Vandalerezh

… Pa zigoris an nor er beure-se — ne oa ket sklaer-kaer an deiz c’hoazh — e oa dija ur big e toull an nor o ragachat, o lammikat hag oc’h ober likadennoù. Un tammig from a reas se din, daoust ma ne don ket gwell vrizhkredennek. N’eo ket seblant vat, hervez ar re gozh, ur big e toull an nor.

Disoñjet ‘oa bet prim ganin avat ar big hag hec’h ardoù e-skeud va zamm prederi pemdeziek. Ken fall an amzer bemdez ; al labour o chom war-lerc’h ha me ken diva- lav ha ken gorrek, hag abuzet sav-taol war ar marc’had.

Nebeut goude kreisteiz, debret ganin va lein, ‘n ur selaou ar c’heleier hag ar « Jeu des Mille francs », ez is da glask un dornad glazur d’al lapined. Pe trouz a glevan ? Oi ! Adarre un heskenn-dre-dan ha n’emañ ket a-bell, gwall dost end-eeun…

Dont a reas trumm ar soñj din eus ar big da vintin, er porzh. Sede, emezon, ar c’hemennadur he doa d’ober din ‘michañs. Deomp da welout petra zo du-hont. Ar chas a harzhe par ma c’hellent. A-boan erru hanter Park-al-Leur : ur strakadenn spontus hag ur stroñsadenn evel ur c’hren-douar.

Kouezhet ‘oa unan eus kaerañ gwez ar Vro. Aze etre Maezoù-Wern va amezeg, ha va fark-me, « Ar Park Kreiz », ‘oa trizek gwezenn-dilh pe evlec’h pe oulm — pep korn-bro a vadez ar gwez ‘giz ma kar — kichen-ha-kichen, lod a grap ‘n un tu, lod en un tu all, lod war lein ar c’hleuz. Bez’ oant aze evel un Iliz-Veur o begennoù oc’h ober un doare bolz-toenn. Na kaer va Doue ! Na meurdezus ! e splannder o deil glas- du, d’an hañv bras. Na dudius da Ouel an Hollsent, gant o delioù melen-aour-ruz hañval ouzh ur boked bozenn ramzel. Ha fromusoc’h c’hoazh dindan an Heol goañv o tiskenn da gousket ‘dreñv tosenn Keriel, pa damoueze o begennoù dibourc’h, ar sklaerded ruz-limestra a live ken kaer ar C’hornôg. Ur marzh ! Dudi ar Gened ! Un daolenn bemdez o kemmañ ha da bep eur eus an deiz.

Un daolenn vantrus eo a welan hiziv. Sic transit gloria mundi.

Distroomp war ar big. Santet he doa ‘michañs ar gwalleur en hent. Rak domani ar big e oa ar bodad tilh uhel-se. Bep bloaz ‘veze un neizh en hini pe hini eus ar gwez, brañsellet en oabl etre an Neñv hag an douar. Hir ‘oa ar gwez ha tev hag eeun. O oad ? Me ‘grede din p’edon bugel edont dija ken bras ha ken kozh ha bremañ.

Nag a bet gwech on bet azezet dindan ar boked tilh marzhus-se ! Bihanik c’hoazh ez aen d’ar Park gant va zad. Pa veze tomm, e lavare din : « Kae du-hont, dindan an tilh, en disheol ; tapout a ri un taol-heol amañ, ‘kreiz ar park. » Pa zeue ur barrad glav, memes-tra : « Hast buan, bugel, mont du-hont da zisglav. »

An hent-karr a dremen dre zindan ar gwez ‘hed ar gostezenn-se d’ar Park-Kreiz, da vont d’ar parkoù izeloc’h, hag ar wrimenn a oa dalc’het naet etre ar c’hleuz hag an hent-karr. Hag aze ‘oa brav azezañ ; ha hervez ar c’houlz-bloaz e veze bleuñv da zastum a-vil-vern : bokidi-laezh, melion, kleier-glas, fleur-amann, stered-gwenn, keler, roz-koukoug ha brulu. Ya, straket ‘m eus bet burlu dindan ar gwez-se, gant plijadur ! Da vareoù all e veze irin, hogen, kraoñ-kelvez…

Hag ar Gwelva ‘oa ec’hon : Tosenn-Roudouvin gant he balanegi hag he lanneier aour-flamm, Kernoterioù-Vras ha Kernoterioù-Vihan gant o gwez-pabu e bleuñv, Toull-ar-C’harzh dindan Koad-ar-Waremm hag e wez-faou ; Kroaz-Delioù, Keravel, Roz-ar-Gernevez gant he raden rous d’an diskar, Keriel hag an ivinennoù du bras. Ha hiboud al Leger en draonienn. Ur baradozig d’ur bugel hunvreer eveldon !

Aze ivez e teue va zad da zebriñ e adverenn. Uhel e oa ar c’hleuz, ha gwaskedet gantañ ar wrimenn ouzh an avel-norzh. Ha gwechall, pa veze graet devezhioù bras da lakaat an here, e veze degaset ar c’hezeg e-skeud ar c’hleuz da zebriñ o sac’ha- dig kerc’h d’o adverenn ‘tro-pad ma tebre an dud o hini ivez. Bodet en-dro d’ur mell terinennad soub tomm plantet enni evel ur gurunenn an nav loa goad. C’hwec’h den ‘veze o skijañ, un’ o hadañ, un’ o kouch ar c’hezeg, un’ o hallat. Bara, amann, kig-sall ha sistr ‘veze debret goude ar soub. Mamm ha me a zegase an traoù-se d’ar park. Met ni a zebre goude er gêr. Ar beselloù goullo a yae ganimp en-dro. Ar baotred a rae ur c’hornedad ‘n ur gontañ ur fars bennak. Ral ‘oa o gwe- lout o wiskañ o chupennoù ; teurel a raent o chupenn dreist o divskoaz nemetken, ha war gein ar c’hezeg e veze laket ur sac’h goullo. Ne gomzan nemet eus ar Park- Kreiz. Pa vezed er parkoù all e veze graet ar memes tra. Klask al lec’h goudoret ouzh an avel. Met e nep park ne oa ul lec’h ken dudius hag er Park-Kreiz ! Paourkaezh gwez-tilh madelezhus !

Kalz a berzhioù o deus an tilh. An delioù glas a ra — pe a rae — ur boued saourus  ha kreñvaus evit ar moc’h. Dirañset e vezent d’an nevez-hañv, a-varlennadoù, a- vanniadoù, a-sac’hadoù. Taolet e veze dour bervet pe tomm-kreñv warno. C’hwezh vat a save diwarno ! Brenn ha patatez poazh, ur banne laezh trenk, ha setu friko hag a blije kenañ d’ar moc’h. Aet eo ar c’hiz-se a-gostez evel kalz a re all.

Er bloavezhioù sec’hour vras em eus gwelet alies troc’hañ brankoù tilh da deurel d’ar saout, ha n’eus ket pell c’hoazh : e 76, e oa ranket ober e meur a lec’h. D’amariñ keuneud e veze klasket gwialennoù-tilh daou, tri bloaz. N’o deus ket o far d’ober kevreoù. Aezet da weañ, gwevn hag eeun.

Prizet-bras eo an tilh d’ober kirri, karrigelloù, krivizhier, paloroù, plegennoù, hag all. Siwazh ! Didronet eo ar c’hoad bremañ gant an houarn ! D’ober koad-tan n’eo ket dreist, ha kasaus eo da faoutiñ dre ma chom stag ha stag diwar-bouez un neu- denn-goad. D’ober treid-benvioù eo ponner un tamm, met solut hag hebleg, ne dorr ket krak ; ha bez’ ez eus benvioù hag a c’houlenn tilh end-eeun, evel ar palioù, pigelloù, herzhier ; sparloù eus ar c’hentañ a ra ivez an tilh. Gant ar revelañchoù-bloaz zo tu d’ober boutegi, mannioù, paneroù, hag all. Gant ar rusk, ni, bugale,    a rae foetoù (skourjezoù) bihan da vont da vesa saout. Aezet-tre eo an tilh yaouank da zibluskañ e-glas. Gant teir ruban plañsonet ‘giz broen, graet ur skoulm tost d’ar beg, ha disilhet ‘giz beg un douchenn-ganab, klaviet war un troad gargl fourchellek ‘vit mirout ouzh ar foet da risklañ. Ne gouste ket ker hor c’hoarielloù ; ni o farde hon-unan. Hag evel madigoù, e kavemp mat ivez an tammoù rusk tilh yaouank, un doare chewing-gum ‘oa, gludek ha milis.

Met an traoù trenk ha put zoken a gavemp ken mat all : triñchin, avaloù-pub-ili-dant (irin), koper, lus, mouar hanter darev, begoù drez (kig treut) hep kontañ ar c’histin hag ar kraoñ-kelvez, karotez ruz kriz, ha piz-glas kriz ‘oa madigoù evidomp ivez. ‘Oa ket eston ‘veze tapet an dipadapa ‘wechoù ! Met setu me troet diwar va c’haoz : distruj Kened hor Bro.

Euzhus eo bremañ ar pennad kleuz noazh-se, plas ar gwez ken dudius, ha heugus ar

« bailhobas » zo graet er parkoù ma’z int kouezhet, pennadet ha diskourret. Ar bilhoù treinet ‘n ur park all dre an douar labour goet gant ar glaveier, bilhoù oc’h ober 40 troatad-hed ha 3 droatad-tal, stag warne daou draktor, a lez war o lerc’h roudoù n’eo ket roudoù pav ur c’had ! Ar skourroù bras pennadet ‘hed skilhenn o deus rentet meur a gordenn goad-tan. Ar skourroù munut bountet a-heuz gant forc’h vras an traktor ‘n ur park izeloc’h, a vo devet war blas, da dommañ ar c’hou- moul ! Ar pailhoroù munut zo chomet a-strew war an douar-labour. Un daolenn van- trus ! Ma teufe ar re gozh war an douar da welout seurt labour ! Int hag a veze ken kempenn gante o douaroù, o c’hleuzioù. Int hag a denne implij eus an disterañ tra, gant poell ha muzul, ket o foraniñ netra… Keuz am eus ha keuz bras d’ar boked tilh meur-se ha n’edont ket va zra koulskoude, peogwir n’eo ket ar c’hleuz din. Met o c’harout a raen evel va zra va-unan. Kened ar Vro a zo d’an holl, evel m’eo d’an holl an Heol, al Loar, ar Stered, ar C’houmoul liesfurm ha liesliv, frond ar bleuñv ha kan an avel, hiboud ar stêr ha richan al labous… Emañ ar Vandaled o tistresañ dremm hor Bro hag o paouraat an douar. Dambrest ne vo goudor ebet nag ouzh an Heol suilh, nag ar yenien, na d’an dud na d’al loened… Tremen poent eo d’an Ekologourien sevel war o elloù ! Tremen poent eo deskiñ d’ar vugale doujañ an natur ha difenn buhez ar gwez, difenn hon hentigoù don, hor gwenodennoù romantel.

Kent ma vo aet Breizh da Ouelec’h ! Da Ouelec’h noazh ha digar.

26 a viz C’hwevrer 1978

Print Friendly, PDF & Email