal
 Ponner ar sioulañs fenoz d’am digenvez
 Bazailhat a ra va c’hi Fionn
 Puchet war an oaled klouar
 O luchañ ouzh va ardivink mut…
1977
