Pedenn evit ur Bloaz nevez

An 72vet

Doue ! Tad an Hollved
Ha Tad an holl Voudoù
Spered ha materi.
Hiziv selaouit m’ho ped
An disterañ eus ho Pugale
A gan deoc’h e don he c’halon
He Levenez da vout bev bepred…
Dirazoc’h ‘vel ur bugel dirak e dad
Hep Anken na Disfiz
E krogan gant ur bloaz nevez.
Petra ‘vo ? Etre ho taouarn emaon.
Doujus ? Ya ! Sentus ? Naren…
Hogen ra vezo graet ho Youl
Ha ra ziskenno war va c’hozhni ur begad Furnez
Evit ma ne vo ket aner ha goullo va amzer
Roit din karantez ha sklêrijenn
A-walc’h da lodenniñ etre ar re a zo o
strebotiñ hag o tastornat war an Hent
An Hent-se ken strizh a gas d’ar Peurbad.
Amen

3 a viz Ebrel 1976

Print Friendly, PDF & Email