Tan o tasorc’hiñ

… Ar Vamm-gozh a vorede
O krenañ gant ar riv
Damvarv ar regez en oaled
Goloet gant uloc’henn al ludu klouar,
Bugale a zeuas tre,
Bugale piv ?
Ne vern. Bugale atav furch-furch !
Merzout a rejont ar vegin : violoñs iskis !
Ha gant jestroù diampart
‘N em lakajont da c’hwezhañ
Da c’hwezhañ, da c’hwezhañ…
Ma save an dumenn war dum ar siminal.
Ar regez a ruzias.
Dizale e tarzhas fulennoù steredheñvel.
Spered an tan a zihune
Gant aezhenn ar vegin
ha… c’hoarzh ar vugale…

Gouel Itron Varia Drugarez



 


« »