Noz an Anaon

Anaonoù va C’henvroiz
O kantren hoc’h anken fenoz
Dre wenodennoù ar menez
Dre hentoù don an Argoad
Ha war aodoù ar mor
Anaonoù va C’henvroiz
O kantren en noz du
Fenoz c’hwi ‘glevo a bep tu
O c’hwibanat en avel
T.D.B.-ed Breizh-Izel
An noz du a zo dezho
An noz-se a c’hano un deiz
Ar Beure gwenn hirc’hortozet
Beure meur ar « Gwenn-ha-du »…
Anaonoù va Hendadoù
M’o c’havit war ho Hentoù
Roit ho Pennozh dezho
Int ar Yaouankizoù
O deus gwintet ar Samm
War o divskoaz nerzhus
Int ar Re a skubo ar Vezh…

Du 1968

Print Friendly, PDF & Email