Aotroù ha kenvroad enorus

Aotroù ha kenvroad enorus,

Bez’ am eus an enor da gas deoc’h, evit respont d’ho lizher deizet eus ar 17 a viz Gouere, an nebeud notennoù amañ da heul. Deoc’h a vo d’ober un dibab evel ma kavfot ar gwellañ. Ho pediñ a ran avat d’ober ar berrañ ar gwellañ evel ma tere ouzh tudigoù eveldon.

Marie-Angèle Duval. Ganet on bet er C’hozh-Varc’had e kêriadenn Traoñ-an-Dour d’an 3 a viz Ebrel 1905. Trivet bugel Erwan Duval ha Mari-Frañsoaz Ollivier ginidik eus Tonkedeg, a diegezhoù koueriaded.

Un atant bihanik ha douar meinek a-grap div dosenn tost-tost d’al Leger eo va zamm rouantelezh. A-vihanik am eus labouret douar, ha micher all ebet na dije va dedennet, nemet ar vedisinerezh a vije. N’am bije ket moaien da studiañ.

Evidon ar brasañ arouez eus ar binvidigezh n’oa ket kirri pompus, na kenkizoù na netra, met redek a raen avat da vord an hent da welout o tremen un denn a bevar a gezeg ha d’an oad a eizh vloaz em boa graet al le da chom em bro va buhez-pad, ma vije bolontez Doue. Dalc’het am eus d’am ger betek-henn. Siwazh nebeut a dra a zo em galloud ober evit ar vro a garan, rak hep gouiziegezh petra a c’heller ? Va studi n’eo ket aet hirroc’h eget ar pezh a desker e skol vihan ar bourk. Ha chomet on bepred war va naon rak naon am eus atav d’ar ouiziegezh.

Va zad zo marvet e 1941 oadet a bevar-ugent vloaz, va mamm e 1951 oadet a bemp bloaz ha pevar-ugent. N’o doa skoazell nemedon rak kollet o doa o daou vugel kentañ, ha deuet edont dija war an oad p’edon-me ganet.

Va-unan-penn on bremañ o terc’hel bepred an hevelep atant. Fall avat va yec’hed, ha plat va yalc’h. N’am eus d’am stagañ ouzh ar vuhez nemet ar garantez vras a dougan d’am yezh nerzhus dous ha garv war un dro. Ken heñvel ouzhin.

Ha seul vui ma vez graet brezel d’ar brezhoneg, seul vui e garan. Ha don eo va levenez o welout emañ krog da vleuniañ kaeroc’h eget biskoazh, gras da galonegezh ha da bennegezh Breizhiz a ya bemdez o niver war greskiñ, hag o deus levezon a-walc’h d’ober da enebourien hor yezh doujañ o mennozhioù.

[1964 ?]

Print Friendly, PDF & Email