Prosesion Noz

… Noz kuñv. Miz Mae.
Arlivioù amzivin
E skleur abaf al Loargann.
Sorennet an Douar
‘N e ballenn klouar.
Moredet ar gwez
‘N o mantell nevez.
Divi gant kanoù karantez
Al laboused a hun.
Ha me ‘hunvre
Ha me ‘rambre
Trellet gant frond al lireu
Hag an avalenned e bleuñv.
… Du-hont, pell, war lein ar Run
‘Kreiz ar balan o bleuñv loar
Petra ‘gantre ?… Divent, ramzel
Trolinennet war an dremmwel
Steudad iskis skeudoù espar
— Un ambrougadeg vut
Tasmantoù pe dud ?
Pirc’hirinded ur santual ?
… Bez’ o doa Ti aze gwechall
Fiakr, Herbot, Magloar, Tual !
Kouezhet int-i ‘n o foull pell zo
Hag aet da hesk o stivelloù
O Sent va Bro !
O tud va Bro !
Na me ‘hunvre. Na me ‘rambre
Ambrougadeg va skeudoù du ?
En deiz : pinennoù Roz-Pabu…

5 a viz Mae 1966

E galleg

Print Friendly, PDF & Email