Ur pennad-kaoz diwar-benn ar yezhoù

Sede am eus bet ar blijadur er sizhun dremen d’ober un nebeud kaoz gant un Neerlandad eus Bro-Friz. Un Neerlandad hag ur Vreizhadez, e pe yezh e c’hellint en em intent, nemet evel-just e galleg ! N’on ket gwall zistagellet e galleg avat. Va Neerlandad a deuk ivez un tammig war ar yezh-mañ. Ne vern : en em glevet mat omp bepred. Ha kouezhet eo ar gaoz buan-ha-buan war gudenn ar yezhoù er broioù bihan. Souezhet-bras eo bet an den o klevout ne veze ket desket ar brezhoneg er skol d’ar Vreizhaded vihan. Ken souezhet ken m’en deus bet poan o krediñ an dra.
« Penaos, emezañ, ne vez ket kelennet ar brezhoneg er skol ?
— Nann, siwazh, Aotrou, emezon, nann. Ha gwashoc’h a zo.
— Petra ‘ta ? emezañ.
— Difennet eo d’ar vugale komz o yezh er skol ha zoken er porzh-c’hoari.
— Ha piv a zifenn an dra-se ?
— Va feiz, Aotrou, ar mestroù hag ar mestrezed-skol sur. Ha moarvat o deus urzh d’hen ober, ha kastizañ a reont ar vugale pa vezont tapet o komz brezhoneg.
— Met abaoe pegoulz se ‘ta ?
— Aotrou, n’ouzon ket dres abaoe pegoulz. Met da vihanañ al lezenn-se ‘oa dija p’edon bugel er skol, bremañ zo hanter-kant vloaz.
— Hag e lezit ober ? emezañ. Hag e c’houzañvit ur seurt lezenn sot hep en em sevel ? »
Petra da respont ? Santout a raen gwashoc’h eget biskoazh va c’hompleks a izelded. Ne vern petra am bije respontet, n’en dije ket komprenet…
« Du-mañ, emezañ, e Bro-Friz e vez kelennet ar frizeg war ar memes troad gant an neerlandeg en holl skolioù. Evit ar mare, n’on ket em bro c’henidik. Labourat a ran e “Poull an Dir hag ar Glaou” e Luksembourg. Eno ez eus tud eus c’hwec’h bro : Alamagn, Frañs, Italia ha Beneluks. Kelennet e vez va bugale hervez an doare- deskiñ divyezhek. Rediet int da zeskiñ un eilvet yezh da heul hini o c’havell, ha deskiñ a reont zoken ar peder yezh adalek an oad a c’hwec’h vloaz. Me a gomz outo frizeg. Va gwreg a zo saoznegerez a gomz dezho saoz. Er skol o deus galleg ha neer- landeg. Met, emezañ c’hoazh, an holl bobloù bihan o deus ar gwir da vezañ kelen- net en o yezh. E-barzh nebeut amzer e vimp holl Europiz, ha moarvat e vo ur yezh etrevroadel. Met en Europa-se, ar broioù bihan a viro o yezh, o sevenadur, o hen- gounioù, o doareoù-bevañ. Ne vo mui a Frañsizien, bez’ e vo Bretoned, Provañsiz, hag all, hag all.
— Marteze ez it un tamm pell, Aotrou ! emezon.
— Neb a vevo a welo » emezañ.
Diflipañ a rae gwech ha gwech all ar ger « ya » gant va c’hendivizour. Ha me da c’houlenn digantañ :
« Tost eo, ‘m eus aon, ar yezh neerlandek d’an alamaneg ?
— Nann, emezañ, n’eo ket tost-kar an neerlandeg d’an alamaneg. An alamaneg eo a zo hañval ouzh an neerlandeg… »
Ur mousc’hoarzh a baras evel ur barr-heol war e zremm sirius ha balc’h, ur mousc’hoarzh hag a zousae selloù eeun e zaoulagad dir dindan e vlev melen. Hag er mousc’hoarzh-se em eus lennet daou c’her : lorc’h ha karantez evit e Vro.
En ur skrivañ ar gerioù-mañ ez eus deuet war-c’horre em spered ur frazenn klevet e-doug an hañv gant merc’h ur vignonez kozh din. Skolaerez eo-hi e kostez Pariz, ganet ha savet e Breizh betek he fevar bloaz. Komz a ra brezhoneg koulz ha me.
« Un dra, emezi, a gavan iskis-tre eus perzh ar Vretoned. Goude c’hwec’h miz tre- menet e Pariz, e karfent reiñ da grediñ deoc’h o deus ankounac’haet yezh o c’ha- vell. An dra-se n’em eus gallet biskoazh kompren. Ne vefe ket kavet ur Gall hag a zeufe en e soñj reiñ da grediñ d’e genvroiz en defe ankounac’haet ar galleg goude un nebeud mizioù na zoken hir vloavezhioù tremenet er-maez a Vro-C’hall. Ha perak neuze ar Vretoned ? »
Re hir e vije bet din displegañ dezhi ar perag. Re hir ha re boanius. Spi am eus evel- kent e tosta bemdez an deiz m’o devo ar Vretoned muioc’h a lorc’h eget a vezh o komz o yezh, ha ma paro ivez war o dremm mousc’hoarzh dispar o lorc’h broadel.

4 a viz Du 1963

Print Friendly, PDF & Email