Tonkadur

D’am c’henderv Batist L…
Kavet gantañ e varv
O vleniañ e garr-tan
Doue d’e bardono !
A-vihanik ‘oa bet techet d’an darvoud.
E donkadur ‘oa mervel dre zarvoud.
Emañ astennet divuhez ‘n e chapel,
Laouen e zremm, evel boaz,
Kousket e peoc’h Doue.
Gwener ar Groaz eo.
Bleuñvenn ebet. Kinklerezh ebet.
Liñselioù gwenn. Pallennoù gwenn. Plaen.
Ur ouel ruz-mouk war Grist ar Groaz.
Ur bod beuz fresk, bet benniget disul,
War un asied gwenn gant dour benniget.
Div c’houlaouenn-goar war elum.
Div regennad kadorioù er gambr teltet.
A-zehoù ar vugale, mantret, mut,
A-gleiz ar gerent. Breudeur ha c’hoarezed
O ouelañ sioul… hag o pediñ,
Mignoned o tont dibaouez. Istimet ‘oa.
E bried du-hont er c’hlañvdi
Etre ar bev hag ar marv ? Gloazet.
Ar mevel kozh trelatet gant ar glac’har
D’e vestr ken karet,
O vont eus an eil kraou d’egile,
‘N ur sachañ ar blev eus e benn.
Pelec’h e kavo repu ? Rak echu eo d’ar menaj…
Ar pevar bugel o deus micherioù all
Ne garent ket an douar.
O zad, eñ, ‘oa unan eus karourien an douar,
Eus ar rummad-se o vont da get.
Roet en deus d’an douar
E holl nerzh, e holl vuhez.
Warc’hoazh ‘vo diskennet e gorf divuhez
E kalon an douar binniget,
Da c’hortoz an dasorc’h.
E ene, spi am eus, zo nijet dija
D’an diskuizh peurbadel,
E paradoz an Aotrou.

Ebrel 1965

E galleg

Print Friendly, PDF & Email