Petra ’dalv’ ?

— Ha petra dalv’ dit, va breur
sevel kent gouloł-deiz da glevout an oferenn vintin
ma chomez goude da straniñ, da evañ ha da
zispenn da nesañ ?
— Petra dalv’ dit, va breur
ober profoł brokus d’an oberoł-mat
ma eo gant arc’hant gounezet re aezet diwar-goust
da vreudeur o deus diouer outañ ?
— Petra dalv’ dit, va breur
ober prezegennoł a-zivout Emglev ar Broadoł
ha kenunvaniadur ar Pobloł
ma n’out ket gouest da vevañ en peoc’h gant da
amezeg… ha marteze gant da wreg ?
— Petra dalv’ dit, va breur
mont e pirc’hirinded da santualioł brudet
e penn pellañ ar Vro pe ‘n ur Vro estren
m’emañ e toull da zor chapel gozh da
sant paeron o kouezhañ en he foull ?
— Ha petra dalv’ din-me, me, glabouserez, barn
da oberoł diwar ar blouzenn a welan en
da lagad
Pa wel ‘michañs ar Barner Meur un
treust en va hini ?

30 a viz Du 1964

E galleg



 


« »