An uhelvarr « doug-eurvad »

(Eost an uhelvarr en Traoñ-an-Dour gant ar berc’hennez hag ur mousig)

I
An uhelvarr e-barzh Bro-C’hall.
Amzer gozh an Drouized gwechall.
Gant ur falz aour ‘vije troc’het.
War pallennoł gwenn dastumet.
II
Du-mañ n’eus ket a filzier aour ;
Dichonket ‘vez ‘n tokadoł paour
Gant Fañchig, pignet d’o c’herc’hat
D’o c’hinnig evel « doug-eurvad ».
III
‘Bouez ur fiselenn a diskenn
An tokad din ‘barzh ma barlenn,
Gant doan da vreviñ e zelioł
Ha dishilh e berlezennoł.
IV
Ha dao bremañ d’un tokad all
— Oc’holla ‘vat ! Ar we’enn a vrall ?
— Ya, Fañchig. Diwall da gouezhañ !
— O ! Bet dinec’h ! Me zo ‘r paotr skañv !
V
Ha neuze ‘ya Fañchig en hent
Gant e vokedoł a bep ment
War ur vazh hir ‘dreuz e zivskoaz
E-giz d’un « Douger-dour chinois ».
VI
Ya Fañch hast buan mont en kźr ;
Noz an Nedeleg zo emberr.
Hag an Itronezed te ‘oar ?
A zo ‘c’hortoz o uhelvarr.
VII
Bet ez eo mat e dammig tro :
Bet ‘n deus gwerzh-butun, madigo.
‘N ur retorn seder ha laouen
E kan din un tamm Nouelenn
VIII
En Itronezed, ‘me’añ, ‘oa stad
Pedet on d’ho trugarekaat
Nemet n’o deus ket bet o gwalc’h
N’am boa na hanter na trawalc’h
IX
Hag ar Mabig Jezuz ? Fañchig
Bet ac’h eus soñj eus e graouig ?
O ya ! ‘Vel just an tamm kaerañ
Am boa dibabet evitañ !

Ar C’hozhvarc’had, Nedeleg 1960

Print Friendly, PDF & Email