Va c’horn-bro eus 1905 da 1963

Lavaret e vez amañ eus an neb na gemm ket e stad, e vez hañval ouzh ur maen- bonn : na dont na mont na ra ! Va Feiz ! me zo hañval ouzh ur maen-bonn amañ, neuze. Chomet on, evel ur maen pe ur wezenn-derv e-lec’h m’en deus an Aotrou. Doue lakaet ac’hanon da ziwanañ. Ken enket hag ar reier a zo ken stank er sitread- mañ, ha ken gwriziennet en douar hag ar gwez-derv.
Me ‘gav-me ez eo un tonkadur kaer, ur blanedenn gaer, hini an den a c’hell bevañ ha mervel e-lec’h m’eo ganet. N’eus mui, a gredan, nemeur a dud o kaout an heve- lep mennozh ganin war se. Eus an dud ‘n o oad, pe gozh dija, p’edon yaouank, ne van ket kalz e buhez. Eus ar re ‘oa o sevel asambles ganin, pet a zo chomet er vro ? Tost d’an hanter marteze. Met bugale ar re-mañ, ne chom hini anezho koulz lava- ret, nebeut-nebeut da vihanañ ha war washaat bemdez ez a an traoù.
Va rummad eo moarvat ar rummad diwezhañ. Me ‘gomz eus va c’hornad-bro hag a zo ur sitre paour. Douar diblaen ha maeniek, en daou du d’al Leger. ‘Vit pezh a sell ouzh kaerder ar vro, n’heller ket ‘michañs kaout koantoc’h na dudiusoc’h lec’h, met evel-just, koantiri n’he deus biskoazh lakaet pod ebet da virviñ. Ret eo d’an douar bezañ gouest da vagañ an dud a ouestl dezhañ o buhez. Ne ‘oa tamm ebet gwelloc’h an douar p’edon-me yaouank avat, eget ne deo bremañ. Er c’hontrol, kentoc’h. Rak al lodenn vrasañ eus an douar-labour a zo bet traezhet-mat, ur pennad zo. Temz chimik — temz sac’h — a bep seurt a vez lakaet ivez d’an treva- doù, ha louzaouet e vez ar re-mañ a-enep ar geot fall. En holl, e rent an douar muioc’h eget gwechall.
Met dre amañ, tost d’an hanter eus an douar a zo dindan goad ha lann. Ar re-mañ ne rentont ken netra. N’int mat ‘met d’ober goudor d’al loened fall. Gwechall, pa ‘oa kalz a gezeg er vro, e talveze al lanneier kement hag an douar-labour. Al lann- da-bilat a veze klask warnañ ha gwerzhet mat gant an hini en deveze da ziouerout. Ar c’hoad-tan hag ar c’heuneud, ar memes tra, peogwir, koulz bourk ‘vel war ar maez, ne ‘oa anavezet tra all d’ober tan. Anavezet ‘m eus ur menaj pevar a gezeg, em c’hichen, hag a baee gouel-mikael, netra ‘met gant keuneud. ‘Veze ket hep labour, sklaer eo, met er mizioù goañv, se ‘roe labour d’an devezhourion, ha da vugale an ti.
Muioc’h a loened a veze savet ivez, dre vras, rak tud frankoc’h a oa er menajoù da blediñ gant al loened. Na pet pradenn c’heot-med aet an deiz a hiziv da hesk, dre ziouer a dud d’ober war o zro ! na pet peurvan aet da strouezh ! Rak an deknikou- rion hag a c’hourc’hemenn d’an dud ober peurvanoù, n’ouzont ket pegen diaes eo an dra-se en douaroù zo. Ur peurvan en douar kras, daoust d’ar frejoù bras a vez bet kemeret gantañ, a-benn Gouel Yann, da vihanañ er bloavezhioù sec’hour, ne vez mui ennañ nemet rost. Ha dindan daou, tri bloaz e retorn da lann ha da valan, adal ma chomer hep arat an douar, pa ne vez ket a raden.
Tra prizius e oa ar balan gwechall ivez : kement a lojeiz a oa c’hoazh da vare va yaouankiz toet e soul hag alies e balan. Memes er bourkoù bihan e oa meur a di-plouz. Met ar plouz ne veze morse re frank, ha ne oa ket c’hoazh (din da c’hou- zout da vihanañ) tu da gaout, evel an deiz a hiziv, plouz-gar pe blouz-prenañ ‘vel ma lavarer. Tra aes avat e oa ar balan da gaout ha gant arc’hant bihan. Darn a brene ur valanegad a-bezh da dennañ pe da droc’hañ, darn all a brene a-gantoù. An treu- joù a rae tan eus ar c’hentañ ; gant ar begoù e vez graet toennoù, gwelloc’h marc’had eget plouz, marteze avat, nebeutoc’h padus. Ar fornerion a brize ivez ar balan d’ober gor, met dreist-holl ar bastezourion. Evit ar gêr, da boazhañ ar boued- loened ez eo gant lann ha balan e oad boas d’ober, abalamour da virout ar c’heu- neud da werzhañ.
War-lerc’h ar balan ‘oad boas da zigeriñ ar valaneg : ur red-ed (pe ur souchenn-ed) a roe neuze. Ed-du er bloaz kentañ, segal en eil bloaz, pe en distro-gozh, evel ma veze lavaret, kerc’h en drivet bloaz. Neuze e veze adarre lezet da reiñ balan… Bep bloaz, koulz lâret, e veze digoret ur valaneg bennak ; bremañ an douaroù-se, diblaen ha meinek a zo lezet da vont da fraost. N’eus mui a gezeg er menajoù, an trakteurien a zo re skoemp mont ganto er seurt douaroù, ha neuze dre vras, ne bae ket an trevad ar frejoù. Al lann-pil a chom d’ober lann gor, ha remed all ebet, nemet deviñ al lannegadoù-se gwech ha gwech all. Ar pezh n’eo ket c’hoazh hep riskl da lakaat tan-gwall.
Ar c’heuneud a veze troc’het, a-hervez, bep nav bloaz, ha bremañ e vez ugent vloaz war ar gwez o c’holeiñ hag o tisabrañ er parkoù… Lâret e vez dispenn ar c’h- leuzioù, ha graet e vez. Marteze re en holl ; rak mat ha fall a zo enno. En-dro d’ar peurvanoù ez int dispar d’ober goudor d’al loened, er goañv, ha disheol, en hañv. Ha d’an dud kenkoulz all. Ur verzherenti ez eo bezañ, tud ha loened a-hed an deiz e-kreiz an heol pik, pe e-kreiz an avel-skorn… Klevet em eus alies tud ar vro aet du- se d’ar plaenennoù bras da labourat, o klemm eus an dra-se : bezañ hañv-goañv, hep na goudor na disheol. « A ! emezo, na pegen brav ‘vez ober ur c’hornedad hag un diskuizh ‘kostez ar c’hleuz ! » Ha neuze, mesket ‘vel m’eo an douaroù dre amañ, n’heller ket dispenn an holl gleuzioù, hep kontañ ar stal vein a zo oc’h ober kalz anezho.
Ur perzh mat all o deus c’hoazh ar c’hleuzioù : an holl louzaouennoù a vagont hag a zo ken klasket gant al loened, dre ma santont ez int evito ur gwir vedisinerezh. Nebeut eus ar plant-se a sav a-hend-all war blad ar peurvanoù. Ur skoilh ez eo c’hoazh ar c’hleuzioù d’an dour, a ruilhfe a-nez-se gant ar pantennoù, hep antren en douar. Herzel a reont ivez an avelaj da skubañ an douar sec’h ha poultrennek diwar ar gwiskadoù-mein a ra ar peurliesañ diazez douaroù ar c’hornad-mañ. Hag e gwasked ar c’hleuzioù eo e sav an abretañ peuriñ en nevezamzer. An holl a oar ar c’hrennlavar-mañ :
C’hoario Meurzh ar pezh a garo
Ur c’hostez eus ar c’hleuz a dommo (pe : ar c’harzh a dommo).

[1964 ?]

Print Friendly, PDF & Email