Skuizh on

Follennig wenn he selloù doñv
Astennet gouzañvus
Debron dit d’am flourigoù
Skuizh on
Kleuz va fenn
Ha gourd va dorn
Va Spered morzet
Dianket va Ene
Nann. Na skrabin ket fenoz
Skuizh on
Mont ‘ran da Goad ar C’housk
Da guntuilh bleuñv an hun
Ken arc’hoazh
Follennig doñv
He selloù gwenn
Skuizh on

1966







« »