Preder

Va-unan ! — ‘vel bemnoz — sioul an ti.
Va-unan gant pouez va soñjoù
Va soñjoù o klask ur c’han da c’horreiñ
Ha da vleuniañ.
Preder…
Selaou ‘ran. Klevout ‘ran :
Mouezh an tan : va c’henseurt bemnoz.
Ha n’on ket deuet a-benn c’hoazh
Da intent e yezh :
Bemnoz disheñvel.
Gwech e seblant ur bedenn : pedenn an oaled
aoter sakr an ti.
Gwech e kav din eo kan.
Gwech eo klemmvan. Pe kroz. Pe hirvoud…
E vogidell c’hlas o sevel ‘vel un ezañs
Dre gan du ar siminal,
Da ‘n em goll en noz du-dall.
Tarzhadennoù rusk ar c’histin pe an Elo o
strewiñ fulennoù ruz steredheñvel.
Flammennoù glas an haleg sec’h o sevel
uhel ha laouen.
Flammoù melen-aour ar Fo ‘vel bannoù heol
o koroll, o koroll ‘n ur ganañ.
Arouezioù hor menozioù bemdez o kemmañ.
Padal. Kalon an derv aet da c’hlaou ruz
a chom bev betek ar beure, sebeliet el ludu…
— Ha pad’ a ray Feiz ar Gelted en o Flanedenn
betek ar beure ?
Preder…

25 a viz Here 1964

E galleg

Print Friendly, PDF & Email