Porno ? ! ?

Bez’ zo kailhar ha kailhar.
Bez’ zo kailhar eo gouest an dour da walc’hiñ
Bez’ zo kailhar eo a-boan d’an tan en ober
Kailhar pusun ur skritur
War ur bajenn hollc’hlan.
Glaour ha lin brein
War ur follenn hollwenn.
War ar paper gwerc’h bremañ gwallet.
O tougen arouezioù ar vezh, ar pec’hed.
Divergontiz ha pistri marvel
Ar gwashañ si. Ha mervel ‘ray laouen
Ar bajenn werc’h gwallet
E flamm an tantad.
Ne chomo outi nemet ur vrizhenn ludu.
Testeni eus an drama.

11 a viz Du 1979







« »