Pirc’hirinded

Deiz kentañ ‘Veurzh — unnek vloaz zo —
E ran gant doujañs bep bloaz
Va firc’hirinded da gorn ar blasenn.
Ur vunutenn sioul : amzer ur Bater
E memor ouzhit, keneil
Falc’het trumm en andred-mañ.
… En andred-mañ ?
Kollet on ?… N’eus mui netra
Na hent. Na gwenodenn.
Na kribenn. Na tosenn.
Nag alez. Na kleuz. Nag ode.
Na lann. Na balan.
Na drez. Na brulu.
… N’eus mui ur c’heotenn
Relegoù kammvac’het :
Gwrizioù an dervenn gozh diframmet :
— Izili tarzhet —
Faselloù mein benet, strewet er gouelec’h
Traezh ha mein. Mein ha traezh.
Ur sac’hara !
O keneil, keneil kozh : ma welfes !!!
An Apokalips…

1añ a viz Meurzh 1969

E galleg

Print Friendly, PDF & Email