Segal

Skeudenn Nevez-Amzer
Aet eo Meurzh ‘tu-hont d’an hanter :
Avel skarin. Treut an amzer.
Ruz ar parkoù, al lannoù
Netra c’hlas er maezioù
Nag an danvez foenn, nag an danvez bara
Netra c’hlas, netra
Netra nemet ar segalegoù
Ar parkoù tort ouzh tor an dorgenn
Ar segal graet gantañ goap ouzh ar goañv
Ar segal dilezet, ar segal disprizet
— Gant ar juloded —
Ar segal trevad an douar paour
Trevad ar paour
Ar segal glas o c’hoarzhin
Ar segal seder o kanañ
‘Vel ma kan ar paour
E baourentez.

Meurzh 1964



 


« »