Va C’heneiled du

A ! Distreiñ da bep pred d’an ti goullo ha yen
D’an ti serret e zor hag e brenistri kloz
An Ti ne vez nikun morse ouzh ho kortoz
Kristen. Na Tad. Na mamm na kar na par na den
Ma ne glevit er porzh trouz treid nemet ho re
Respont ebet d’ho mouezh — n’eus mui ouzh Kubele —
… Padal a-hed an deiz ha kerkent hag ho troad
‘Mañ ho keneiled mut. Emañ ho taou gi mat
Helebini ‘trezo piv ‘ray ar muiañ ‘stad
A sec’ho gant e deod daeroù ho taoulagad
A zebro war ho torn, a gousko ‘harz ho treid
Da reiñ deoc’h da c’houzout ho karont keit-ha-keit
Int a lenn ‘n ho selloù. Int a veiz ho menoz
Int a fistilh en deiz. Int a ra gward en noz.
Kalonigoù feal. Kalonigoù uvel
A drid gant ur gomz dous. Karantez en ho sell
Na prizius oc’h din. A ! Na Bennozh d’an Tad
Da vout krouet d’an Den kompagnuned ken mat.

9 a viz Mezheven 1970

Print Friendly, PDF & Email