Prizonidi

I.R.A. A.R.B. : Ira hag Arbe
Am eus o anvet.
Er solier am eus o c’huzhet
Hag o magañ rekis
E kuzh eus ar chas
Va frizonidi bihan…
O ! Ne reont ket a viloù
Betek-henn. Setu o c’hoarioù :
C’hoari boulloù, ruilhal-diruilhal
Ar patatez-had o c’hlazañ
War solier an ti kozh.
Sellet dre doull ar c’hazh
Ouzh petra ? Ouzh ar Bed bras ?
Marteze. Met c’hoazh
Ouzh o mamm Chouchenn
O tont daveto gant ul logodenn.

22 a viz Du 1972

E galleg

Print Friendly, PDF & Email