An Alouberien

Kouezhet int war hon c’horn-bro,
Evel ur bagad brini
War an dachenn-emgann goude an argad :
An alouberien !
Evit un dornad paper gall
Hag ur sin war baper timbr
O deus bet ar gwir da berc’henniñ hor glad.
An Alouberien !
Milinoù kozh an draonienn sioul
A zo bremañ o zra.
Kestell ha manerioù ‘vo dizale o mad,
An Alouberien !
Furchal a reont hor maezioù,
Temptiñ, gant arc’hant, ar paour,
A werzh horolaj ha gwele kloz e dad,
D’an alouberien !
Estrenien dec’h en hor Bro,
Arc’hoazh ‘vint hor mistri.
Ha bemdez en draonienn ‘n em astenn o rouedad.
An alouberien !
Skrapañ ‘reont mein hon Nevedoù,
Ha tronañ ‘ra ‘n o salioù
Delwennoù kozh sent Breizh kizellet er c’hoad,
‘Ti ‘n alouberien !
Met ur ouenn is omp-ni ‘ta ?
Hag ur Bobl lezober :
Pa lezomp da vont teñzor hor Bro gant strollad
An Alouberien !
C’hwi, Breizhiz strewet dre ar Bed,
Ho kervel a ran,
C’hwi, Kenvroiz kousket en ho pro,
Ho tihuniñ a ran,
C’hwi, ar re he deus c’hoarzhet outo ar Fortun,
Hoc’h aspediñ a ran,
Ho pet truez ouzh hor Bro, deredit da stourmad
An alouberien !

10 a viz Gwengolo 1963

Print Friendly, PDF & Email