Teñvalded

Na loar na steredenn
Met koumoul liv-ludu
Riv am eus en noz du
Gervel ‘ran va steredenn
‘Vel un den en harlu
— En e Ene trefu —
O ouelañ d’e Vamm-Vro,
Peur e teuio va steredenn en-dro ?

Du 1970



 


« »