12 Kerzu 1943

Chomet eo ‘hed an deiz
An heol a-dreñv d’ar ouel

O tougen kañv bepred

Goude pevar resped,

D’ar merzher taget ‘vel un oan

Gant ar bleiz. E wad glan

Skuilhet war fank an hent

Darn ‘rae c’hoazh goap ha fent

Nag a bet abaoe war e roudoù

‘Vit ar memes pal, ar memes menozioù

‘Deus kollet darn o buhez

Darn o madoù, o frankizoù

Skoet, jahinet didruez

Laket e renk an hailhoned

Dilezet ha disprizet

Evit va Breizh

Hiziv an deiz

Goude mizioù hirc’hortoz

E toullbac’hoù kloz

Emaint-i ‘vel tamallidi

E lez-varn ar Vistri

Torret o lañs ned eo ket

Sonn ha divrall chomet.

Me ‘gred hoc’h eus harpet

Sant Yann-Vari vinniget.

Fenoz a greiz va c’halon m’ho ped

O, Bezit skoazell bepred.

 

[12 a viz Kerzu 1980 ?]

Print Friendly, PDF & Email