Perak ?

Damant ebet n’o deus da gaout
Ar re-se a vale war bavezioù kêr.
Damant ebet da lazhañ na da c’hloazañ
Boudoùigoù bev fiñvus pe difiñv.
A ! Na damant am bez-me, da bep kammed
Damant da flastrañ, da frukañ
A-hed ar wenodenn, pe ‘dreuz ar park
Boudoùigoù uvel dindan sol va zroad !
Ar c’hwil-glas souchet er spoue
Ar verionenn vunut o treinañ
Gant mil boan ha mil ijin
Ar verr-blouzenn d’he c’hrugul
Bleuñvigoù koantik damguzhet el leton
O strivañ da zigeriñ o c’halon d’an Heol.
Seblantout ‘ra din klevout o c’hlemm :
— Perak ‘ta, Aotrou, n’hoc’h eus ket roet
Divaskell d’an Den ?
A ! Na ponner eo warnomp pouez e droad !

6 a viz Mezheven 1972







« »