Pa dec’h an Awen

… Awen ! Awen ! Merc’h an Neñv !
Perak ‘ta e tec’hez ?
O ! Selaou va garm
Hepdout ar Vuhez n’he deus nep karm
Hepdout on bouzar ha dall
Ne welan ‘met ur skleur
Ne glevan ‘met ur sourr
Ne veizan ket yezh ar boudoù
Anv ebet ne gavan
Da livioù an oabl hag ar mor
Anv ebet ne gavan
Da furmioù ar glenn
Hepdout e chom mut pep boud
An delenn veur na dasson mui.
Awen distro… Selaou va garm
Distro, me ‘aozo dit un tron
E derez uhelañ va c’halon
E-harz da dreid me ‘azezo
D’az selaou o komz
Hag o kanañ

5 a viz Here 1965

Print Friendly, PDF & Email