Mamm

Mamm ! evidout me ”ray un dro-c”houzoug perlez gant daeroù va glac”har.
Evit golo da dreid, ar stered o deus kizellet o mailhoùigoù sklêrijenn, met va road-me a
venn bezañ lakaet en da gerc”henn.
Ar binvidigezh hag ar brud a zever ouzhit. Dit eo d”o reiñ pe d”o derc’hel.
Met va zristidigezh-me a zo hepken din ha pa he degasan dit en prof, da c”hras a deu
en gopr.

1983