Traouigoù dudius

— Un oan bihan o taskiriat, damserr e lagadigoù, en e c’hourvez eus kostez e vamm.
— Houidi bihan war ur poull ; hañval diouzh c’hoarielloù bugale.
— Ul labous-ki, a seblant kousket-marv, o kregiñ da c’hrougnal dre e hun.
— C’hwirinadenn gentañ un ebeul bihan.
— Ur gazhez du, tamolodet en heol o paterat d’he c’hazhig gwenn o tenañ.
— War un oabl glaswenn, skourrig hebleg ur saprenn damzu o vrañsellat ur vran.
— Da goulz an neizhoù :
War un hent-karr daou rouzegan. Ar par, c’hwezhet e bluñv, o tañsal hag oc’h ober orbidoù dirak e barez.
— Ul labousig-yar nevez-digloret o skrabañ hag o tennañ eus an douar ur vuzhugennig, o redek kuit ganti, e vreudeurigoù war e lerc’h o klask laerezh dezhañ e breizh.
— Ur c’hi bihan kousket war chupenn e vestr e penn an erv.
— Ur gwiñver o krignat un aval-pin, azezet ken fentus war ur skourr. En-dro deoc’h frond an turkantin.
— Rod vras ur vilin o valañ dour a dro da eon ken gwenn ha bleud gwinizh.
— Ur mell kevnidenn o krapañ gant ur voger wenn un nozvezh m’emaoc’h kollet en ho soñjoù du. N’oc’h tamm ebet brizhkredennour. Padal un elfenn a spi a sav ennoc’h a-daol-trumm.
— Muzik ur gistinenn rous o tifaragoelliñ eus beg ar wezenn : un notennig skañv war bep delienn.
— Gant un devezh avelaj : striv ur big, ur skourrig en he beg, o nijal a-dreuz e klask tizhout he neizh e barr uhelañ an oulmenn du !
— Ul laouenanig o kanañ seder. Ken sonn e lost gantañ, gwintet war beg biñs-tro ur waskerell avaloù.
— Mesper oc’h azviñ (hañval ouzh roz gell), en ur vrousgwezenn hanter dibourc’h. He deil diwezhañ ken flamm ha ma vije bet kuzhet an Heol
dindani.
— Un ebeul bihan o kemer un tamm sukr diwar balv e zorn digant ur bugel.
— Ur bolez o kanañ he lorc’h hag he estlamm dirak he vi kentañ.
— Bilbilh ar wazhig na welit ket gant ar c’hegid.
— Daou vreurig gevell er memes kavell.
— Un neizhad pennglaouigoù o vont da nij. Hini da hini o tiflukañ eus o zoull e moger an ti kozh. O sellout estonet ha nec’het ouzh ar Bed bras. O kemer o lañs war-zu ar vodenn ivin e tu all d’ar porzh.
— Glizh-noz war al lanneg. Antelloù skañv ha diniver ar c’hevnid a seblant listri-hud evit hunvreoù. Pe bleuñv-arc’hant en dro-mañ er lann glas.
— Tri baotrig yaouank-yaouank ‘n o sav war ar skluz. O sellout e melezour flour al lenn o-zri int splujet en dour evel da glask pakañ o skeudenn. Na dudius o gwelout evel tri glesker o neuñv.
— Ur rozenn wenn er mizioù du.
— Dre gan bihan taolenn ar waskerez : gwad an avaloù o ruilhal er penton evel ur froudig dour aour.
— An hini diwezhañ er wezenn. Un delienn rous o krenañ gant an aezhenn (a soñjec’h). Met sede ma krog da ganañ !… Na dudius un delienn a gan !
— Deut zo deoc’h ur froudenn : mont da welout ar wezeg dindan an erc’h. Na dudiusañ taolenn a gavit : ur vodenn gargal glas-du lufrus gant e-leizh a voulloù bihan ruz-tan.
— Un dourredenn vihan : dour boull, traezh melen ha bili gwenn. E-kreiz ar wazhig ur maen kinviek. Diskenn ‘ra warnañ ur foeterig-dour.
A-lammigoù a dro hag a zistro. Gwelout a ra e skeud en dour… Hogen o fouetañ dibaouez ar melezour gant e lost hir eo mildorret an daolenn. Drouk ennañ ez a kuit.
— Petra dudiusoc’h da lagad ur gour eget blev gwenn-kann e vamm ?
— Ken koant hoc’h eus bet kavet e varzhonegoù. Ken fentus e romantoù leun a virvilh m’o adlennit c’hoazh p’ho pez c’hoant skubañ ho soñjoù du.
Nag ho pije karet klevout e vouezh, ur wech en ho puhez.
Ma setu ! O souezh ! Un deiz dre vurzhud ar gwagennoù emañ aze o parlant dirazoc’h.
O dudi. Ar vouezh-se ken flour, ken leun, ken yaouank bepred. Biskoazh n’eo bet flouret ho skouarn gant seurt muzik.
Nag ho poa graet ur fazi o soñjal e c’helle bezañ mouezh raouliet pe c’hwerv ur c’hozhiad !
Hag e soñjit e madelezh an Aotrou o vezañ miret deoc’h evit ho kozhni allazig ur vouezh he dije trellet ho empenn m’ho pije he c’hlevet bremañ zo teir gwech ugent vloaz !

E galleg

Print Friendly, PDF & Email