Va zi bihan

Hanter-kant vloaz zo
Emañ en e sav :
Va zi bihan karet.
« Va zad en doa tennet ar vein.
A doulladoù, a grogadoù,
Eus e zouaroù
(Da ziveinañ e barkoù)
Ar mein pastur arvelen,
Hag ar mein-benerezh grouan glas.
Ha pa voe bet trawalc’h
‘Voe klasket artizaned.
Soñj ‘m eus.
Bihanik ‘oan c’hoazh,
Met soñj ‘m eus. »
— Daou brenestr hag un nor
O sellet er c’hreisteiz.
— Un doenn c’hlas gant daoulagad gwer.
Etre an daou siminal :
Un oaled vras hag unan vihan
O tufañ koumoul gris pe moged glas
War-zu an oabl.
— Emañ harp ouzh an ti kozh.
« Eno emañ domani Kubele,
Va c’hazeg kozh liv d’ar bleuñv-pechez. »
— Div vogerenn zo etrezomp,
Etre va c’hambrig hag he hini.
Ha hi am dihun bep beure
Gant taolioù-pav war ar pavez.
— Naon he devez ?
Pe hast d’am gwelout ?
Pe an eil tra hag egile ?
Marteze !…

22 a viz Du 1962

E galleg

Print Friendly, PDF & Email