Santez Mari

Santez Mari Mamm Doue,
Mirit din ur galon bugel,
Glan ha boull evel ur stivell,
Ur galon eeun ha reizh
Na dañvao morse an dristidigezh.
Ur galon emroüs,
Tener ha trugarezus,
Ur galon feal ha brokus
N’ankouazho ket ar mad,
Ha na zalc’ho ket a zroukrañs.
Graet din ur galon izel hag habask,
Karantezus hep bezañ e gortoz a retorn.
Laouen da lezel ‘n ur galon garet
Al lec’h kentañ gant ho Mab.
Ur galon uhel ha didrec’hus,
N’hello dianaoudegezh ebet he serriñ.
N’hello diseblanted ebet he diviañ.
Ur galon breet gant Klod ar C’hrist,
Gloazet gant E garantez,
Ha na bareo he gouli
Nemet en Neñv.

[1963 ?]

Print Friendly, PDF & Email