Pourmenadenn Gwernachanae

D’an arzour yaouank Peir Simona.
Div eur. Dour-bil. Ne zeuint ket.
Ma ! Gwell a se !
Re drist eo dremm va bro dindan ar glav
Hentoù kailharet. Gwez noazh o ouelañ dourek
War doufleziadoù drez ha lastez.
Louet an oabl. Louet ar vein.
Pennoù teñval. Mouzhet. Rec’het.
Ar glav a dav. Trouz ur c’harr.
Setu int. Ha ni en hent. Arzourien int o weladenniñ
Breizh… Mein Breizh. Dismantroù Breizh.
Eskern, relegoù an tremened
Hiziv, Gwernachanae : Maner-Meur ar Goadmoc’hanted
Gwechall.
Hentoù moan. Plegioù krenn. Spern-du a bep tu o bleuñv
O vleuniañ abaf ha rividik.
Bleuñv skañv… ful-erc’h.
Ar C’hozh-Varc’had. Ti-kozh Lafayette.
Ar gar. Ur c’hrav sonn. Pilieroù mein.
Rubezenn, tuchenn noazh, gwelva digor
War venezioù Are. Bre. Hogene, ar menez ruz :
Gwalenn-gein ar vro
Ha tourioù. Tourioù tro-dro.
Pilieroù mein adarre. Un alez derv ha kistin :
Run-Riou… Va c’halon a drid :
Maeronez. Kendirvi kozh-Noe. Kozhiaded serzh ha seder :
Karourien an douar
Ar ouenn-se o vont da get « Les derniers hommes libres ».
Arrebeuri kozh. Daou c’hant vloaz ?
Ouzhpenn… tri bloaz. Tri bloaz-pad
En doa labouret ar micherour (kent-arzour) en ti va zad-you-kozh,
Ha teurgnet gwerzhidi, rodoù-heol :
Stered en ivin hag en derv.
Un armel vihan e-kreiz al listrier :
Armel-sakr e-pad an dispac’h bras.
Hendraoù dellezek a zoujañs…
Kalvar Sant-Yann adsavet. Ar feunteun.
Mein war vein. Mein bras ponner.
Ur biramidenn vein, warni ur sant
Yann bugel, bihan, mistr, koant :
Ael hep divaskell. Enebefed iskis
Gant ar vein benet-fraost en-dro d’ar feunteun.
‘N ur park ur savadur mein.
Mentek. Krenn. Toenn volz mein geotennet :
Ar c’houldri. Pilieroù c’hoazh.
Un alez etre div regennad gwez-fav.
Hanter an alez ! Stop !… Ur gazeg a dreuz
An hent d’ar c’haloup war-zu ar c’hoad.
Ur gazeg yaouank. Kreñv. Balc’h.
Digabestr ha dishual : Epona !
Strinket ar ger eus teir galon…
Ur wazhig dour boull a ziver e laouiri bras divent.
Mein bepred.
Ar Maner Meur ! Aner e ziskrivañ
Anavezet gant Breizhiz. Emañ e skeudenn e levr
Istor Breizh.
Arz hag ijin. Meurdez ha kempouez.
Kened ha padelezh.
Ene Breizh !
(Hent an distro)
Milin ar Pont-Meur. Chapel Sant Jili.
Ha tiez, tiez, tiez oc’h aloubiñ ar maezioù !
Tiez simant-houarnet : kasedoù domino
Bouestoù madigoù livet glas ha roz,
Bitrakoù. Breizh gallekaet.
A ! Va Breizh ! Petore louzoù-kousket
A zo graet dit kemer gant Bro-C’hall ?
Kousket eo da ene
Kousket eo da ijin
Kousket da arz
Da awen…
Dindan vein louet.
Poent eo dihun ! Va bro garet
Poent eo dihun !
Emañ hiziv Sul Fask

Mezheven 1965

E galleg

Print Friendly, PDF & Email