Penn-kalet ?

Kalet va fenn ?
Naren !
Re wak atav va c’hlopenn
Da warez’ va empenn
Treuzet-didreuzet bemdez
Ken didruez
Gant mil bir ha mil draen
Ken lemm — a Krist — ha spern ho Kurunenn

Mae 1968

E galleg







« »