Pesk-Ebrel

An deiz kentañ Ebrel… Glav a rae deus ar beure, ha ne oa ket a voaien da stagañ kezeg, ha da bad’ er-maez da seurt evel ‘oa dleet. Pa oa graet deus al loened hag ur bitrak bennak tro an ti ‘oa deuet ar baotred d’o addijuniñ, an tad hag ar mab paotr yaouank. Ar vamm hag ar verc’h ‘oa ‘n em glevet a-benn neuze da dapout ar baotred da « besk », mar galljent ober. Ar mab henañ ‘oa dimezet er bloaz a-raok hag aet da derc’hel menaj ivez ur c’hardlev bihan deus ti e dud. Ar c’houlz a oa da lakaat yer da c’horiñ hag ar verc’h-kaer he devoa c’hoantaet ûoù houidi. Bet e oa d’ar Sul, ‘n ur redadenn, o lâret miret dezhi div dousenn, pa oa chomet div yar war o neizh. Setu ma lâras Madelen, ar verc’h, d’ar baotred :
« Ma, pa n’eus ket a voaien da vann ebet er beure-mañ, ma vije aet unan ac’ha- noc’h da gas an ûoù houidi da Vari ?
— N’eo ket me bepred a zo o vont pe em bo friket anê tout a-benn ‘vezin arru gant ma marc’h-houarn rak me ne c’houlennan ket mont war ma zreid gant ar baner pe ‘dapin al lesanv a “Lom ar baner”, ‘lâras Frañsoa.
— O, eme an tad, me avat am eus amzer a-walc’h da se hirie ha war ar memes tro a welin hag ebeuliet eo ar Vijou. Peogwir Madalen a welan zo ‘n em lakaat da wriat, ha te Fransoa, ma karez, a ri un toullad skilhoù en disc’hlav. »
Ha Job da glask e chupenn lêr ha tius hag en hent gant e banerad ûoù. « Diwall da derriñ anê, tata ! Doug anê plaen », a lâre Madelen ar plac’h futet, poan dezhi o harz c’hoarzhin. N’ouzon ket hag an dro gentañ ‘oa da Job da dougen ur banerad ûoù, met na oa ket stummet gwell vat bepred ha mil aon ‘n devoa d’o zerriñ. O tremen Keriou ‘oa lâret dezhañ antren da evañ ur chopinad gant e filhor. « O na antrein ket hiziv, emezañ, rak pres ‘zo warnon… » N’oa ket gwir ‘met mall en devoa d’arruout e penn e hent gant e samm trubuilhus.
Pan erruas e ti e vab ‘oa c’hoazh an dud eus taol oc’h echuiñ da zebriñ oc’h addi- juniñ. Jakez, an devejer kozh oa gante hag Anton deuet da welet an ebeulez vihan.
« Sell ! Tata ! eme Ifig, petra zo a nevez ? Tostait da azezañ bepred, ni n’omp ket gwell abred hiziv gant hon frejoù rak ‘vit an noz eo ebeuliet ar Vijou hag omp chomet ‘vit ar beure da ziskuizhañ un tamm pa oa sampar al loened.
— Kouezhet mat on neuze ‘vat, e oan o soñjal end-eeun er gazeg ‘vit an devezhioù. Ha ma feiz ma oa fall an amzer, ar merc’hed a vanke dê digas ac’hanon d’ober ar “gomision”-mañ evite. Sell Mari amañ emañ an danvez houidi !…
— Boen ma zad-kaer, ez an da reiñ ur banne “hini du” dac’h hiziv pa eo mat an traoù tout. »
Ar baotred a grogas gant kaoz ar c’hezeg evel kustum ha kaoz an amzer hag al labou- rioù. Mari, pa oa diskennet ar c’hafe, a yeas da gregiñ er baner d’he goullonderiñ e-sell da lakaat an ûoù ‘n ur beñsel all da c’hortoz an noz d’o lakaat dindan ar yer gorerezed. « Oc’holla ! ma zad-kaer, c’hwi zo ûoù « drol » ganeoc’h avat !
— Petra ? eme Job, torret int ? Fidambie ! me m’eus douget plaen ar baner-se kouls- koude.
— Torret ? N’int ket laouen, ar re-mañ zo ûoù diaes da derriñ, eme Vari. Petra ma zad kaer na pa ket soñjet ‘oa hiziv : Pesk Ebrel ? Div dousenn patatez zo deuet ganeoc’h !…
— O mallozh toupenn ! eme Job, tapet on ‘vat ! Ma ! Biskoazh kemend-all ! Talvezañ ‘rae ar boan din dougen ken plaen all ma faner, ya da !… » Hag an holl da c’hoar- zhin evel-just…
Un tamm paper bihan ‘oa da heul an ûoù graet gant Madelen hag ‘oa merket warnañ : « Na vezit ket feuket. Me ‘arruo emberr gant an ûoù : Madalen. » « Un tamm skiant-prenañ ! eme Job. Ma karjen bezañ sellet petra ‘oa er baner na oa ket erruet an dro ganin. »
Jakez ‘oa aet da welet penaos ‘oa kont gant ar champolu bihan ha n’en devoa ket klevet ar gaoz, setu ma lâras Anton, ur paotr seder eñ ivez :
« Ma ! Ma vije esaet tapout Jakez da besk ivez, n’eo ket re ziwezhat c’hoazh.
— Daoust, eme Job, hag-eñ vezo ken sot ha me ivez ?
— Petra Jakez, eme Vari, aet a vijec’h a-walc’h betek Keriezou, pa n’eo ket brav labourat, da gerc’hat din un dousenn ûoù da lakaat da c’horiñ ? Ma zad-kaer ‘n eus ket digaset nemet un dousenn ûoù houidi gantañ ha, ma feiz, pa ‘m eus div sklo- kerez am eus c’hoant da gaout “ras” diwar yer bihan “moualc’hi” zo e ti Jos Keriezou, ar re, ‘ouzoc’h a-walc’h, a vez bep mintin o kanañ ken brav : Kikilikili !…
— O ! eme Jakez ma n’eus ‘met se ‘vit ho servij, Mari, me zo prest da vont d’ober an dro-se evitoc’h ha c’hoazh na vezin ket pell avat !…
— Boen ! neuze Jakez ez an da lakaat un dousenn ûoù all er baner da gas da Jos, kuit a baeañ. »
Ha Jakez en hent ‘n ur ruzañ e votoù ‘vel kustum. Anton ‘n devoa poan harz c’hoarzhin ‘vel-just o klevet Mari lâret d’ar paotr kozh dougen plaen e baner gant doan da derriñ an ûoù, rak na ‘m eus ket ezhomm da lâret hiroc’h dac’h. Divunet a peus : un dousenn batatez ‘oa e paner Jakez !…
Pa erruas Jakez e Keriezou ‘oa Jos o peilhat patatez da lein, hag eñ d’ober de’i e gefridi ‘vel-just.
« Tostait a-raok bepred Jakez hag azezit da ober un diskuizh, me zo ‘vont da dommañ deoc’h ur bannac’h kafe da c’hortoz ar mous bihan da serriñ an ûoù. Erru oc’h gleb-mat, Jakez.
— Ya ‘vat, eme Jakez, ober ‘ra un amzer hiziv. Ma, n’am eus ket torret ma ûoù c’hoazh ?… »
Ha Jos da zigeriñ ar baner dres pa oa Moris bihan oc’h arruet gant e gasketennad ûoù yer moualc’hi.
« ‘C’holla ‘vat Jakez !… Petra n’an oc’h ket ‘n em dromplet a baner.
— Nann avat ! Petra zo ?
— Patatez zo er baner n’eo ket ûoù !… Hañ ! hiziv emañ deiz Pesk Ebrel !…
— Damen e vo kordegard kribinoù an Diaoul !… eme Jakez. Tapet on ‘vat !… C’hoazh a lâre ar chuchuenn-se din teurel pled d’ar baner. Ar poezon !… Bremañ souden ‘mañ ‘vont da glevet he Santa-Maria ‘vat : ober seurt troioù d’un den kozh !…
— Ba, ba, Jakez, n’it ket da fuloriñ. Se n’eo mann ebet, me ‘ya da hopal ar paotr kozh ac’hann da zont da evañ ur bannac’h kafe ganeoc’h hag ur bannac’h alambig e-barzh. »
Ha tremenet fulor Jakez.

[1961 ?]

Print Friendly, PDF & Email