Ar « soudard kozh » – Naig Rozmor

Anaout a raen Anjela Duval dre he skridoù abaoe pell zo, rak aketus e vezen da lenn kement tra embannet diwar he fluenn, dre ma prizen he barzhoniaj ha ma toujen d’he menozioù. Tamm-ha-tamm avat e kreske ma c’hoant da vont d’ar « feunteun gozh » da glask, evel pet ha pet all, ur banne dour fresk, ha pemp bloaz zo bet en hañv dremenet, setu me gant va mignonez war hent Traoñ-an-Dour. Degouezhet ’oamp eno war-dro kreisteiz hag evel ma ne felle ket deomp mont da afrontiñ anezhi en he zi da boent ar pred, ’oamp staget da zebriñ un tamm hon-unan war ul letonenn, da c’hedal an eurvad da erruout ganti… ken ha dibaouez gwelet o tont war-zu ennomp ur vaouez gozh, ur boned du war he fenn ha chas bihan war he seulioù… Anavezet hor boa diouzhtu Anjela !

« Ac’hanta, emezi, en ur dostaat, c’hwi zo gant ho lein ? (Marteze he doa lavaret « gant ho merenn ».)
— Ya, ’maomp
— Eus a belec’h oc’h-c’hwi ?
— Eus a Rosko, eme me.
— Hañ ! Neuze marteze c’hwi ’anavez Naig Rozmor ?
— Me an hini eo, Anjela !
— O va Doue ! Deus tostoc’h din ! » Digeriñ a reas frank he divrec’h da’m stardañ war he c’halon ken a oamp dirollet da ouelañ hon-div.

Tremenet ar from kentañ, Anjela a zisklêrias krak-ha-krenn : « Mat ! Evit hiriv, peogwir out deuet da’m gwelet, eo echu va dervezh. Deomp da vizitañ Traoñ-an-Dour. » Hag hi d’hon henchañ dre he rouantelezh. Dorn-ha-dorn, koulz lavaret, hon eus graet « hent an ametist ». Dastum a rae deomp bozadoù diouto, kutuilh a rae evidomp godelladoù kraoñ-kelvez. Diskouezet he deus deomp he farkeier dre o anv : ar Poullankoù, Ogell-ar-C’hoad, Park-an-Drilh… Komz a rae diouto gant teneredigezh, gant lorc’h pe gant nec’hamant evel ur vamm pa gomz eus he bugale. Bet omp o vale a-hed al Leger ha ne ouie mui, dre ar sec’hor a rae en hañvezh-se, nemet glaourenniñ e disheol ar gwez bras, darn anezho war-nes mervel gant ar sec’hed. Klevet e veze Anjela oc’h huanadiñ war o sikour. Klemm a rae ivez dirak an tachennoù brav gwerzhet d’an estren : « Hañ ! ’lavare, petra ’chomo ganeomp, ma c’heller gwerzhañ an douar da forzh piv ? Da belec’h e yelo hon re ? » Souezhus eo pegen lijer ’oa d’ar poent-se ! En hon raok e veze e traoñ diribin an torgennoù, ha c’hoazh e kave amzer en ur vont, da estlammiñ dirak daou labousig o turiat ar soul pe dirak un neizhiad merien. « Sell ’ta, emezi, ar re-mañ n’eus ket a c’houel ganto eveldomp-ni, hañ ? » Santout a rae ivez c’hwezh an douar o leskiñ dindan re a dommder hag adarre e c’houzañve. Sur on, abaoe sant Frañsez a Asiz, n’eus bet den evelti o karet an natur hag he c’hrouadurien.

Pa c’houlennen diganti daoust ha kompren mat a rae brezhoneg al Leonadez ma oan, e responte en ur c’hoarzhin : « Feiz, ma ne rafen ket… Brezhoneg ledan evel a zo ganez ! »

War-lerc’h ur bourmenadenn zudius hor boa ranket mont en ti da zebriñ merenn-vihan asambles. Ne oa ket bet pell o c’hwezhañ tan en oaled nag o lakaat dour er gastolorenn zu war an trebez, da ober deomp kafe mat. Diaes avat e kave, dre ma soñje ne oa ket brav a-walc’h he bolennoù d’hon resev. Paourkaezh Anjela ! D’ar poent-se ivez, n’ouien ken ab’lamour da beseurt abeg, e vanke ar sukr, a-vec’h ma chome ugent tamm en he boest ! « Aze emañ tout, emezi true- zus, emichañs e vezo a-walc’h evit merenn… « Na vezit ket chalet, a respontas dezhi va mignonez, me ne zebran ket a sukr. Setu warc’hoazh e tegasin deoc’h dre ar post ur bakadenn gant ar pezh a chom dioutañ em zi. »

N’em eus ket kredet goulenn diganto pehini eo bet an eürusañ, pe va mignonez o kas he sukr, pe Anjela ouzh en resev. Diouzh va zu em eus bet ar blijadur da gas dezhi bolennoù gant laboused-mor warno, evit ma talc’hfe soñj diouzhin.

Evel ma ne ehane ket da zegas boued war an daol, bara c’hwezhet eus Tregrom, amann, fourmaj, kouignoù hag all, em boa lavaret dezhi a-benn ar fin :
« Paouezit, Anjela, c’hwi a vezo skuizh, traoù a-walc’h a zo amañ pell zo. » Met ne ehanas nemet pa c’hellas respont din : « Mat, debrit ! Bremañ emañ war an daol kement tra a zo en ti. » Na laouennañ merenn ! Debret em eus a galon vat, sikouret bep an amzer gant he chas hag a zo bet d’ar wech war o lod e Traoñ-an-Dour.

Diwar an dervezh-se ’oa graet ar skoulm etrezomp. Skrivañ a raen dezhi abaoe beb tro m’am beze un dra bennak a-bouez da gontañ pe un ali da c’houlenn. Respont a rae ac’hanon atav ; a-wechoù zoken e lavare traoù din ha mat a rae marteze… Forzh penaos ganti em bije gouzañvet pep tra, rak he oad hag he furnez a roe aotre dezhi da c’hourdrouz pa veze ret ha bez’ e ouie en ober gant sevended, hep feukiñ na gloazañ.

Anjela ha me a oa ganet eus ar memes kondon, mezet gant ar memes toaz, douget hon-div d’ar barzhoniaj a zeve deomp hon nozvezhioù, ennomp ’oa ar memes feiz e gouenn ar Gelted. Resevet hor boa ar memes kalon kizidig a boulze ac’hanomp da garet an traoù reuzeudikañ bet krouet : ar re vihan, ar re baour, ar re glañv, hag al loened evel-just… (Soñjit ’ta ! Pemp ki e Traoñ-an-Dour ; graviged, chas ha kizhier oc’h ober o renkoù e Rozmor, rak du-mañ evel du-hont int-i eo ar vistri.) Evelti on bet savet war ar maez, e brezhoneg hag hervez ar memes krennlavarioù, ha koulskoude e oa un diforc’h krenn etrezomp. Perak ? N’eo ket diaes da c’houzout.

Da gentañ, Anjela ’oa koshoc’h egedon, en oad ’oa da vezañ mamm din ; d’an eil, n’eo ket bet loc’het eus Traoñ-an-Dour, ha me, en ur mare eus ma buhez, a zo bet va flanedenn foetañ bro. Er mare-se eo torret va c’habestr ha diskolpet tamm-pe-damm va ene. Setu ivez pezh a c’hoarvez gant ar mein pa ruilhont re, pellaat a reont diouzh o stumm orijinel, met chom a reont mein memestra. Da bep hini e donkadur. Evel-se an den n’eo ket graet eus anezhañ e-unan, met eus ar mil levezon, fall pe vat, gouzañvet gantañ a-hed e hent.

Anjela a gomprene tout an traoù-se, ne rebeche ket, ne varne ket. A-walc’h ’oa dezhi anaout va bolontez-vat ha va c’harantez divuzul evit ma bro hag he yezh.

Distroet on da Draoñ-an-dour da saludiñ evit ar wech diwezhañ va mignonez kozh war ar varskaoñ ha da douiñ dezhi e c’helle kontañ warnon ivez da gen- derc’hel gant he erv. Melen-aour evel sent an ilizoù, e-touez an dantelezh gwenn-kann hag ar bokedoù bleunioù kutuilhet en he farkeier, Anjela a seblante eürus. Ha penaos ne vije ket bet ? Goude m’he dije dibabet he-unan dervezh he marv, n’he dije ket graet gwelloc’h. Mervel d’an diskar-delioù, da heul an natur a gare, a oa leal, met mervel e penn miz Du, miz an Anaon, a oa un enor.

Mervel, a lavaran ? Daoust hag an natur a varv ? Ha petra ’dalvez ar ger-se d’ar Gelted ? Nebeut a dra e gwirionez, an neuz n’eo ken. Ar vuhez, dindan stumm pe stumm, ne echu morse. Anjela he deus lavaret penaos eo bet kendalc’het da c’houlenn skoazell digant he zud varv ha penaos eo diganto eo he deze ar gwellañ sikour, gwelloc’h zoken eget digant ar sent a zouje kalz koulskoude. Dezhi d’hon skoazellañ d’he zro.

Me ivez a gred start e galloud an Anaon gant ma chomer unanet ganto dre liamm divarvel ar garantez, a stag ac’hanomp ouzh tud hol lignez ha tud hor gouenn. Nann, evidomp-ni, Breizhiz, Anjela Duval n’eo ket marv. Aet eo da ziskuizhañ da « ur vro welloc’h ». A-raok kuitaat ar bed-mañ he deus hadet fonnus he menozioù kaerañ. Deomp da vont d’o mediñ da Draoñ-an-Dour hag a chomo templ he spered. Eno an neb a ouezo selaou a glevo bepred an douar, he douar, o kanañ barzhonegoù marzhus hag en avel, mouezh Anjela, rok a-wechoù evel hini ur soudard kozh, o tiskouez deomp an hent.

 

Print Friendly, PDF & Email