Taolenn Paotrig ar C’hreisteiz

A-bouez e zorn e skabell-bleg
Edan e gazel e varc’h-koad
Krapet eo Paotrig ar C’hreisteiz
Dre wenodenn ar brouskoad
Ha ‘n em staliet war lein ar roz.
… P’edo o tistreiñ da serr-noz am eus gwelet e daolenn :
Teir sikamorenn ar gribenn
Berr-fustet ha toget ledan.
Kreiz-etre ar gwez : pradoł glas ar saon.
Parkoł beskellek, o Ed o velenañ
Hag ar bourkig o tommheoliañ a-grap an dosennig.
Tour an Iliz o troc’hañ krommlinenn an dremmwel,
A sav sonn en Oabl glaswenn ur c’hreisteiz hañv
Tiez munut ar rakvourk o tifaragoelliñ
Betek hanter grav Mouf-mouf (ul lesanv)
Evel da guriuziñ gouerig Gwazhilioł.
— Da belec’h e redez-te ken herr ?
Mont a ri war da benn el Leger !…
Mall he deus ar wazh da guzh he mezh :
Saotret he dour boull o tremen ar poull,
Gant lisiv ha… latennoł ar c’hannerezed…
… An teir sikamorenn, int a zo laouen
Rak sur da chom bepred glas
Ha da vevañ pell, pell, pell
War daolenn « Paotrig ar C’hreisteiz »

12 a viz Gouere 1964

E galleg