Notennoù diwar-benn ar barzhonegoù

Divizet hon eus (Mignoned Anjela) chom hep lakaat arouezioù bihan o kas d’an notennoù e-mesk ar barzhonegoù. Soñjal a rae dimp e vefe hegaset al lennerien o welet niverennoù pe steredennoù bihan amañ hag a-hont e-mesk ar gwerzennoù.

Da gentañ eo bet savet an notennoù gant Jelvestr Jardin. Keñveriet en deus kaieroù Anjela Duval gant ar barzhonegoù bet embannet e-barzh ar c’helaouennoù Ar Bed Keltiek (ABK), Al Liamm (AL), Barr-Heol (BH), Hor Yezh (HY), Skol, hag an dastumadoù Traoñ an Dour (TaD) ha Kan an Douar (KaD), ha notennet ar c’hemmoù etreze. Evit ar barzhonegoù hep deiziad ebet en deus displeget e pelec’h e vezont kavet er c’haieroù.

War-lerc’h int bet reizhet ha klokaet ganin hervez testennoù dornskrivet Anjela Duval. Keñveriet  ‘m eus pep barzhoneg gant ar stumm a gaver e kaieroù ar varzhez, pe war follennoù-distag (fiziet e Mignoned Anjela gant Ronan Koadig). Ar stumm a gaver el levr-mañ eo hini ar c’haieroù hag ar follennoù-nij-se, dre vras.

Deus an tu all o deus tud Llyfrgell Genedlaethol Cymru (Aberystwyth) kaset dimp luc’heilennoù barzhonegoù zo, hag a zo e-touez paperoù Roparz Hemon. Ur * zo bet lakaet e-kichen titl ar barzhonegoù-mañ en notennoù. Pa oa kemmoù etre stumm ar c’haieroù ha hini ar barzhonegoù bet kaset da Roparz Hemon em eus lakaet al lizherennoù LGC (Llyfrgell Genedlaethol Cymru).

En ur geñveriañ an holl stummoù-se deus ar barzhonegoù e tamweler peseurt doare kenlabour a veze etre Roparz Hemon hag Anjela.

Da gentañ e veze lennet ha reizhet barzhonegoù Anjela gant an Ao. Klerg. War-lerc’h e veze kaset reoù zo da Roparz Hemon (dre hanterouriezh Ivona Martin, peurvuiañ). Hemañ a reizhe anezhe a-raok embann anezhe e-barzh ABK (reizhañ a rae ar poentadur dreist-holl, met gerioù zo ivez, pe un titl memes, gw. « Ne gavan ket plijus »). A- wechoù (ral-tre) e vezent reizhet dija gant Ivona Martin. Met a-wechoù ivez e kase Anjela, war baper-distag, un dornskrid disheñvel deus ar stumm a vire-hi en he c’haieroù.

An diforc’hioù stumm etre barzhonegoù ar c’haieroù ha re ABK a c’hall, neuze, bezañ displeget evel-henn :

  1. Peotramant int bet kemmet gant Anjela Duval hec’h-unan,
  2. Peotramant int bet kemmet gant Roparz Hemon (pe Ivona Martin) en ur brientiñ an embann.

Dedennus eo menegiñ amañ pezh a skrive Anjela Duval da Roparz Hemon d’an 8 a viz Mae 1963 : « Boaz on da gas d’an Dimezell Martin an nebeud gwerzennoù a dremen dre sil an Aotrou Klerg. Brasoc’h e vez ar bern pell eget ar bern greun gantañ… »

Ouzhpenn-se zo bet lakaet arroudennoù zo — o tennañ d’ar barzhonegoù —, bet kavet e-barzh lizhiri Anjela. Trugarekaat a reomp Kuzul ar Brezhoneg (lizhiri da Roparz Hemon), Unvaniezh Bro-Dreger (lizhiri d’an Ao. Klerg), mab Drezen (lizhiri da Youenn Drezen). Trugarekaat a reomp ivez Vetig an Dred, Charlez ha Chanig ar Gall, Ronan Huon, Paule Koadig ha Fañch Morvannoù.

Corinne ar Mero

 

En koun eus va zad

« ‘Voe ganet ur mabig » : « E c’hanas… » er c’haier.

« Ar mabig daoulagad glas-gwer » : netra amañ war ABK. Kavout a reer « Ur mabig daoulagad glas-gwer » uheloc’h avat (etre « Ar mab henañ » hag « Hag e voe anvet Erwan »).

« Ken ‘voe savet ar vugale » : « ‘oa », ABK.

« ‘Voe ganet ivez ur mab » : « E c’hanas… » er c’haier.

« Maria ‘oa bet anvet : Maria-Adela » : « Maia », ABK.

« Un ene ken kaer » : « ine » er c’haier.

« Pa ‘devoa bet dek vloaz » : « P’he devoa », ABK.

« Andon ar vuhez a darzhas adarre » : « a strin- kas », ABK.

« Ha d’an daou bried oadet» : « n’oajet » er c’haier.

« ‘Voe ganet c’hoazh ur verc’hig » : « E c’hanas… » er c’haier.

« ‘Oa oadet-bras va zud » : « n’oajet » er c’haier.

« Pa ‘devoa nemeton » : diank, ABK.

« Ha me ‘rank derc’hel da vevañ…/ Em eñvo- rioù » : diank war ABK.

« Met va c’halon c’houllo » : « c’halon goullou » er c’haier.

« E voe ganet va zad » : « oa », ABK.

Koun

« Soñjet am eus ennout hiziv :/ Peogwir emañ da ouel : Sisil !… » : lakaet « A-hed an deiz em eus soñjet ennout, Sisil !/ Peogwir ez oa da ouel hiziv », ABK.

« Gant ur c’hleñved dibardon » : « hep pardon »,

« Te, va c’heneilez Pask Kentañ,/ Ha va mignonez plac’h yaouank » : skrivet da gentañ « c’hamala- dez »  div  wech,  goloet  gant  « c’heneilez » ha « mignonez » da c’houde.

« Nebeut  a  dra  a  chom  koulskoude   ganin » :

« Nebeut a dra koulskoude/A chom  ganin-me », ABK.

« Kemmañ dezhi he lec’h » : « Eskemmañ », ABK.

« Betegoût ‘vije bet marvet » : « Gant aon na varvfe », ABK.

« Eus ar pezh a oa  bet dit » : « bet »  diank war ABK.

Dienez

« Eus va diouer ne reont forzh » : « dienez », ABK.

« Rak hini ‘nê ne gompreno » : « Rak hini ‘nezho ‘gompreno » er c’haier.

An dibab

Deiziad ebet er c’haier. Etre « Priedoù », troet d’an 13.2.62, ha « Trivliad », savet d’an 19.5.62, e vez kavet. E c’heller soñjal eo bet savet etre an daou zeiz-se eta.

Ar suilh-raden *

« ‘N ur   rostañ   ‘n   traoù   bep   ma tremen » :

« suilhañ », LGC.

« ‘N avaloù-douar erru kaer » : « dija », LGC.

« Trubuilh war drubuilh da Fañch Kouer » : « ‘vit », LGC.

Rosa canina *

An titl eo anv latin ar roz-ki. War KaD e voe lakaet « Rosa carmina », ar ger diwezhañ-mañ o talvezout kement ha « barzhonegoù » e latin.

E-tal an tan *

« Dre m’on a-viskoazh douget » : « ‘maon » er c’haier, « Rak, dre eurvad, on douget » war ABK (LGC evel war ABK).

« Da luskellat va foan » : « doan », ABK.

« Ni ‘ankouaze hon foan », LGC (hag er c’haier) :

« Ni ‘ankouazhe hor poan », ABK.

« Met un deiz “tra burzhudus !” / Nijet eus Iwerzhon/Heklev ho sonioù marzhus/A zihun va c’halon. » : « Met heklev sonioù marzhus/Nijet dreist ar mor don,/ En deus, o tra burzhudus !/ Dihunet va c’halon. », LGC.

« Eus  netra ne ran  van », LGC (hag er c’haier) :

« Ouzh netra ne ran van », ABK.

War follenn LGC, e-krec’h ar bajenn (bizskrivet) :

« Barzhoneg savet gant Anjela Duval. Ton savet gant Fañch Danno » ; e traoñ ar bajenn (diwar dorn Anjela Duval) : « D’ar Breizhad kadarn : Roparz Hemon, an aozourien gant azaouez. »

Avaloù

« Rak hejañ ‘ra herr dra ma c’hell » : evel-se er c’haier ha war AL « her dre » a vefe reishoc’h skrivañ moarvat.

«A ruilh gant ar bantenn » : « Hag e  ruilhont »,

AL.

Gouel an Hollsent

Un eil stumm a gaver er memes kaier (kaier 6), hep deiziad, laket etre « Goañv » (hep deiziad, tre goude « Nevezadur », savet d’an 9.1.63)   ha

« Koraiz an Evned », savet d’ar 5.2.63 :

« Teñval an oabl…/ War-nes gouelañ daeroù yen./ Kleier Tregrom o tintal glaz an Anaon/Lamm-dour ar skluz o hirvoudiñ/’Vel klemmvan an avel bremaik/E bannwel-noz Gouel an Hollsent// O tremen ar Pont-Kozh e choman a-sav/— Du an dour, hag izel, ha marv/Rak serret eo du-hont, a-dreñv an dosenn/Stankell vras Kernaskirek. [evel-se]/ — O tont eus pleg Koad Keravel/War-eeun da vilin gozh Kernoterioù/ Emañ (ruban voulouz du ledan)/ Al Leger o tis- kenn war he flaen/Etre an daou brad hir touzet-berr/Dindan gward ar pupli uhel hanter- noazh/En ur charreat goustad, goustad/ Strolladoù delioù rous ha melen.// E tu traoñ d’ar Pont emañ ar biez/Ken sioul ha ken difiñv/Dastumet warnañ ar bagoùigoù delioù/ Evel ur morad Eneoù/Treizhidi ‘vit ar Peurbad/O c’hortoz an noz da dremen ar skluz.»

Hirnezh

« Diskuizhomp ur momed » : « Ehanomp », AL.

« Frond treantus ha mezevellus » : « Frond trean- tus, frond mezevellus », AL.

« Dre wenodennoù an Eñvor » : « Dre wenodenn an eñvor », AL.

« Emañ Diskar-Amzer va buhez » : « Emañ » diank war AL.

« Pebezh Tonkadur hon hini ! » : « planedenn », AL.

« Eil stumm » zo bet laket e-kichen an titl er c’haier. Un adstumm, moarvat ar stumm kentañ, a gaver er memes kaier (kaier 6) etre « Rosa canina » hag « E-tal an tan » :

Frond treantus, frond mezevellus/Ar raden nevez-droc’het/’N ur hilligañ va fronelloù,/ Zo aet betek va empenn ;/ — Ha setu me krog da hunvreal,/ Da rambreal… Va spered o kantreal/Dre wenodennoù an eñvor.// War va brec’h falz ha forc’hell,/ Em dorn ur radenenn,/ Mistr ha skañv ‘vel un dantelezhenn/War vord ar park ec’h azezan/(Ur momed da ehanañ)/ E brizhheol ar gwez kistin./ — Ha bremañ e tremen dirazon,/  Evel  war  ur  skramm  trellus,/  Va

yaouankiz aet e-biou…/ Ha gant hirnezh e soñ- jan/En amzer dremenet/Na zeuio ken en-dro./ Emañ diskar-amzer va buhez !// — A! Radenenn gell-aour !/ Arouez an douar krin ha paour./ Na me ‘garfe bout eveldout/Gouest ivez da deurel frond :/ « Frond treantus ha mezevellus/Ar var- zhoniezh c’hlan.»/ Met, siwazh !… (Gouel Mikael 1962).

Va zi bihan

« Emañ harp ouzh an ti kozh. » : « Emañ » diank, ABK.

« Eno emañ domani Kubele (Cybèle) » : evel-se er c’haier.

Hunvre *

« Va faour-kaezh pobl Breizhat » : « Breizhat » diank war KaD.

« P’am boa kollet pal va buhez » : « boe », LGC.

« Pa soñje din oa echu » : « voe », LGC.

« Peogwir edo gourvezet en o bez » : « oa », LGC.

« Dre nerzh ha youl start » : « ijin », LGC.

« Ra vezo ken kaer o hunvre » : « Ken kaer e vezo o hunvre », LGC, reizhadenn gant ur skritur all (hini Roparz Hemon moarvat).

« Warc’hoazh » : lakaet etre krommelloù gant ar goulenn « kuit ? » e-kichen (skritur all, hini Roparz Hemon moarvat), LGC.

Stag ‘oa ar barzhoneg deus ul lizher da Roparz Hemon. Sell aze pezh a skrive Anjela Duval diwar-benn « Hunvre » : « Kas ‘ran deoc’h ivez “Hunvre” evel ‘m boa savet anezhañ. Met Klerg a fell dezhañ troc’hañ ar c’hreiz. Marteze gwel- lañ ma’z eo, eo da deurel er blotoù. » (LGC)

Nevezadur

« Renouveau » laket e-kichen an titl er c’haier.

Koraiz an evned

« E korn ar porzh hor beus merzet » er c’haier :

« hon eus », BH.

Un adstumm, ar stumm kentañ moarvat, anvet « Goañv », a gaver er memes kaier (kaier 6), hep deiziad, etre « Nevezadur », savet d’an 9.1.63, hag eil stumm « Gouel an Hollsent » (hep deiziad, tre kent « Koraiz an evned »). Embannet eo  bet « Goañv » war KaD, p. 145 (pajenn gent « Koraiz an evned »).

An evned, a vagadoù/A darnij izel-izel. / Marnaoniet int. Ha riv o deus : / Skorn hag erc’h teir sizhun zo. / An evned paour zo skañv o c’hof.

/ Diskenn ‘ra ur bagad er porzh / En-dro d’ar mar- koù avaloù. / Klask ‘reont tennañ splusennoù. / Siwazh! Ar markoù zo kleret. / « Krommet o c’hein. / O fluñv fuilhet. / O divaskell o ruzañ ‘n douar./ O lagadoù ken trist/O sellat [evel-se] a bep tu :/ Netra !… »/ — Frrrou! Savet int/Deut dezho soñj eus ar bern plouz,/ Kerc’hennoù ed- du, edennoù melen,/ Ankouazhet aze gant ar yer./ Diblusket int bet prim-ha-prim./ Un tam- mig nerzh a ‘n em sil enno./ Sederat [evel-se] a ra o selloù./ Drantik int kroget da wikal./ Frrrou !… Dinijet int/En ul lec’h all da glask o chañs./ Goañv : Koraiz an Evned !…

Lellig

Deiziad  ebet  er  c’haier :  kavet  e  vez  etre

« Santez Mari » (hep deiziad, tre goude « Koraiz an evned », savet d’ar 5.2.63) ha « Krizder », savet d’ar 11.3.63. E c’heller soñjal eo bet savet etre an daou zeiz-se.

« Tommañ re beg ho lour » : « lour » = loer.

Ar peder gwerzenn « Arabat eo deoc’h Lellig/Selaou morse lidour/Al lidourien va merc’hig/A zo holl tud treitour » a gaver war ur baperenn-nij e-barzh ar c’haier. Tennañ a reont d’ar barzhoneg-mañ avat. Gall’ a rafent bezañ lakaet uheloc’h ivez.

« Re disfiz eo deut Lellig » : « disfi » er c’haier.

Barzhoneg meur

« Da soñjoù glas-boull an Hunvre » : « glas-tener » a oa bet skrivet da gentañ er c’haier.

Eur marzhus

« Eur varzhus » an titl war BH.

« Un dra ‘fell ken d’he barrleuniañ » : « Petra ‘fell c’hoazh d’he barrleuniañ ? », BH.

« Eil stumm » zo bet laket e-kichen an titl er c’haier.

Un adstumm, ar stumm kentañ moarvat, anvet

« An eur marzhus » a gaver er c’haier, tre kent ar stumm embannet :

Labour an devezh zo klozet./ Setu deut an Eur gortozet./ Goude trevell ken danvezel,/ Pegen kaer : un eur speredel !// Va-unan amañ er sioul- der./ En-dro din netra ne glever ;/ Netra ‘met trouz ar momeder,/ ‘Kontañ takadennoù amzer.// Eur ar bedenn Eur ar studi./ Eur an hunvre, ar faltazi,/ Eur doueel, leun a dudi !// A! Pegen marzhus an eur-mañ !/ Un dra ‘vank c’hoazh d’he barrleuniañ :/ En oaled, ur skrilh o kanañ… (28.3.63).

D’ur C’henvroad : R. L. *

« D’am c’henvroad : Rojer Laouenan » : titl war ABK ha titl LGC.

« Ken koant ha Laouenanigoù ! » : « Ganto frond yac’h ar bisigoù », notenn e traoñ ar bajenn er  c’haier.

« Evel da vreur an Alc’houeder » : « Erwan Berthou, “Alc’houeder Treger” », notenn war ABK.

Div notenn e traoñ ar bajenn : « (1) Erwan Berthou = Alc’houeder Treger (2) Telenn [start ‘oa lenn lizherenn gentañ ar ger] », LGC.

Kañv *

« Gwellañ mab ‘voe er C’hontre » : « ‘oa » war BH.

« E memor eus va amezeg yaouank, Fransoa D. » :

« En eñvor », LGC.

Stag ‘oa ar barzhoneg deus ul lizher kaset da R. Hemon (8/5/63). Sell aze pezh a skrive Anjela Duval diwar-benn « Kañv » : « Un darvoud spontus zo erruet e ti va amezeien nesañ : ar mab henañ implijad hent-houarn : lazhet moust gant an tren. E memor outañ am eus savet ‘ta “Kañv” an deiz m’edo war ar varvskaoñ. Ur c’haner mat ‘oa ; un nebeud zo ‘oa krog da ganañ kanaouen- noù brezhoneg. » E lec’h all e-barzh al lizher e skrive : « Kas a ran deoc’h ivez va barzhoneg diwezhañ [« Kañv », 24/4/63]. Hervez Klerg eo brav ha mat. N’em eus bet ger ebet da gemmañ en dro-mañ. » (LGC)

Krizder *

Al lodenn a ya betek « Rak me zo… un diaoul !… » a oa bet skrivet da gentañ er c’haier, gant an deiziad 11.3.63 goude. War traoñ ar bajenn ez eus peget ur baperenn da lakat warni penn diwezhañ ar barzhoneg, gant un deiziad all : 11/5/1963 (meneg e fin ar barzhoneg war ar fol- lenn LGC : « Echuet d’an 11.5.63 »).

« Ur peulvan mac’hagnet,/ Ur peulvan gouliet, » : eilpennet an div werzenn war ABK (memestra LGC).

« Rak diframmet ac’h eus zoken » : « Rak difram- met ac’h eus din zoken » war ABK (memestra LGC).

« En deus graet enor d’ar C’hoad noazh,/ P’eo bet marvet warnañ, » : « En deus graet enor d’ar C’hoad, P’eo bet astennet warnañ, noazh, » war ABK (memestra LGC).

« Ken ma teurvezo d’ho madelezh » : « Ken na deurvezo d’ho madelezh » war ABK.

Stultennoù

Al lodenn a ya betek «… Ebrel ‘oa re baour ! »   a oa bet skrivet da gentañ er c’haier, gant an deiziad « 5 Mae 1963 » goude. War lez ar bajenn ez eus peget ur baperenn da lakat warni penn diwezhañ ar barzhoneg, goude an titl « Stul- tennoù/Heuilh ». N’eus deiziad all ebet war ar baperenn-se.

« Gwennet gant un nozvezh rev… » : « nozve- zhiad » war HY.

Pedenn *

Skrivet eo ar barzhoneg-mañ war ur bajenn ouzh- pennet e fin ar c’haier. N’eus deiziad ebet warni. Soñjal a c’heller e sav ar barzhoneg da penn- kentañ ar bloavezh 1963 evel ar re all er c’haier. Embannet e voe war Ar Bed Keltiek e miz Du 1963.

« Trugarez » an titl war ABK (memestra LGC).

« O Gwerc’hez leun a drugarez/Desket am eus e gwirionez » : « O Itron Varia ‘Druez !/ Desket em eus hiziv e gwirionez » war ABK (memestra LGC).

« Ar pezh na ouien ket c’hoazh. » : « Un dra » war ABK (memestra LGC).

« He gwelet ‘m eus dindan he samm » : « ar samm » war ABK (memestra LGC).

« E-giz m’he deus ken lies e baket, » : « m’he doa » war ABK (memestra LGC).

« Da gempenn dezhañ e chapel » : « O kempenn », LGC.

« Ha lavarit ivez ‘vel ar Vamm-mañ » : « Ha lava- rit ‘vel ar vamm-mañ » war ABK (memestra LGC).

Eil bugaleaj

« Da Ivona Martin » : diank er c’haier, met ar meneg zo war ur follen-nij all.

« Gant houarn kalet va youl. » : « houarn » da vezañ distaget gant ur silabenn hepken (notenn er c’haier), « kalet » diank war ABK.

E-barzh ul lizher bet kaset da Vetig an Dred (13.11.63) e lenner kement-mañ : « Me ‘gred memes tra on kouezhet da vat em eil bugaleaj, ha deut da vezañ bugel-kollet an Emsav. Re vat eo ar vrezhonegerien em c’heñver, hag aon ‘m eus d’o disouezhiñ. Arabat eo deoc’h gortoz re diganin, rak re gozh on da dapout al live kulturel a fell kaout evit ober traoù lennegel. N’eo ket bolontez na pennegezh a ra diouer din, met amzer dreist-holl. »

Bravig bev

Embannet eo amañ ar stumm a gaver war ur baperenn er c’haier 11 ; un adstumm war ar c’haier 12 zo bet embannet gant HY.

« Ur voubou iskis, a greñva. » : « Ar » er c’haier ha war HY.

« Hag am spont. Hi ivez zo spontet » : « zo » diank er c’haier ha war HY.

« Hag ez selloù a zo anken, » : « ez eus » er c’haier ha war HY.

« O spisañ an nor digor. » : « O spisañ toull an nor » er c’haier ha war HY.

« Dal neuze ur pok ‘vit da goantiz, » : « da v-missi » (a gaver er c’haier ivez) barrennet ha laket « goantiz » da heul ; « da visi » war HY.

« Va dorn me ‘zigor, » : « Va dorn-me ‘zigor » war HY.

Bisigoù haleg

Embannet eo amañ ar stumm a gaver ivez e KaD. Un « eil stumm » a gaver er memes kaier : Malzennoù gwenn a nij, a nij/Skañv ‘vel an dum/A bep ment a bep stumm/A droidell, a c’hournij hag a skij/Erc’h skañv, Erc’h foll Mezheven/Gloan bisigoù an halegenn…// Ul liva- denn vlot war an hent/War an toennoù sklent/War ar prad. War ar porzh./ War al leur. Al liorzh.// Goustad o tiskenn skañv./ ‘Vel un hunvre hañv/Da hun kreisteiz Mezheven/E skeud an halegenn.

Erc’h Mezheven *

Ar stumm nevesañ eo zo bet dibabet amañ (stumm 1). Daou adstumm a gaver, unan zo bet embannet e BH 36 (stumm 2 — Gwengolo 1963), p. 39 (hag adkemeret e-barzh KaD, p. 151). Malzennoù gwenn nij-dinij/Skañv ‘vel an dum/A bep ment a bep stumm/A droidell, a c’hournij hag a skij/Erc’h skañv Mezheven :/ Gloan bisigoù an halegenn.// Ul livadenn vlot war an hent,/ War an toennoù sklent,/ War ar prad, war ar porzh,/ War al leur. El liorzh./ Dous ha flour ha skañv/’Vel un hunvre hañv/Da hun kreisteiz Mezheven/E skeud an halegenn. (24 a viz Mezheven 1963)

Un eil (stumm 3) a gaver er memes kaier hag ar stumm dibabet (kaier 12) :

Brañsigellat ‘ra an haleg./ Gant aezhenn flour Mezheven/’Nij floupadoùigoù dumek :/ Tou- pennoù gwenn o tispenn…// Ar bisigoù o tishilhañ/A c’hournij en avel skañv.// Koroll zo gant ar malzennoù :/ Nij-dinij a-us d’ar poull./Ha skañvoc’h eget hunvreoù/O skeud a gren en dour boull.// Goustad ’tiskenn an Erc’h klouar :/ Pok Mezheven d’an Douar. (1.7.63) Pevar stumm disheñvel a gaver e-mesk paperoù Roparz Hemon. Deiziataet 1 a viz Gouere 1963  eo ar stumm 1 menneget amañ a-us. Kavout a reer ar stumm 2, gant kemmoù bihan (« Mal- zennoù gwenn a nij, a nij », « Erc’h skañv-skañv Mezheven »). Ar stumm 3 a gaver ivez. Met ur stumm 4 a zo, gant an titl « Erc’h Mezheven » : testenn « Bisigoù haleg » eo. Un tamm deus ul liz- her bet kaset da Ivona Martin ‘oa da heul ar stummoù-se deus « Erc’h Mezheven » : « Evit Erc’h Mezheven am eus graet pevar brouilhed. Hini na blij din. Evit ma finijenn on ‘n em lakaet da c’hoari gant galleg. Ar dro-mañ bepred eo kontrefall evel ma lâre va zad. Ur bugel c’hwec’h vloaz en dije graet gwelloc’h. »

Poan ha dudi *

« (Kleuzioù kozh madelezhus emeur o klask la- zhañ !) » : « kozh » diank war ABK.

« Va gwad a sioula. Va nerzh a greñva,/Va skuizh- der a dec’h, ha va sell a sklaera. » : « Va gwad a sioula, va sell a sklaera,/ Va skuizhder a dec’h ha va nerzh a greñva. » war ABK. War ar follenn LGC e weler splann e teu ar c’hemmoù-se deus reiz- hadennoù Roparz Hemon.

« Hag e kreiz ar C’hoad : un tarchad sklêrijenn » :

« torchad » war ABK (tarchad war follenn LGC).

« Bolz arwenn ar gistinenn ‘n he bleuñv, » : « ur » war ABK (memestra LGC).

Karantez-vro *

« Ar morioù bras, ar Broioù pell » : « don » war BH (memestra LGC).

« Ha me na garan ‘met ar maezioù » : « Ha ne garen ‘met ar maezioù » war BH.

« Biskoazh abaoe n’am eus en gwelet » : « e welet » war BH (memestra LGC).

« Ur gleizhenn em c’halon zo chomet » : « Ar » war BH.

« Pa ‘gare ket pezh a garan » (eil gwech) : « Met » e-lec’h « Pa » war BH.

« Pep den a dle heuilh e Donkadur » : « a rank » war follenn LGC.

Notenn gant Anjela Duval war follenn LGC : « An danvez kanaouenn-mañ zo aet gant Danno,  e soñj ‘mañ da gaout un ton dereat dezhi, marte- ze e servijo evit ar Beilhadegoù. »

Beuregan *

« Er gistinenn bep mintin » : « Bep mintin er gisti- nenn » war BH.

« A vefe evidon, turzhunell-rous ? » : « E vefe » er c’haier, « ‘vidon-me » war BH.

« O, nann, sot on o soñjal ! » : « ‘vefen » war BH.

« D’an Hini en deus roet dit da vouezh hi- raezhus. » : « profet dit/Ar vouezh-se hiraezhus » war BH.

« Ha d’az mignoned al laboused all. » : « holl vignoned askellet » war BH.

« Pa ‘m eus na kar na par/A-re on war an douar/Gant va c’halon goullo…/ — Goullo ? Goullo ? Emezout !/ Gaou a lârez, rak me ‘oar/Eo da   galon   leun-barr/P’eo   gwir   e   karez pep Boud… » :  « Ur  vaouez  kozh  hep  kar  na  par !/

Padal va c’halon a zo leun-barr a gan/Dre ma karan pep Boud. » hepken war BH.

Balafenned *

« Gouel edo en Neñv » : « a oa » war BH ; « edo dec’h » war ABK (war follenn LGC evel war ABK).

« Eus seiz gwenn ar Ouel/’Oa manet drailhennoù. Eus voulouz glas ar gouriz/’Oa chomet tammi- goù. » : « Manet ‘oa drailhennoù/Eus seiz gwenn ar Ouel/Chomet ‘oa tammoùigoù/Eus voulouz glas ar gouriz. » war BH hag ABK ha follenn LGC.

« Ha balafennigoù glas-oabl… » : « balafennedi- goù » war ABK.

« Kouezhet int — dre zegouezh ? » : « Kouezhet int bet[tra ken] » war BH, « Kouezhet int bet dre zegouezh » war ABK.

An Alouberien *

(S.o. « Hag un all » el lodenn « Diwar follennoù distag », a oa moarvat ur brouilhoñs evit ar barz- honeg-mañ.)

Sinet eo bet ar barzhoneg-mañ « Ur Vrogarourez paour/A. D. »

Eilpennet eo bet ar peder gwerzenn « Estrenien dec’h… » hag ar peder all « Skrapañ ‘reont » war ABK (memestra LGC).

Ar peder gwerzenn « Met ur ouenn is… » a gaver war ur baperenn peget er c’haier, gant dave d’al lec’h int bet laket (kavout a reer ar stumm peu- rechu war ar follenn LGC, ar peder gwerzenn-mañ skrivet en o flas). Da heul ar barz- honeg e kaver er c’haier (hag e-touez paperoù LGC) an evezhiadenn-mañ zo bet embannet war ABK 64, Ebrel 1964, p. 83 :

« Notenn. — Ar barzhoneg-mañ n’eo ket bet savet dre gasoni evit an estrenien a zeu da brenañ madoù e Breizh. O gwir eo, evel m’eo gwir ar Vretoned prenañ ivez madoù en diavaez eus Breizh.

Tud enorus, seven hag hegarat ar peurliesañ e-keñver an annezidi, n’am eus lec’h ebet, er c’hontrol, da glemm outo, na drougiezh ebet da damall dezho.

N’eo ket savet kennebeut d’ober rebechoù da neb a werzh madoù d’an estrenien. Rediet alies da blegañ da Lezenn ar Ret eo gant glac’har e weler o vont gant an estren traoù hag a vez tost d’ar galon.

Skrivet eo avat evit digeriñ o daoulagad d’ar Vretoned a chom re diseblant e-keñver pinvidigezhioù o

Skrivet eo evel ur galv d’ar re o deus c’hoar- zhet ar Blanedenn outo hag ivez ar Fortun, rak sellout ‘ran evel  un  dlead  evito  implijout  o arc’hant da binvidikaat o Bro.

Un druez eo hag ur vezh ouzhpenn gwelout pegement a savadurioù kaer a lezer da gouezhañ en o foull : kestell, manerioù, milinoù, chape- lioù.

An estrenien binvidik a ra o ran gant seurt dismantroù. Prizout ‘reont ar vein benet ha kizellet, hag ober a reont annezvaoù hañv ha week-end eus ar c’hoantañ en hor maezioù.

Ha perak ar Vretoned na rafent ket kement- all ?… Re baour ? Ya eveljust tud ar maezioù… Met e-touez ar Vretoned divroet pe o kantren dre ar Bed (dre m’eo o micher) ez eus ‘michañs meur a hini hag o deus kejet gant ar Fortun. Ra soñjint en o Bro, en hor Bro, en »
War ar follenn LGC e kaver ur « G.S. » da heul an

« notenn »-mañ : « An notenn-mañ ‘oa tonket da vont da heul ar barzhoneg “An Alouberien”, hag ankouaet dre fazi an oberourez, a c’houlenn digarez. »

Here *

Dic’hrad

Meur a adstumm a gaver er c’haier 10, daou anvet « Ankouazh » hag unan bet eilskrivet dre stencil eus ur bajenn d’unan all, an orin o vezañ anvet « Dic’hrad » hag an eilenn « Ankouazh ». Diouzh o urzh er c’haier emaint amañ : Dic’hrad/Ankouazh : — Piv ‘doa da vaget er goañv ?/ Ankouaet ac’h eus labous penn- skañv/Piv ‘doa da vaget er goañv./ Gant minvig ha gwinizh rous !/ Dont c’hoazh da laerezh din, labous/Va flamboez ha va rezin dous…/ Me ‘m boa da vaget er goañv,/ Ankouaet ‘c’h eus labous penn-skañv. (10.10.63)

Ankouazh : — Piv da vage er goañv ?/ Ankouaet ‘c’h eus labous penn-skañv/Piv da vage er goañv./ Gant minvig ha gwinizh rous/Ha c’hoazh a lonkez, labous/Va flamboez, va rezin dous !/ Me da vage er goañv/Ankouaet ‘c’h eus labous penn-skañv

Ankouazh (« 3vet stumm » e-kichen an titl) : — Piv da vage er goañv ?/ Ankouaet ‘c’h eus labous penn-skañv./ Piv da vage er goañv ?/ Gant minvig ha gwinizh rous./ — Lonkañ va  flamboez,  labous !/ Pigosat va rezin dous…/ Me da vage er goañv/Ankouaet ‘c’h eus labous penn-skañv Stumm kavet war ur follenn distag : Mendem/Lonket ‘doa holl va flamboez ruz/ Holl ‘ay ganto va rezin du/Nul eo din lakat spontailhoù/’Spontont ket rak titirinoù./A ! borzevelleg, labous fall /Te zo ‘michañs ul labous gall/Pa out ken sot gant ar rezin/— Bezañ

‘ta chomet e bro ‘r gwin —/C’hoazh ‘sachez d’az heul, kozh labous/Driski, mouilc’hi, evned rous,/Da bigosat va rezin koant./Ur chañs ma chom unan dre gant./Holl ‘vo lonket va rezin dous./N’am bo mui truez ouzh labous./Ha d’ober goap ouzh va genou/’Lezont ganin an holl lostoù ! (9.10.63)

Bleuñv Gouel an Hollsent

Kavet e vez ar barzhoneg-mañ war ur baperenn ivez (kaier 10) gant ar memes deiziad (posupl a- walc’h e vefe ar follenn-nij-se ur « brouilhoñs »).

« Gant ur vrec’hiad bleunioù dister » : « E teuan gant… » war ar baperenn.

« Me ‘breno ‘ti al liorzher/Ur vrec’hiad bleunioù dister » : « E teuin gant bleunioù dister/Prenet e ti al liorzher » war ar baperenn.

« Da vleuniañ deoc’h ho Pez noazh (eil ha trede gwech) » : « Da lakaat war… », « D’o lakaat war… » war ar baperenn.

Kan d’al Leger

« ‘Hed an draonienn kent stank »ha « Gwechall p’edon yaouank » zo bet eilpennet war BH.

« Hag a-grap an tosennoù » : « da dosennoù » war BH.

« Me ‘glevo kroz da skluzioù. » : « zourioù » war BH.

E-barzh ul lizher bet kaset da Vetig an Dred (13.11.63) e lenner kement-mañ : « Kas a ran d’ar vugale va diwezhañ kanaouenn : « Kan d’al Leger ». Fazioù a zo e-barzh, troc’het ‘m eus daou verb dre an hanter evit o lakaat da glotañ. Pour les besoins de la rime eme ar c’hallaoued. Danno a lavar e terefe evit ar skolioù ma vefe kelennet brezhoneg un deiz. Ne vo ket embannet e kelaouennoù an Emsav, e dediet am eus d’ar Beilhadegoù. »

D’al Lilienn Peurc’hlan *

Stumm kavet war ur follenn distag : Ar Werc’hez engehentet//Don eo teñvalijenn an noz/Ha kre- nañ ‘ra ar Bed gant ar riv/Gant riv ha teñvalijenn an dic’hoanag/Beuzet abaoe milve- doù en e bec’hed/Met sede e don un Oabl goañv/Ul luc’hedenn o tarzhañ/Ur steredenn welevus o tiskenn/War ar Bed noazh ha yen/Ha sede an douar e go/En-dro d’an hadenn/Ha sede engehentet ul lilienn/Hag eus al lilienn e c’hano un Oan/Hag e gwad glan an Oan/’Vezo gwalc’het pec’hed ar Bed/Hag un Heol nevez a baro/Da dommañ kalon an Douar/Ha dougen ‘ray un anv doueel /Karantez.

« D’al lilienn, peurc’hlan » an titl war ABK.

« Hir ha yen ha du an noz : Kerzu. » : « Du ha yen ha hir… » war ABK.

« Al Lilienn Peurc’hlan. » : « Al lilienn, peur- c’hlan » war ABK.

An delienn

« An hevelep ment o-div » : « O div an hevelep ment » er c’haier.

Darbodoù

Deiziad na maread ebet er c’haier (10). Dre ma kaver ar barzhoneg-mañ goude « Dic’hrad », skri- vet d’an 10.10.63, e c’heller soñjal e sav d’ar memes bloavezh.

Beaj e Bro ar Brum *

« Pep skeudenn soubet ‘n ur vorenn. », « Gwall- hunvre gronnet a vrumenn. » : « Pep skeudenn gronnet a vrumenn. », « Gwall-hunvre beuzet ‘n ur vorenn, » war ABK (memestra LGC).

« Va soñjoù n’int nemet rambre. » : « n’int mui ‘met » war ABK (memestra LGC).

« Toullwennet bremañ ar vrumenn » : « vorenn » war ABK (memestra LGC).

Rev gwenn *

Ar stumm a gaver amañ eo an hini a oa bet embannet war KaD. Ur stumm all a gaver erc’haier da heul :

Boudiged zo bet ‘greiz an noz/Oc’h ober un dro hud er c’hloz ?/ Ledet dantelezh ‘leizh  ar  gwez !…/ Pe Aelez ‘sec’hañ o c’houez ?// Na koant eo ar gwez! Pegen koant !/ Poultrennet gant uloc’h argant./ Ken na gred ket an Heol sevel/Gant doan terriñ ar strobinell.// Pad ‘ray an deiz-pad ar revenn :/ Hunvre dantelezh argant gwenn.

Tri stumm deus ar barzhoneg a oa bet kaset da Roparz Hemon (LGC). An daou a gaver e-barzh ar c’haier, hag un trede all :

Boudiged zo c’hoazh er Vro gozh ?/ Pe aelez zo deut ‘greiz an noz ?/ D’ispilhañ o c’houez er gwez :/ Liñselioù tul ha dantelezh./ Na koant eo ar gwez! Pegen koant !/ Poultrennet gant uloc’h argant/Ken na gred ket an Heol sevel/Gant doan terriñ ar strobinell./ Pad’ ‘ray an deiz-pad ar revenn :/ Hunvre dantelezh argant gwenn// Un deiz n’eo ket bet// teuzet ar rev

Un  notenn  zo  da  heul  an  tri  stumm-mañ :

« Notenn — Ma zo hini pe hini eus an tri barzhoneg-mañ o plijout deoc’h, dibabit. Met me ‘soñj eo poent din reiñ unan ivez da vBarr-Heol, gant doan feukiñ an Aotrou Klerg. Met bezit didruez, avat, arabat eo lakaat traoù re dister war Ar Bed Keltiek: pa ne vint ket mat, taolet anezho er blotoù hep aon. Anjela. »

Hiraezh *

Stumm kavet war ur follenn distag : Louedadur//Amañ ‘chomin ‘ta da louediñ/ Tremenet hervez hanter Genver/Ha n’am eus gwelet c’hoazh/Liv ebet d’ar bloaz/Nemet an tammig oabl louedet-se/E hirgarrezenn va fre- nestr/Gwech un evn o tremen/Gant tizh ul luc’hedenn/Ur skourrig kromm ha krenek eus ar saprenn c’hlas/O skubañ hep skuizhañ toenn louet al loch/Pa vez an disterañ mouchig avel/Ha du-hont pelloc’h en dremmwel/Ur gisti- nenn dibourc’h ha ken louet all/Sonn avat ha reut evel ur paizant/Balc’h ha dic’hoarzh dirak ul luc’hskeudenn/A ! na hiraezh am eus d’an oabloù marellet/D’an Heol lirzhin ha d’an avel sin/Ha d’ar pradeier gwer/Gant perlezenn ar beure/War bep geotenn nevez/Heug on gant al louedadur. (20.01.64)

Lagad an Heol *

Kavet e vez ar barzhoneg-mañ er c’haier 12 tre goude « An delienn » (savet en diskar-amzer 1963, ha lakaet goude « Hiraezh », savet d’an 3.2.64) hag a-raok « Ar barzh paour », savet e Meurzh 1964. Setu eo sur eo e penn kentañ ar bloavezh 1964 eo bet savet, ha moarvat e fin ar goañv-se (miz C’hwevrer pe Veurzh).

« Ha bet ac’h eus en noz-mañ ur gwall-hunvre, en deus graet dit leñvañ dre da hun ? » : « Ha bet ‘c’h eus ur wallhunvre ?/ Ha leñvet dre da hun ? » war ABK (memestra LGC).

« Na hun na hunvre na fall na mat. » : « Na hun na hunvre n’am eus graet. » war ABK (memestra LGC).

« Beilhet am eus an noz-pad » : « E-pad an noz em eus beilhet, » war ABK (memestra LGC).

Etre « Tra ma kouske… tro an Douar » ha « (Ha) Gwelet am eus tud o vervel gant an naon » e kaver ouzhpenn « Heol ! Petra ‘c’h eus gwelet war da roud ? » war ABK (memestra LGC).

« Ha gwelet am eus tud o vervel gant an naon./ Gwelet ‘m eus tud o vervel gant ar riv. » : eilpen- net an div werzenn war ABK (memestra LGC).

« Gwelet  tud  o  vervel  gant  an dic’hoanag. » :

« Gwelet ‘m eus tud » war ABK.

« Gwelet am eus tud o lazhañ tud, breudeur o ‘n em dagañ. » : « am eus » diank war ABK (memes- tra LGC).

« Gwelet ‘m eus, avat, tud o c’hoarzhin goap… » :

« avat » diank war ABK (memestra LGC).

«… ouzh ar re zo er boan, ouzh ar re zo en dienez » : « / Ouzh o breudeur er boan,/ Ouzh ar re zo en dienez » war ABK (memestra LGC).

« Ha neuze am eus ranket leñvañ, » : « Neuze avat am eus » war ABK.

« Ma eo ruz c’hoazh va lagad. » : « Ma ‘z eo » war ABK.

« Heol ! Sec’h bremañ da zaeroù/Mor-Breizh, emberr, a vo dous/D’az lagad ruz hag  enta- net… » : « Heol ! Paouez da leñvañ./ E Mor Breizh emberr,/ Te ‘soubo da lagad entanet. » war ABK. Ober a rae Anjela daou ginnig evit ar fin war ar stumm kaset da Roparz Hemon. Da gentañ he doa skrivet « Heol ! Paouez da leñvañ. Ni da frealzo/Hag emberr te ‘soubo da lagad ruz hag/entanet aze e Mor Breizh 1. », ha da heul
« 1. Martez gwelloc’h evel-hen : Heol ! Paouez bremañ da leñvañ/E Mor Breizh emberr/Te ‘soubo da lagad entanet. », ar stumm diwezhañ- mañ bet miret gant Roparzh Hemon.

Ar barzh paour

« ‘Kreiz ar maezioù glas ha didrouz » : « koant » war BH.

An eil poz (« Me zo ganet diouzh ar mintin ») zo bet lakaet da bevare war BH, an trede o tont neuze da eil, hag ar pevare da drede.

« Pa darzh an Heol war Runivin » : « Run ar Vilin » war BH.

« Da ganañ e gantik seder » : « e gantik da Bêr. (pe e g. seder) » war BH.

« Kentañ muzik am eus klevet » : « am boa » war BH.

« Marteze ‘vo en va zi plouz » : « ‘barzh va zi » war BH.

« E maezioù Breizh sioul ha didrouz » : « koant » war BH.

« Klaskit neuze trompilhoù aour » : « er prad » war BH.

« D’ober d’ar barzh ur gurunenn » : « din-me » war BH.

« An eostig ‘gano d’abardaez. » : « E kano ‘n eos- tig » war BH.

Segal *

« Netra nemet ar segalegoù/Ar parkoù tort ouzh tor an dorgenn » : « ar segal/Er parkoù » war ABK.

« Ar segal dilezet, ar segal disprizet » : « ar segal (eil gwech) » diank war ABK.

Benoni

« Pa oa deuet tro Benoni » : « voe » war BH.

« Mab penn-hêr an intañvez » : « henañ » war BH.

« Kerkent ur yudadenn fromus/… / … / Eo kouez- het war ar blasenn » : « ‘Mañ ar wezenn gozh o skrijañ/Dindañ dent an harpon hir/Emañ he sev o tiverañ/Echu eo d’he buhez hir » war BH.

« Ar vamm pa glev an darzhadenn » : « ar straka- denn » war BH.

« Dont da diskouez d’ar goaderien » : « Ha da » war BH.

Akt a ginnig

« p’eo c’hwi perc’henn an holl vadoù » : evel-se er c’haier.

Aour al Lanneg

Miziataet hepken (« Mae 1964 ») eo ar barzhoneg- mañ. Er c’haier e vez kavet a-raok « Noz sioul » (14.5) avat ; an urzh-se zo bet miret amañ.

« Mat eo dit avat berrboellig » : « avat » diank war ABK.

Noz sioul

« Nep fiñv, nep lec’h » : « neblec’h » a vefe rei- shoc’h skrivañ moarvat.

Roñfled

« N’eo ket gwir zo en hon zouez/… / Ne welont ket poan-bevañ o nesañ » : diank an teir gwer- zenn-mañ war KaD. War Ar Bed Keltiek emaint avat.

« A reont anezhañ betek e wenneg diwezhañ. » :

« anezho », « o gwenneg » war KaD.

Arnev

Adstummoù ez eus, hag an hini embannet amañ (a gaver er c’haier 12) a zo an trede stumm da nebeutañ. Ar stumm kentañ eo moarvat hemañ a gaver er memes kaier (12) :

… Div goumoulenn o pourmen/Du o dremmoù : imoret fall/Tommet mat dezho avat/O kerzhout un nebeud a-dreuz,/ Hag e lammjont an eil gant eben/— Ledan an hent koulskoude —/ Ma strin- kas al luc’hed eus o bruched/… Ha setu trouz o sevel/Krozal gros (« groz» er c’haier) a rejont a- lajadoù/Hag… ‘n em lardañ, ken a gurune !/ Ma tevere an dour outo :/ A-ruilh, a-builh, a- struilh !/ A-walc’h da derriñ e sec’hed d’an douar/Ha… da derriñ o c’hounnar.  (Mae 1964) Er c’haier 13 e kaver daou stumm hep deiziad, an eil o vezañ an hini embannet amañ, an hini ken- tañ (anvet « eil stumm » er c’haier) o vezañ hemañ :

Div goumoulenn o pourmen/Du o dremmoù : fall o imor/Tommet mat dezho, diouzh feson/Rak un nebeud e kerzhont a-dreuz/Ha daoust m’eo ledan an hent/Int aet betek en em dourtañ/Ken ma tarzh an dared eus o bruched :/ A-walc’h evit kounnariñ…/ Oi! Setu trouz o sevel/Malañ gros [« groz» er c’haier] a reont a lajadoù/Hag erfin

‘n em gannañ ken a foeltr/Ma tever an dour outo a-dakadennoù./ — A dakadennoù ? A-ruilh, a- builh, a-struilh/Betek m’eo torret d’o chounnar…/ … ha torret e sec’hed d’an douar.

Ar c’hazhig

Kavet e vez er c’haier etre « Arnev » (stumm Mezheven) ha « Noz derc’hent Gouel Yann » (hemañ lakaet a-raok « An alc’houez aour » daoust d’an deiziadoù). Dalc’het ez eus d’an urzh-se.

« War-c’horre ar poull glas » : « glas » diank war

ABK.

« Al liñser boued-houidi » : « Liñsel c’hlas ar boued-houidi » war ABK.

An alc’houez aour

« Klasket digeriñ ‘nor » : « Zo klasket he digor » war KaD.

« Digant eo an dourell… » : « dor » war KaD.

Noz derc’hent Gouel Yann

« Sklaer-hewel pep tra er pellder. » : « Sklaer- hewel ha resis pep furm » war AL.

« Un soñj hiraezhus — ha kañvaouus moarvat » :

« Un neuz hiraezhus, ur soñj  kañvaouus  ‘michañs » war AL.

« Hengounioù aet da get./ … / Dre ur sevenadur disheñvel diouzh ijin o gouenn. » : diank war AL.

« Hec’h-unan » : diank war AL.

Ar weladenn

« Re gaer a lârez ? Tud pinvidik int. » : « Re gaer bremañ ? » war ABK.

« Un amzer nevez o sevel bremañ war va Bed kozh » : « a zo savet » war ABK.

« Na distroin mui d’an draonienn… » : « Ne zeuin » war ABK.

In Memoriam

« Rak ‘mañ troet fenoz va soñj trema ‘r bed   all. » : « troet eo » war KaD.

« Sed a-daol-trumm e par war da zremm o c’h- wezhañ » : evel-se er c’haier ha war KaD. Moarvat evit « c’hwezañ », pa oa ar c’hiz kozh da skrivañ « c’hwez » evit « c’hwezh » : ur seurt kem- mesk a vefe bet.

« Re digempouez ‘velkent eo va buhez  ‘vel ‘mañ » : « ‘velkent » diank war KaD.

Da C’hourenerien Kernev Veur

« ‘Rumm da rumm da viken » : « Rumm ha rumm » war HY.

Devezh an Dornañ

Miziataet eo ar barzhoneg-mañ hepken. Kavet e vez er c’haier etre « Da C’hourenerien Kernev Veur » hag « In Memoriam » (hemañ lakaet  kent « Ar Vleuñvenn ruz »). Dalc’het ez eus d’an urzh- se.

Em digenvez

« ur c’hariad », notenn er c’haier gant Anjela Duval : « 1. A zo e gwirionez ur gariadez. »

Dic’hoanag

Stumm kavet war ur follenn distag : O loen paour a garen/Dañvadez kaezh dinoaz/Dous ha doñv ‘vel un oan/Feal evel ur c’hi o rodal ‘n-dro d’an ti/Daoust hag eo abalamour d’az oad/Ha d’az treid kizidik am eus da werzhet ?/Hel lavarout a ran ha va c’hrediñ a reer/Dre m’eo gwirheñvel… Kaletoc’h ar wirionez/Netra all n’hellan diouriñ. Netra mui/D’ober arc’hant/An arc’hant brein-se ne vez morse a-walc’h outañ/Start eo ‘velkent ar vuhez-mañ. Mezhus !

Ar Vleuñvenn ruz

Un ton a voe savet gant F.  Danno (Ar Bed Keltiek p. 73, Genver 1965, p. 30).

« War  ar prenestr er goañv du » : « mizioù » war ABK.

Un Tammig Gwaz

« Pe da neizhata ‘dreuz lanneg ha koad » : « Ha da neizhata betek kreiz ar c’hoad. » war HY.

Nouelenn

Un  ton  a  voe   savet   gant  Fañch  Danno  d’ar 27.12.66 (BH 53, Gwengolo 1967, p. 36)

Ar poz kentañ hag an trede poz zo diank war BH (ar c’hentañ poz embannet o vezañ neuze an eil er c’haier : « Kleier a vrall en noz… »)

« A venez da draonienn » (poz 5) : diank ar wer- zenn war BH.

Traoù…

Kavet e vez an holl skridoù-mañ war zaou gaier a-ratozh, enno kalz a bajennoù gwenn, e-giz ma vije bet soñjet astenn ar rolloù tamm-ha-tamm. Krog e oa Anjela Duval da skrivañ ar c’haieradoù- se e 1965, pa oa bet embannet pennoù kentañ an daou roll a gaver e penn-kentañ ar c’haieroù    (« Traoù dudius » e miz Ebrel, « Traoù hegasus » e miz Mezheven). Moarvat e oa staget da notenniñ seurt soñjoù war baperennoù kalzig a-raok. Diaes eo goût betek pevare he deus dalc’het da leuniañ ar c’haieradoù. « Hunvreoù » a voe ar skrid diwezhañ a seurt-se embannet gant ur gelaouenn, e miz Gwengolo 1967. An daou  skrid a gaver war-lerc’h er c’haier (« Traoù fromus », « Traoù frealzus »), un tamm mat berroc’h anezho, ne voent morse embannet. Lakaet eo bet amañ an holl skridoù-se lerc’h-ouzh-lerc’h, etre ar bloavezhioù 1964 ha 1965. Miret eo urzh ar skri- doù en daou gaier, en ur lakaat da gentañ an hini ennañ ar skrid embannet da gentañ.

Kavet zo bet ur follenn-nij e-touez paperoù Anjela ‘lec’h m’he doa notennet ar soñjoù a oa danvez pezh a gaver e-barzh ar c’haieroù.

Traouigoù dudius

« Ul labousig-yar nevez-digloret o skrabañ hag o tennañ eus an douar ur vuzhugennig, o redek kuit ganti, e vreudeurigoù war e lerc’h o klask lae- rezh dezhañ e breizh. » : « Digloret abaoe tri devezh, ul labousig-yar o skrabañ an douar, o sachañ ur vuzhugennig eus he zoull ; e redek kuit ganti, e vreudeur laboused war e lerc’h, mall warno laerezh digantañ e breizh. » war ABK.

« Muzik ur gistinenn rous o tifaragoelliñ eus beg ar wezenn » : « eus he c’hogenn a-dreuz an deil » war ABK.

Betek « — Bilbilh ar wazhig na welit ket gant ar c’hegid. » (ar werzenn-mañ lakaet kalz en a-raok koulskoude) e kaver war Ar Bed Keltiek (emban- net e oa ar skrid-mañ e miz Ebrel 1965). Moarvat e oa skrivet ar peurrest er c’haier goude bezañ kaset an tamm kentañ d’ar gelaouenn.

Traoù hiraezhus

« Un dervenn gozh war he diskar o tougen he bec’h a vez. » : diank war ABK. Kavet e vez e- lec’h kement-mañ : « Gwelout ur boked bleuñv bepred fresk ha seder en un ti, pa ‘z eo gweñvet ar bokidi war vez an hini en devoa e gutuilhet » : diank er c’haier.

Traoù hegasus

« Kavet hoc’h eus ho saout aet da laerezh e park un amezeg » : « un amezeg sellus » war ABK.

« N’hoc’h eus netra en ti » : « netra vat » war ABK.

« N’oc’h ket techet da sellout pizh en ho mele- zour » : « miliour (melezour) » er c’haier.

An  daou  boz  « ‘N  ur  vont  d’ho  labour… » ha « Kavout ar saout war irvin… » a vank war Ar Bed Keltiek (embannet e oa ar skrid-mañ e miz Mezheven 1965). Moarvat e oant skrivet er c’haier goude bezañ kaset an tamm kentañ d’ar gelaouenn.

Traoù bourrus

« Bezañ dirak un tantad tan-flamm, oc’h ober stamm e korn an oaled. » : « oc’h ober stamm » diank er c’haier.

« Sede ma kavit un deiz ur pennad enni »: « o respont d’ho menoz » war ABK.

« Na bourrus eo ! » : « evidoc’h » ouzhpenn war ABK.

« Kaout sof-kont a zanvez tan en disc’hlav […] pa deu ur skoulad erc’h. » : « ha kaout boued sec’h d’ho loened » ouzhpenn war ABK.

Hunvreoù

Embannet gant an titl « Traouigoù bourrus — Hunvreoù » war ABK.

« Bevañ dre an hunvre gant kerent ha keneiled karet aet pell amzer zo d’an Tu-Hont. » : « O galloud an hunvre ! » ouzhpenn war ABK.

Gwin ruz *

« Te a baeo hep klemm forzh tailhoù » : ur wer- zenn  ouzhpenn  da heul homañ war follenn LGC « Tailhoù forzh pegement ».

Notenn bizskrivet gant Ivona Martin (follenn LGC) : « O lenn kement-mañ e teu da soñj din eus ar vaouez-se, Madalen, un amezegez da Anjela, a welis un deiz oc’h antreal, ha me va-unan en ti. Ha hi divezh, dirazon, da vont rag-eeun d’an armel, da gregiñ er voutailhad sistr, er werenn ha d’en em servijout brokus ! A vec’h m’he doa 50 vloaz, aes ‘oa ijinañ o welout linennoù kaer an dremm-se, pebezh plac’h kaer ‘oa bet anezhi… Siwazh ! bremañ un druez ‘oa ar penn koeñvet gant an alkool hag an daouarn-se o krenañ ‘vel delioù publi…

« Ma ! Madalen zo “pansionnet” “dic’houest da labourat”. Ar miz ‘vez lodennet etre daou : keit ha ma vez arc’hant e vez lonket, goude ez eer da glask e ti an amezeien.

« Eo, Anjela zo bet e skol ar basianted, rak bepred e veze jentil hag hegarat gant ar paour- kaezh krouadurez (marteze ez eo e gwirionez ur gwir kleñved a gorf hag a spered ?) tra n’am bije ket gellet. Birviñ ‘ran dirak seurt tud !

« Me ‘gred ez eo aet skuizh Anjela p’he deus ran- ket “dozviñ” ar barzhoneg-mañ, evit en em zistanañ moarvat. »

Doureier

« Noz deiz, hep arsav./ Hep tav » : « Noz deiz, hep tav/Hep arsav » war BH.

Didouell

Kavet e vez al linennoù-mañ war pajenn gentañ ar c’haier 20. Meur a wech ez eus bet lakaet aze gant Anjela Duval un arroudenn tapet en un tu bennak. Amañ eo bet savet talbenn ar c’haier ganti sur a-walc’h. Pa voe embannet gant HY e

voe lakaet an titl « Didouell » hag ar bloaziad

« 1965 » d’al linennoù-mañ. Setu int bet lakaet amañ a-raok barzhoneg kentañ ar c’haier 20.

Melkoni

Titl :  « Melkoni  pe  Disul  ‘oan   bet »   war   HY. « Melkoni » hepken war ar c’haier 20 avat, titl ebet er c’haier 17.

« Disul ‘oan aet va-unanig» : « va-unan-penn » er c’haier 17, « bet » war HY.

« Da bourmen war ribl ar Froudig » : « War ribl ar Froudig da bourmen » er c’haier 17.

« Ul labous pintet war ur skourr » : « Ul labousig diwar e skourr » er c’haier 17.

« Ma seblante lavarout din » : « Ar pennglaouig ‘lavare din » er c’haier 17.

« Va c’halon baour zo glac’haret » : « Rak va c’ha- lon zo ankeniet » er c’haier 17.

« Aet eo va Lizig da Bariz » : « va Lizig », Lenaig er c’haier  17 ;  « da  Bariz »  barrennet  ha  lakaet

« ‘maez ar Vro » er c’haier 17

« ‘Michañs ne deuy mui war he giz » : « biken en- dro » er c’haier 17.

« War-lerc’h Lizig n’hellan ket mont » : « Lena » er c’haier 17.

« Pe ‘deuy pe ‘deuy ket Liz en-dro » : « Met ma ‘deu mui Lena en-dro » er c’haier 17, « Met ma ne deu Lizig en-dro » war HY.

« Bevañ pe vervel ‘rin ‘n em Bro ! » : « ‘Lec’h bevañ, mervel ‘rin em Bro. » er c’haier 17 ha war HY.

« Da frealziñ din va c’halon. » : « Frealziñ ‘rit » war HY, « ret » er c’haier 17.

Kig pe Vara ? * Deiz-ha-bloaz

« Teir gwech ugent vloaz » an titl er c’haier 17.

« Warc’hoazh, mar bez ho polontez » : « Mar plij ganeoc’h o va Doue » er c’haier 17, « (mar plij gant Doue) » war BH.

« Me ‘dlefe kanañ Magnifikat… » : « E tlefen » war

BH.

« Skorn hag erc’h ha tan ha kurun » : « Ha tan ha kurun ha skorn hag erc’h » er c’haier 17.

« Gouzañvet em Ene, em Spered, em c’halon » :

« em c’halon, em spered, em ene » war BH.

« Va Doue ! » : diank er c’haier 17.

« Siwazh ! Lies am eus he ruzet » : « Gwechoù am eus… » er c’haier 17.

« Stankoc’h ar reuz eget al levenez » : « an dudi » war BH.

« ‘Vit un dra hon laouena a zo kant hag hon nec’h… » : diank er c’haier 17.

« Levenez  ha  dudi  ‘velkent » :  « Ha  levenez memes tra » er c’haier 17.

« Frondoù yac’h » : « Ha frondoù yac’h » er c’haier 17, « Gant o frondoù yac’h » war BH.

« Chas karantezus a lenn em daoulagad » :

« karantezus » diank er c’haier 17 ha war BH.

« Ar geveleriezh, ar genskoazell-se » : « Ar geve- leriezh » diank er c’haier 17.

« Deoc’h Bennozh ha Trugarez » : « Me ‘lavar deoc’h trugarez » er c’haier 17.

« Gant ar memes hent » : « War ar memes hent » er c’haier 17 ha war BH.

Danvez Bleuñv

Dibabet ez eus embann amañ stumm ar c’haier 17, dre m’eo hiroc’h. N’eus deiziad ebet er c’haier-se avat, dalc’het ez eus kont eus deiziad ar c’haier 14 eta.

« Bodenn spern-du, lavar din-me » : « Bodig » er c’haier 14 ha war ABK.

« Pelec’h ‘c’h eus kavet danvez » : « e kavez seurt » er c’haier 14 ha war ABK.

« D’aozañ da vleuñv gwenn ha skañv ? » : « ‘Vit da vleuñv bihan » er c’haier 14 ha war ABK.

« Fulennoù  erc’h  kouezh’  em   c’herc’henn » :

« Ful-erc’h kouezhet en va c’herc’henn » er c’haier 14, « Ar fulerc’h [evel-se] kouezhet em c’herc’henn » war ABK.

« Balan aour lavar ivez » : « Bod, al-(aour)-et » barrennet e-barzh « Bod balan alaouret » (skrivet gant daou lañs moarvat) er c’haier 17, « Bod balan » er c’haier 14 ha war ABK.

« Gant ho pleuñv eo ruz ar menez » : « Ruz-holl eo kribenn ar menez ! » er c’haier 14 ha war ABK.

« Ha te radenenn… » : ar poz-mañ a vank er c’haier 14 ha ne voe ket embannet war ABK.

Un torkad bleuñv

Miziataet eo ar barzhoneg-mañ hepken. Skrivet eo etre « Danvez bleuñv » (18.5.65) ha « Bleuñv balan » (11.6.65) er c’haier. Dalc’het ez eus d’an urzh-se amañ.

Bleuñv balan

« Bleunioù balan » an titl war BH.

« Da Sezaig ha Renea », meneg war ur follenn dis- tag.

« Santezig   Breizh » :   notenn   war   ar c’haier « 1. Marc’heg. ».

Ar C’hozh Paotr Yaouank

« Eürus ‘barzh va zi » : « ‘M eus ket c’hoant dime- ziñ » war HY.

« O! amzer am eus c’hoazh ! » : « Kalz amzer » war HY.

« ‘Touez kement a vestrezed » : « Gant kement » war HY.

« Ha bep Sul ‘z an da welet/An hini ‘dro em penn » : « e vank din mont da welet ur goantenn » war HY.

« Me ‘ran forzh a hini » : « Met ne ran » war HY. Eilpennet eo ar pozioù V ha VIII war HY. Goude ar poz VII avat e kaver ouzhpenn : « Ha pa yelo tud d’al loar gant un adplanedenn/Me a welo traoù dispar hep kuitaat va zi bihan. »

« Ken na c’hwit va butun » : « soet » war HY.

« Neuze ‘z an ‘trezek ar bourk » : « ‘an betek ar vourc’h » war HY.

« Ma choman-me da gozhañ » : « Ha ma choman » war HY.

« Me ‘doucho pansion » : « un deiz ‘m bo » war HY.

« Neuze on ‘sell  da brenañ » : « on en sell » war HY.

« An dro-se me a welo/Koantennoù ‘leizh an ti » :

« Koantennoù ‘welin neuze, kement ha ma  karin » war HY.

« ‘C’h ober ur mil bern ardoù » : « Oc’h ober ur bern » war HY.

« Ken ma vo fae ganin » : « dañsoù ha kaniri » war HY.

« Ha pa ‘z in d’ar Baradoz » : « Pa ‘z in-me » war HY.

Pourmenadenn Gwernachanae

« Hogene pe Ogene, ar menez da geñver Bre, war zouar Louergad » : notenn war BH.

Kartennoù-post

« Ha treidoù mibin holl » : « An » war KaD.

Ave ar mintin

Hep deiziad na miziad. Kavet e vez er c’haier 14 etre « Kartennoù-post » hag « Advleuniañ ».

Advleuniañ

« Gant dour sall m’he douran, bleuniañ ‘rafe c’hoazh » : « ha bleuniañ » war TaD.

Serr-noz

Embannet e voe war Ar Bed Keltiek e miz Du 1965. Kavet e vez er c’haier 20 etre « Kig pe Vara ? », savet d’an 29.3.65, ha « An hañv druz », savet d’an 22.9.65. Moarvat e voe savet etre an daou varzhoneg-se ; a-raok an eil eo bet lakaet eta, hervez urzh ar c’haier.

Pa dec’h an Awen

« Hepdout on bouzar ha dall » : « Distro. (Hepdout…) » ouzhpenn war BH.

« E-harz da dreid me ‘azezo » : « Hag (e-harz…) » ouzhpenn war BH.

Anoaz

Miziataet eo ar barzhoneg-mañ hepken. Etre « Pa dec’h an Awen » ha « Maia », ganto o-daou ar memes deiziad (10.10.98) e vez kavet. Dalc’het ez eus d’an urzh-se.

Maia

« Teir delienn. Kouezhet em c’hichen » : « o kouezhañ » war BH.

« Ha setu va eñvor aet war-dreñv » : « o vont » war

BH.

« Bez’ oa ur verc’hig pennhêrez » lakaet ouzh- penn a-raok « Bez’ oa ur werc’hezig koant » war BH.

« Ha delioù marv » : « deliennoù » war BH.

« … Un delienn, div zelienn/Teir delienn o koue- zhañ em c’hichen/Er beure-mañ ‘viz Here… » lakaet ouzhpenn e dibenn ar barzhoneg war BH.

Telenn Marzhin *

« Telenn Varzhin » an titl war ABK.

« Kemer    gwenodenn/Koad-meur    Brekilien » :

« Kemer gwenodenn Vrekilien » diank war ABK (memestra LGC).

« Harp da gein en dervenn » : « Sko ouzh an der- venn » war ABK (memestra LGC).

« Klev o kanañ du-hont un achantour » : « Klev du- hont o kanañ/Un achantour » war ABK (memestra LGC).

« Ar barzh-bugel » : « Ur » war ABK.

« Kavet gantañ Telenn veur Marzhin » : « veur » diank war ABK (memestra LGC).

Bro va C’havell

« Da goefoù gwenn ‘stumm gwennili » : « ‘vel » war HY.

Skuizh on

Bloaziataet eo ar barzhoneg-mañ hepken. Dalc’het ez eus gant urzh ar c’haier 14 : « Skuizh on » a gaver etre « Telenn Marzhin » (2.12.65) ha « Roz ar Goañv » (20.1.66).

Roz ar Goañv

« Roz-Goañv » an titl war BH.

« Roz melen-arwer war nij » : « Rozennoù brizh/Roz arwer war nij » war BH.

«O spegañ ouzh ar bern plouz » : « splujañ er » war BH.

« Bet taget gant an targazh du » : « Taget » hep- ken war BH.

Barzhonegoù-noz Barzhonegoù-deiz

Miziataet eo ar barzhoneg-mañ hepken. Dalc’het ez eus gant urzh ar c’haier 14 : etre « Roz ar goañv » (20.1.66) ha « Sul » (15.2.66).

« Va barzhonegoù » an titl war BH ha KaD.

« N’eo ket ouzh skeud ar c’hleuzeur » : « skleur » war KaD.

« Va gwerzennoù, m’o skriv gant dir lemm va falc’h/Andell hag andell e blev melen va Bro » :

« Va gwerzennoù, m’o skriv andell hag andell/Gant dir lemm va falc’h e blev melen va Bro » war BH.

« Enno e kuzhan greunennoù aour » : « me ‘guzh » war BH.

Sul *

« Gwennoc’h an hentoù don. » : « Sklaeroc’h » war ABK (memestra LGC).

An Eurvezh Yec’hed

Deiziad ebet er c’haier (14), emañ ennañ ar barzhoneg-mañ da ziwezhañ. War a seblant e krogas Anjela Duval gant ar c’haier 21 tre goude ar c’haier 14 : kavet e vez ennañ ur barzhoneg eus dibenn miz Mae 1966 (« Mae ho salud Mari »). Gwirheñvel e savfe ar barzhoneg-mañ d’ar memes miz.

« Un eurvezh yec’hed » an titl war BH.

« Gant neudenn vresk va buhez/He stennañ- distennañ » : « O stennañ-distennañ/Neudennig vresk va buhez » war BH.

Mae ho salud Mari

« Dre geiz an neizhoù er spern-gwenn » : evel-se er c’haier ; ar ger « geiz » eo, ha n’eo ket « keiz », e-giz ma soñjfer diwar gwerzennoù all (« Dre vantell nevez ar c’hoadoù… », « Dre goag ar ran… », « Dre gan an adan… », « Dre zour an eien… »).

Kaset e voe ar barzhoneg-mañ da Charlez ar Gall gant an displegadur-mañ (« Lun ar Pentekost ») :

« War ali an Aotrou Danno ha va niz Erwan Libouban e kasan deoc’h ar barzhoneg-mañ : Mae ho salud Mari. […] Disingal am eus graet a-ratozh ar pozioù, re unton ‘vefe dek poz gant ur menta- dur ingal. N’omp mui en amzer ar gwerzioù… Mar beus un dra bennak da gemmañ, degasit ar skrid en-dro, gant an evezhiadennoù mar plij. Ma n’eo ket mat tamm ebet, taolit anezhañ er baner. N’eo ket un domaj. Met sede va menoz : ret eo d’ar Vretoned ober taolioù esae war gement sujed zo koulz hag ar C’hallaoued […]. »

Maronad

« Int a zalc’ho d’az tri c’her-stur » : evel-se er c’haier.

Bleuñvenn c’hlas Iwerzhon

« Te ‘liv d’an nozioù hañv » : « Te ‘liv an noz hañv » war Skol.

Un adstumm zo bet embannet war Skol (Hiboud al Leger), tre goude ar stumm kinniget amañ : Bleuñvenn Iwerzhon

Fleurenn an Enezenn,/ O bleuñvennig c’hlas ken skañv,/ Tanav ‘vel un dantelezhenn/Te a liv d’an nozioù hañv !/ Bleuñvennig Iwerzhon/E pelec’h ‘ta e vleuniez ?/ War ribloù ar mor don/Pe ouzh tor ar menez ?// Bras eo va levenez/Ha ra vezo benniget/An hini en deus en enez/’Vidon-me da gutuilhet,/ War askell an avel/Bleuñvennig c’h- las Iwerzhon,/ Du-hont d’ar broioù pell,/ Kerzh davet va mignon.// A Vreizh hag Iwerzhon/Te a zougo frond al lann,/ Ar fru-mor hag ar goe- mon/D’ar mignon ker a garan./ E bro an nozioù gor,/Dous e vezo d’e galon/Kefridi Bro Arvor,/Bleuñvenn c’hlas Iwerzhon ! (9.9.66)

Mouezhioù dizremm *

« Na me ho kar… » : « Me ho kar » war ABK.

Er C’hlañvdi

« E tour an Iliz kozh e tint an Añjeluz » : « veur » war ABK.

« O nerzh tamm-ha-tamm o steuziñ » : « Tamm- ha-tamm o nerzh o teuziñ » war ABK.

« O nerzh… Ha siwazh alies o Spi. » : « Hag o feiz hag o spi. » war ABK.

‘N hini karetañ

« ‘N hini ‘garan » an titl war Skol. War Skol eo e kaver an deiziad.

« Ar joa, al levenez a zeu gantañ » : « zeuy » war Skol.

« Ken ma vez erruet tamm na vevan » : « na vez degouezhet » war Skol.

« Peogwir n’eo ket deut an hini ‘garan ! » : « kare- tañ » war Skol.

Kavet e vez er memes kaier, un nebeud a-raok, an adstumm-mañ zo moarvat ar stumm kentañ (pa ‘z eus bet lakaet « eil stumm » e-kichen « ‘N hini karetañ ») :

An Hini Garetañ
Ha dont ‘ray hiziv an hini garetañ/Ha dont ‘ray d’am gwelout an hini ‘garan/Ha dont ‘rafe mil, ha dont ‘rafe kant/D’am c’halonig paour se ne rafe mann/Ma na zeufe ket an hini ‘garan/An hini a garan !// Gant Feiz ha gant Spi bemdez he gortozan/Va c’halon o talmiñ ‘vit ‘n hini ‘garan/Ha gwelout ‘ran mil ha gwelout ‘ran kant/Met evit hini va c’halon ne lamm/Ken ‘vez dirazon an hini ‘garan/An hini a garan !// Ha dont ‘ray hiziv an hini ‘c’hortozan/Da zegas un tamm nerzh d’am c’halon ken gwan/Ha dont ‘rafe mil ha dont ‘rafe kant/Bepred e chomfe ma c’halon ken gwan/Ma na zeufe ket an hini ‘garan/An hini a garan (Lannuon, 20 a viz Here 1966).

Dismantroù Breizh *

« Ne gavan ket plijus » an titl war Ar Bed Keltiek ha KaD. An titl-se (Ne gavan ket plijus) zo bet skrivet gant Roparz Hemon (follenn LGC).

« Met ne blij tamm ebet din  bezañ  anvet  barzh ! » : « N’eo ket va micher ha ne blij ket din bezañ anvet barzh ! » war follenn LGC.

Labour an estren

« Diwiskañ, dibourc’hañ hor Bro » : « Dibourc’hañ. Diwiskañ » war AL.

« Ma kane enne al laboused. » : « hol laboused-ni » war AL.

« … Ha dizale » : « Ha dizale… ma ne daolomp pled » war AL.

Diskar ar c’hleuzioù

« Na mui disheol e kostez ‘r c’hleuz » : « ‘kostez ar c’hleuz » war KaD.

Va c’halon *

War BH 52 (Mezheven 1967) e kaver ar stumm- mañ, gant ar miziad « Ebrel 1967 » :

Va c’halon zo ur Vered/Enni nouspet ha nouspet bez/Enni bemdez ur bez nevez/Bezioù kerent ha mignoned/Bezioù keneiled ken karet/Va c’halon zo ur Vered !// Va c’halon zo ur Vered/Naren !/ Va c’halon zo un Neved/Ma vev ennañ Va Re Dremenet !

Ur stumm all a gaver war ABK 104 (Eost 1967) : Va c’halon zo ur vered,/ Enni nouspet ha nous- pet bez./ Enni bemdez ur bed [evel-se] nevez,/Bezioù kerent ha mignoned,/ Bezioù keneiled ken karet./ Va c’halon zo ur vered,/ … Va c’halon zo un neved,/ Ma vev ennañ va re garet. (memestra war follenn LGC, nemet eo skrivet « Enni bemdez ur bez nevez »).

Ar ger « bed » e-lec’h « bez » zo ur vi-koukoug a- dra-sur, peogwir er stumm gallek « Mon cœur » (kaier 22) e kaver : « […] Et s’ouvre chaque jour/Une tombe nouvelle […] ». War hini ebet deus ar stummoù dornskrivet gant Anjela ne gaver ar ger « bed »-se, « bez » eo a gaver bewech, pe er c’haier, pe war ar follenn kaset da Roparz Hemon.

Dilezet !

« Eo chomet ar c’hirri prenn, dilezet » : « Ar c’hir- ri prenn zo manet » war BH.

« O divrec’h digor, astennet » : « Gant o di- vrec’h… » war BH.

Ar Puñs

« An nev-vaen he femp kogn. » : « An » diank war KaD.

« An iliav eleveziek a guzh » : « An » diank war BH.

Embannet  war  BH  gant  « Ar  C’hreñj  kozh »,

« Kezeg » hag « Ar Marchosi » dindan an titl boutin

« Buhezioù tremenet ».

Ar C’hreñj kozh

« Akipajoù a-‘stribilh/Harnez poultrennet, kevni- det » : « Harnez a-istribilh/Akipaj poultrennet, kevnidet/Sternajoù ar c’hezeg » war BH.

« Dremmoù trist ar re zilezet » : diank war BH.

« Den na zeufe da skrapañ/Da betra ? — N’eo ket gant ler » : « Traoù dilezet int/Ha piv ‘zeufe d’o skrapañ ?/ N’eo ket gant ler » war BH.

« E vezont-i maget… » : « vint » war BH.

Embannet war BH gant « Ar Puñs », « Kezeg » hag

« Ar Marchosi » dindan an titl boutin « Buhezioù tremenet ».

Kammvac’herezh

Dindan an titl « Kezeg » eo bet embannet war BH ar barzhoneg-mañ gant « Ar Puñs », « Ar C’hreñj kozh » hag « Ar Marchosi » dindan an titl  boutin

« Buhezioù tremenet ».

« Balc’h ha dieub e veve Fañch Kouer » : « e vev ar c’houer » war BH.

« … Eilpennet eo pep tra » : « Se ‘oa gwechall/ Eilpennet eo ar vuhez » war BH.

« Evit robodoù. Evit c’hoarielloù » : « Evit c’hoa- rielloù/Evit robodoù nemetken » war BH.

« Da bourmen…/ … / O mini-Brezhoned » : « Da bourmen krakaotronez/Ha mini-dimezelled/O bragoù strizh, pe mini-brozh/War hon aodoù ha dre hor maezioù/Ma pleg ar re gozh o fennoù. » war BH.

Daou adstumm zo a-benn ar fin, an hini a gaver er c’haier hag an hini embannet war BH. War Hiboud al Leger e vezont kavet o-daou.

An divaskell

Memes deiziad ha « Kammvac’herezh » ; kavet e vez goude er c’haier ha miret eo bet an urzh-se amañ.

« Les deux ailes » : istitl er c’haier.

Stumm kavet war ur follenn distag : Da heul ar wennili/Na me ‘garfe sevel/A c’harme ur bugel/Me ‘z afe evelti/Uhel uhel uhel/Bete dorozioù aour/Palez ar Glad Padel/Pa glevas ar vammig/Ur mennozh ken kaer/Hi ‘lavar d’he mabig/Mar  deo  evit  da  Zoue  tostaat/Emaout

emezi o huanad/Kemer da lañs ha sav en aer/Ya, eme ar bugel/Evel ar wennili/Ma ‘m befe divas- kell/Bez’ ac’h eus, va bugel/Divaskell, me, da zibradañ /Da nijal da lec’h a garan ?/Ac’h eus, va bugel-me/Ac’h eus sur divaskell/Unan eo ar Bedenn/Eben ar Garantez.

Gouel ar Mammoù

Bloaziataet hepken eo ar barzhoneg-mañ. Lakaet eo bet diouzh al lec’h ma kaver anezhañ er c’haier : etre « An divaskell » ha « Mae 67 ».

Stumm kavet war ur follenn distag : Gouel ar Mammoù eo/Va mammoù-me a zo en Neñv/Va mamm hervez ar c’hig/Va mamm speredel/Ha mamm an holl Vammoù/Mamm an emzivaded/Ar bec’herien reuzeudik.

Taolennig maeziel

Embannet  dindan  an  anv  « Dibreder »  (istitl :

« Taolennig vaeziat ») war BH.

« Morig aour o houlenniñ sioulik. » : « Mor-aour o wagenniñ goustad » war BH.

Balafenn ha Gwenanenn

Deiziad ebet er c’haier evit ar barzhoneg-mañ a gaver etre « Taolennig maeziel » hag « Ar marcho- si ». Bez’ c’hallfe sevel da viz Mezheven 1967 e-giz ar re-se.

Ar marchosi

Embannet war BH ar barzhoneg-mañ gant « Ar Puñs », « Ar C’hreñj kozh » ha « Kezeg » dindan an titl boutin « Buhezioù tremenet ».

« War ar prenestrig hanterloarheñvel./ Ha war ar maen pignaouer » : « War ar maen pignaouer/War ar prenestr hanterloarheñvel. » war BH.

Kristina

Deiziad ebet er c’haier evit ar barzhoneg-mañ a gaver etre « Ar marchosi » hag « Ar staol goullo » (« Ker-Avel » o vezañ lakaet goude « An div der- venn gozh », daoust d’an deiziad). Bez’ c’hallfe sevel da viz Mezheven 1967 e-giz ar re-se.

Ar Staol goullo

« Pa brenn war e loened », notenn gant Anjela Duval ouzh « loened » : « 1. Doue d’o frezervo. »

Mea culpa

« Ar gwir o deus d’ho harz da dremen » : « Ar gwir…/ Er gêr emaint-i aze » ouzhpenn war BH.

« Gwerzhet gante o mereuri pe o milin/D’an Estren ‘vit un tamm gwerzh-butun. » : « Goude gwerzhet gante o milinoù/Pe o mereuri d’an estren/Evit un tamm gwerzh-butun » war BH.

An div dervenn gozh

« Kramennet  ha  roufennet  don  o   dremm. » :

« don » diank war BH.

An douristed

« O Sioulded sakr ar maezioù ?/ … Gorre lor al lenn » : diank war BH (un tamm mat lakaet ize- loc’h avat).

« Ne glevan mui a-hed an deiz » : « Hogen ne gle- van… » war BH.

« O sioulded ! Sioulded sakr ar maezioù !/ N’eus nemet ar maeziad/Hag a ouife da veizañ/Hag a ouife da dañva. » : « O sioulded, va c’hariad/Te barrleun a vuhez kuñv/Int eo az strafuilh/’Vel ma strafuilh plouf ur maen/Gorre lor al lenn » war BH.

D’am C’hreion

« Hañv 67 » a gaver hepken er c’haier. War ABK ez eus meneget un deiziad : « 24.8.67 », hag a glot gant lec’hiadur ar barzhoneg er c’haier, goude

« An douristed ».

« Te ‘grede dit ‘oas dilezet ? » : « ‘michañs » war ABK.

« He doa steuet dit ur gwele blot » : « blot » diank war ABK.

« Ez korn teñval ! Eizhtez !!! » : « Ez korn teñval, E-pad eizhtez… » war ABK.

Kreisteiz

« Hañv 67 » a gaver hepken er c’haier evit mare ar barzhoneg, a zo bet skrivet etre « D’am C’hreion » (24.8.67 marteze a-walc’h) ha « Va c’hêriadenn » (31.8.67). An urzh-se zo bet miret. Bez’ e c’hallfe ar barzhoneg bezañ bet savet e dibenn miz Eost 1967 eta.

« Er spern-du irin ‘us d’ar garenn enk » : evel-se er c’haier ha war Skol, evit « ar garront » moar- vat, kentoc’h eget « ar c’harrhent ».

Va C’hêriadenn

« Nag o c’hoarzhin, nag o strefial » : evel-se er c’haier.

« Un tren er pellder a c’hwist war-zu ar Gêr- Benn » : « trema ‘r » war BH.

Sumfonienn veureel *

Bloaziataet eo hepken ar barzhoneg-mañ er c’haier. Kavez e vez etre « Va c’hêriadenn » (31.8.67) hag « Er c’hoad » (2.12.67), hemañ diwezhañ skrivet er c’haier a-raok « De profun- dis » (21.9.67).

« Ha du-hont er c’hrav sonn » : «… oc’h eilton » ouzhpenn war ABK (memestra LGC).

Tizh *

1968

« Bloaz nevez (1968) » an titl war Hiboud al Leger ha TaD.

« Da c’henel d’an hevelep deiz » : « Da barañ » war TaD.

Luskellerez Nedeleg

Un ton a voe savet gant F. Danno.

An Douar a Gren

« ‘Vel ur mezvier ? Pe un ampleged ? » : « unan drammet » war BH.

Pedenn

« Ne gredfen ket zoken stokañ va biz ouzh freñj da sae » : « da vantell » war BH.

Ur Vleuñvennig

Miziataet hepken eo ar barzhoneg-mañ, a gaver etre « Pedenn » (22.1.68) hag « E prad ar rinier » (2.2.68) avat.

E Prad ar Rinier

« Pradig ar stêr » an titl war BH.

Yezh ar Gwez

An istitl « Ar yezh a garan » eo titl ar barzhoneg war BH, hag e c’hellfe bezañ bet skrivet er c’haier pellik goude ar barzhoneg e-unan, marte- ze goude an embannadur war ar gelaouenn.

« Ar raoskl war vord an dour » : « ribl » war BH.

« A gont din konchennoù » : « marvailhoù »  war BH.

Stered ar Prad

Kavet e vez ar barzhoneg-mañ er c’haier etre

« Yezh ar Gwez » (5.2.68) hag « Abardaez-Sul » (12.2.68). Ar maread meneget er c’haier (Nevez- hañv 1968) a zegas da soñjal e vefe bet savet diwezhatoc’h eget miz C’hwevrer, ma vefe bet penn-kentañ an nevez-hañv gant ar gedez evit Anjela Duval. Embannet e voe war Ar Bed Keltiek kerkent ha miz Ebrel 1968.

Abardaez-Sul

An tamm-se ‘c’hallfer stagañ ouzh meur a var- zhoneg, ‘lec’h he doa lâret ar varzhez pegen skuizh ‘oa gant an dud a zeue ingal da gaout anezhi : N’hellan mui repoz/Diskuizh ebet mui/Na deiz na noz/Tud ha tud bemdez mui- ouzh-mui/Petra ‘ta ‘fell dezho holl/Nag a amzer a ya da goll/Al labour a chom a-ispilh/Pa rankan selaou o ribilh/Eus an dud vak/Va dieubit Aotrou

« Emaint-i ‘michañs o tintal » : « d’an eur-mañ » war BH.

Fido

« Va c’hi Fido » an titl war BH.

« Eñ  nemetañ  a  oar  ha  perak  ha  penaos » :

« nemetken » war BH.

Notenn gant Anjela Duval : « Drevezet diwar Lamartine (Jocelyn) ».

Bannwel-Noz

Bloaziataet eo hepken ar barzhoneg-mañ er c’haier : etre « Fido » savet d’an 23.2.68, ha « Me ‘garje bout » (3.3.68) e vez kavet. Embannet e voe war BH e miz Gwengolo 1968.

Me ‘garje bout

Ouzhpenn ar stumm kinniget amañ, hag a gaver er c’haier 21, e kaver tri stumm er c’haier 20. An hini kentañ zo diembann :

Pa welan skornet an douar/Me ‘garje bout an Nevez-Hañv/Ha bout ur barrad glav klouar/Pa welan suilhet ar peurvan// Pa glevan ‘n avel o c’hwezhañ/Na me ‘garje bout an Delenn/Me ‘garje bout ar ganaouenn/Pa glevan ‘n arzour o kanañ// Pa welan digor ur rozenn/Me ‘garje bout ur valafenn/Pa welan mousc’hoarzh ur Babig

Na me ‘garje bout e vammig/Pa welan lili-dour al lenn/Me ‘garje bout un alarc’h gwenn. (19.2.68)

An eil (« eil stumm » er c’haier) zo bet embannet war BH, war-bouez un nebeud kemmoù :

Pa welan-me skornet ar stêr/Me ‘garje bout an Nevez-Hañv/Pa welan suilhet ar peurvan/Me ‘garje bout ur barrad-glizh/Pa welan digor ur rozenn [« ur rozenn digor » war Barr-Heol]/ Me ‘garje bout ur valafenn/Pa welan lili-dour al lenn/Me ‘garje bout un alarc’h gwenn.// Pa welan ‘r c’hlañvour o c’houzañv/Me ‘garje bout ur Pareour/Pa welan ‘n Heol o vont da guzh/Na me ‘garje bout ul Livour/Pa gavan un neizh pennglaouig/Me ‘garje bout ar vioù glas/Pa welan ‘r bugel o c’hoarzhin/Me ‘garje bout e vamm dezhañ// Pa glevan ‘n avel o c’hwe- zhañ/Na me ‘garje bout an Delenn !/ Me ‘garje bout ar ganaouenn/Pa glevan ‘n Arzour o kanañ/Pa welan ‘r vaouez kenedus/Me ‘garje bout he melezour/Pa welan ‘r vilin war ar stêr/Me ‘garje bout ar miliner.// Pa deuy en-dro Nevenoe/Me ‘garfe bout ar Menez-Bre ! (19.2.68 ivez.)

An trede hini, peuztost d’an hini a gaver er c’haier 21, zo bet embannet war Skol, war-bouez ur c’hemm bennak.

Pa welan-me skornet ar stêr/Me ‘garje bout an Nevez-hañv/Me ‘garje bout ur barrad glizh/Pa welan suilhet ar Peurvan/Pa welan ‘n Heol o vont da guzh/Na me ‘garje bout ul Livour/Pa welan ‘r c’hlañvour o c’houzañv/Me ‘garje bout ur Pareour// Pa glevan ‘n Arzour o kanañ/Me ‘garje bout ar ganaouenn/Pa glevan ‘n avel o c’hwezhañ/Na me ‘garje bout un Delenn/Bout Izold ar Veleganez/O selaou Telenn aour Marzhin/Me ‘garje bout milinerez/Pa welan tourlant ur vilin// Me ‘garje bout ar c’houmoul roz/Pa sked warne an Heol vintin/Ha bezañ moger un ti kozh/Dindan ur garlantez glizin/Me ‘garje bout ur steredenn/O lintrañ war vantell an noz/Me ‘garje bout ul lilienn/Me ‘garje bout ur boked roz// Pa welan ur rozenn skedus/Me ‘garje bout al liorzhour/Pa welan ‘r vaouez kenedus/Me ‘garje bout he melezour/Me ‘garje bout an Alc’houeder/O tibun e ganenn vintin/E porched an neñv bout sant Pêr/Digeriñ d’al labous lirzhin (« Ha digeriñ d’an evn lirzhin » war Skol)

E don lagad seder ur gour/Me ‘garje bout ur vleuñvenn lin/Me ‘garje bout d’un devezh dour/Ar ganevedenn he seizh liv/Me ‘garje bout ar winizhenn/A hadan en Erv d’an Here/A vez tañvouezenn da C’houere/Ha da Wengolo Hostiv wenn ! (3.3.68.)

Divroañ *

Stumm kavet war ur follenn distag : Gwashat gwalenn a gastiz/O waskañ hiziv  maezioù Breizh !/Freuz ha reuz war hor Bro/Tec’hel ha divroañ/O c’halon o rannañ/Mat holl da brolete- rien/Reiñ o flas d’an Estren/Setu lod hoe yaouankiz./Aberzhet o frankiz/O zud o zi o douaroù/’Kerzhont ‘trezek ar c’hêrioù/D’al labouradegoù bouzarus/D’ar HLMoù safarus/Stag o buhez hiviziken noz-deiz/Ouzh lusk ar momeder/O ventadiñ o amzer/Eilenn goude eilenn,/Evit gounit an nebeud gwen- neien/A zo ret evit bevañ.

D’am digenvez *

« Bennozh dit ! Mignonez doueel » : « Mignonez doueel. Bennozh dit ! » LGC.

« Digenvez sioul. Kariadez » : « Pareourez » LGC.

« Ha kroz ar skluz en draonienn vut » : « Kroz ar skluz er veilh didud » LGC.

Notenn  gant  Ivona  Martin  war  follenn  LGC :

«Touell ? Evit lod sur mat, rak gouzout a ra mat- tre n’hell mui kuitaat mogerioù (diwelus ?) he zoull-bac’h. Met gwir koulskoude, pa ‘z eo ken stag d’an douar, d’an dour, d’ar gwez, d’al loe- ned. Ret gwelout. Goude tout, marteze hi eo he deus ul lodenn gaer… o nac’hañ krenn hon doare  bevañ. »

Penn-Kalet ?

Miziataet eo hepken ar barzhoneg-mañ. Kavet e vez er c’haier a-raok « Divroañ » ha « D’am digen- vez » savet e miz Ebrel 1968.

Digomprenusted

Stumm kavet war ur follenn distag : Ha talvout a ra dit tarlammat/Va c’halon re dener ?/Ha tal- vout a ra dit birviñ/Va empenn re brim da folliñ ?/Goût a ouiez, Pe ne ouiez ket/— Daoust d’ar garantez difaezhus —/’zo re a ziforc’h etre- zomp/’Tre kêriz ha paizant./Va gloazet en deus he goap/Hag he gloazet en deus va zaerded/Met perak ivez ‘ta ? Perak /An digomprenusted-se peurbadus/Etrezomp. Perak va goapaat ?/Perak ober fae warnon/Ober fent ganin/Dre ma karan kement da gorf/Da gorf noazh. Da vrennid noazh./Sev bev da galon vev./O va Bro. Bro va hendadoù/Va Douar. Douar va zadoù/Va Breizh/Va c’harantez/Va Buhez !//Da garout a ra-hi, emezi/Ya, da sae gwelevus ha liesliv/Ya, da goadoù glas, da lannegi aour/Da stêrioù, da Vorioù/Da laboused./Hogen, doñjer he dije/O terc’hel etre he bizied gwenn/Ur vozad eus douar he bro./An douar sakr-se, trempet gant/C’hwezenn ha Gwad remziadoù Breizhiz/N’on ket evit gouzañv an ofañs-se dit/Bezañ disprizet ‘vit da re-garout./Breizh, va c’harantez nemedout/Dit va holl nerzh bete ‘n elfenn diwezhañ/Bete ‘n eur ma tigori din da zivrec’h evit (?)

« Va gloazet en deus o goap » : « o deus » war BH.

Da Heloiza

« Atav az pije madigoù ‘n ur voestig koant » :

« Atav az peze madigoù ‘n ur bravig a voest » war BH.

« Douar sakr hon Tadoù kozh » : « hon zudoù » war BH.

« Atav war ar memes hedad gwagennoù » : « an hevelep » war BH.

Da boan zo dit

Stumm kavet war ur follenn distag : Bez’ e c’hellfes lodenniñ/Gant pep hini/Da zanvez ha da Ouiziegezh/Da garantez ha da levenez./Un dra zo na lodenni ket/Da boan, rak m’eo graet/Diouzh da vuzul da-unan.

E maezioù Breizh

N’eus meneget maread ebet er c’haier evit ar barzhoneg-mañ, a gaver skrivet etre « Da  Heloiza » (Gouere 68) ha « Gwinizh » (9.9.68) avat.

Pikernioù Denelezh

Stumm kavet war ur follenn distag : — Da betra ur minic’hi ?/Ne veizan ket, emezi./— Ha meuzout ‘ra ar blaenenn/Barrleun a drevadoù/Pikernioù noazh an Alpoù/Sonnet pep buhez warno/Peurbad o goañv garv ?/— Hogen mab-den a riskl e vuhez/D’aloubiñ kribenn wenn ar menez/A-hed an Erc’hegi/A-dreuz ar skornegi.

Stered o vervel

Miziataet eo hepken ar barzhoneg-mañ, a gaver skrivet a-raok « Hollwennwisket » (26.11.68) er c’haier. Miret eo bet an urzh-se amañ.

« E damskleur digar ar revenn vintin » : « digar » diank war BH.

« Mil steredenn o vervel » : diank ar werzenn-mañ war Skol.

Noz an Anaon

Miziataet eo hepken ar barzhoneg-mañ, skrivet war-lerc’h « Hollwennwisket » (26.11.68) er c’haier. An urzh-se zo bet miret amañ.

Pirc’hirinded

Stumm kavet war ur follenn distag : An Apokalips//Bloavezhioù ha bloavezhioù/E teuan bep deiz kentañ ‘Veurzh/E pirc’hirinded da gorn ar blasenn/Ur vunutenn sioulded, ur bater/E memor ouzhit keneil/Falc’het-trumm en andred-mañ./En andred-mañ ?/Kollet on, n’eus mui netra/Na hent na gwenodenn/Na kribenn ha tosenn/Nag alez na kleuz nag ode/Na lann na balan/Na drez na brulu/N’eus mui ur yeotenn/Mein ha traezh, Traezh ha mein/Ur Sahara !/Ha gwrizioù derv diframmet/An Apokalips relegoù/O treiñ hor Bro da Ouelec’h

Fioretti pe minimadoberoù

Kavet e vez ar barzhoneg-mañ war ur baperenn zistag. Embannet e voe war Skol, ar pozioù ren- ket  en  ur  mod  disheñvelik,  gant  ar  miziad

« C’hwevrer 1969 » ha daou boz ouzhpenn :

Kanañ ur werz kozh d’un den yaouank. Ijinañ ur rimastell nevez d’ur bugel klañv.

Buhez an noz

« Tra ma rouzmouz ar c’hazh rous : Bilu/Moredet (al luguder !) kollet en e hun ha ‘n e hunvre » : « Tra ma rouzmouz ar c’hazh rous/— Al luguder Bilu, — more- det, kollet/En e hun ha ‘n e hunvre » war ABK.

« Koantik ha gwiv e-giz d’un Erminig » : « Koantik ‘giz un erminig » war ABK.

Stumm kavet war ur follenn distag : Hag an hunvre//Trouzigoù   an   noz   a   dastroc’h  an amzer/Strakadennoù munut an etivi en oaled/Treid mibin ar glav war wer ar pre- nestr/Boud an avel en ivinenn/Sabad al logod er c’hrignol.

Mousc’hoarzh ar Bleuñv * Tan o tasorc’hiñ

« Da c’hwezhañ, da c’hwezhañ » : diank ar werzenn-mañ war HY.

Gouel Itron Varia Drugarez a vez d’ar 24 a viz Gwengolo.

Mil dremm va Bro *

« Taol-vaen ar Seizh Sant, maen-hir ar Pergad » :

« maen-hir par Pergad » war Skol ha war TaD.

« Da houmañ ar c’hoefoù dantelezh hag ar jile- tennoù voulouz brodet » : « voulouz » diank war Skol ha war TaD.

« D’ar barzh : an Hentoù don, al lannegi… » : « ar barzh-mañ » war Skol ha war TaD.

« Va Breizh zo Harozed dec’h/Harozed hiziv/Harozed warc’hoazh » : « He harozed » bewech war Skol ha war TaD.

« Folkloraj skañv ha pardonioù »: « korolloù » war follenn LGC.

Douar Breizh

« … Treiñ a ra va hun da wallhunvre » : diank war Skol.

« Karantez douar Breizh hor Bro » : diank ar wer- zenn-mañ er c’haier 28.

Nozioù goañv

Stumm kavet war ur follenn distag : Evel ur mab/Evidon eo graet ‘ta ar sonerezh-mañ/A ra d’am c’halon tridal gant ar joa/Dre be hud eo deut davedon ?/O treuziñ ar mor e koun- nar/Sonerezh laouen binioù ilin Iwerzhon/Ha mouezhioù gour he faotred sart/Buhezleun, rinal ha balc’h/Dic’houzvez eo din o yezh Hogen/E pep ger e pep notenn/Emañ skeudenn ar paotr a garan/Evel ur mab.//Va c’horf n’en deus ket o douget/Va c’halon padal he deus o advabet.

Hag ar stumm-mañ war ur follenn all : Perak ger- vel an hun/P’eo ken meurdezus an noz/An noz sioul ha kevrinus/An avelig sin o luskellat ar gwez/Gant keleier an deiz/Keleier ar mor hag ar menez.

Bennozh dit !

« Dispriz Kêriz a ra din fent » : « fent din » war BH.

« Dezhañ frondoù yac’h ha kanoù glan » : « frond » war BH.

« Dezhañ froñj ar gwenan/Sarac’h an deil » : « Ha sarac’h an deil » da gentañ er c’haier, an « Ha » krommellaouet goude, « Dezhañ froñj ar gwenan, sarac’h an deil » war BH.

« Dezhañ yud ha boud an avel » : « Dezhañ » diank war BH.

Itron Varia Vreizh

Ar stumm kinniget amañ a gaver er c’haier 27, hep deiziad, etre « Bennozh dit » (24.3.70) ha

« Va zraonienn din-me » (7.4.70).

Ur stumm koshoc’h a gaver er c’haier 21 ; sone- rezh a oa bet lakaet ennañ gant Soazig Noblet (BH 88, Meurzh 76) :

I./Itron Varia Vreizh karet/Mirit ar Feiz d’ho Pretoned/Ha grit ma kavo pep hini/Labour ha bara ‘n hor Bro-ni/Breizh a c’houzañv/Mamm druezus/Bezit ‘vidomp madelezhus.// II./O Mamm garet, ni a zo skuizh/’Welout o tec’hel hor Broiz/Hor bugale ‘vont a bep tu/Da c’hounit bara en harlu/Ha Breizh a ouel/Ha Breizh a glemm/Sec’hit an daeroù war he dremm.// III./Itron Varia Vreizh karet/Ha bez’ zo Bro all war ar Bed/Ken stank enni an nevedoù/’Vel m’eo ‘n hor Bro ho chapelioù/Ha Breizh a gan/Ha Breizh a bed/A-greiz kalon. O. Mamm garet.// IV./Lârit din Gwerc’hez vinniget/Ha bez’ zo Bro all dre ar bed/Nac’het outi yezh he zadoù/He bugale estren ‘n o Bro ?/ Breizhiz a c’harm/Hag a hirvoud/Hon dieubet eus seurt darvoud.// V./Hag-eñ eo reizh, Gwerc’hez san- tel/Gwelout ar vamm ‘komz d’he bugel/Ar yezh estren : yezh ar mac’her/Ha dilezel hor yezh ken kaer ?/ Ur vezh eo dimp/Gwerc’hez Vari/Ar Bed a ra goap ouzhomp-ni.// VI./O Mamm garet, ho pet truez/Breizh ‘fell dezhi pediñ ‘n he yezh/Ni ‘fell dimp kanañ kantikoù/Er yezh e kane hon tadoù/E pep pardon/E pep chapel/Da heul pep kroaz ha pep banniel.// VII./Daoulinet dirak ho skeudenn/Gant feiz ni ‘gas deoc’h hor pedenn/Roit ho skoazell d’hor Bro Breizh/Mirit dezhi he yezh, he Feiz./ Hor yaouankiz/C’hoazh ho pedo/E yezh karet o c’hendadoù.// VIII./O Mamm doue, o mamm santel/Ho pet truez ouzh Breizh-Izel/M’ho ped dirak lez an Dreinded/ Difennit kaoz ar Vretoned/Hag en o yezh/Holl asambles/Int a gano deoc’h trugarez.

Deiz-ha-bloaz ganedigezh va mamm (1867), 4.2.1969 (1867).

Dibabet ‘m eus *

Opium *

Ouzh Skeud al Loar

« Hag aner ‘ve bet hon aberzh ? » : « ‘vez » er c’haier.

Va C’heneiled du *

Stumm kavet war ur follenn distag : O tistreiñ da bep pred d’un ti goullo ha yen/D’un ti serret e zor ha prenestroù kloz/N’eus den ennañ ouzh ho kortoz/Na tad na mamm na breur na c’hoar/Na pried na bugel na mignon na servijer/Ma ne gle- ver er porzh trouz treid nemet ho re/Nep heklev na dasson d’ho mouezh/Nemet ki kozh an tie- gezh/O harzhal laouen d’ho tegemer/Goude ne vez mui nemet ar galon/O respont d’ho hini na dous eo e (?)/O, deus, diwezhañ keneil/a laoue- na trouz va zreid/Na ruzin ket ouzhit dirak Doue an Tad/Sec’h gant da deod daeroù va daoula- gad/Den n’am c’har mui, ‘medout va  c’hi.//Deus keneil nemetañ a drid gant trouz va zreid/N’az pez doan ouzhit a ruzfen dirak an Aotrou/Sec’h daeroù va lagad ha souch war va c’halon/P’hon eus karantez all n’em garomp va c’hi mat.

« D’am c’heneiled du » an titl war ABK (follenn LGC : « Da va c’heneiled du » an titl dornskrivet gant Anjela, reizhet gant Roparz Hemon, « D’am c’heneiled du »).

« Respont ebet d’ho mouezh — N’eus mui ouzh Kubele » : evel-se er c’haier, « eus » war ABK, hag un notenn da heul : « Kubele, ar gazeg », notenn diwar dorn Anjela war follenn LGC (« Cybèle » a oa hec’h anv boas, « Kubele » o vezañ ar stumm gresianek).

« Int a lenn ‘n ho selloù. Int a veiz ho menoz. » :

« en ho sell » war ABK (memestra LGC).

« A drid gant ur gomz dous. Karantez en ho sell » : an « ho » zo skrivet war un tammig paper peget war ar bajenn, « A drid gant ur gomz dous, karan- tez en o sell » war ABK.

Triskell bev *

« Ha bepred an hini karetañ » : « an hini garetañ » war ABK.

« An eil e glas atav he gwelan » : « atav e glas » war ABK (memestra LGC).

Milinoù kozh

War BH eo bet eilpennet an eil hag an trede poz, hag e-barzh pep teir gwerzenn eo bet lakaet an eil da heul an hini gentañ, da skouer :

« Milinoù koant a droe drant/O Rod en dour/Milinoù koant a vale drant/Bleud gwinizh flour… »

Hent an Ametist

« Gant koantañ gerioù hor yezh kaer » : « gerioù koantañ » war BH.

« Az meule an Arzour hag an Amourouz » : « Az meule arzour hag amourouz » war BH.

« Hiziv ? Aet ar Baradoz da Ifern »: « Troet » war BH.

« Euzh ha heug un dismantr » : « an dismantr » war BH.

E-lec’h : « A drugarez d’ar vandaled vodern/— Euzh ha heug un dismantr —/ Kemmet an drao- nienn goant/’N un daolenn fin ar Bed/Ra veizo neb a lenno… » e oa bet skrivet da gentañ er c’haier : « Abomination de la Désolation/Que celui qui lit comprenne…/ Doue da bardono ar Vandaled. » Ar gwerzennoù brezhonek nevez zo bet skrivet war ur baperenn peget ur bord anez- hi nemetken war ar bajenn, ken ez eus tu c’hoazh da lenn ar skrid kentañ. N’eus deiziad nemet gant ar stumm kentañ-se, hag eo diaes gouzout resis pevare e oa bet savet ar stumm nevez ; hemañ an hini a oa embannet war BH e miz Genver 1971.

War BH e kaver an notenn-mañ : « An hent nepell diouzh ti A.D. hag a gas d’ar Pont Kozh a oa bru- det evit ar vein-ametist a gaved e-touez ar vein anezhañ. Adc’hraet eo bet an hent-se… Ha c’hwi ‘oar a-walc’h petra a vez graet pa zigorer ha pa ledanaer hentoù ! »

Teñvalded * Kleier an Argad

Deiziad ebet er c’haier gant ar barzhoneg-mañ a vez kavet etre « Barzhoneg evit ur vamm » (troet d’an 20.10.70, ha skrivet goude « Sistr dous » e miz Kerzu 1970) ha « Pec’hed ar C’houer » (30.11.70), hemañ renket neuze en un doare na glot ket tre gant an deiziad.

Pedennig

Deiziad ebet er c’haier gant ar barzhoneg-mañ a vez kavet etre « Pec’hed ar C’houer » (30.11.70) (hemañ renket en ul lec’h na glot ket gant e zei- ziad, peogwir e teu pellik goude « Sistr dous » savet e miz Kerzu 1970) ha « Rozenn ar Reter » (11.12.70).

D’ar Bugel Doue

« E nouelenn a Garantez. » : « ar Garantez » war KaD.

Ur vleuñvenn lann a gomze

« Ha plantet ac’h eus da viz em drein ! », « Ha lavaret ac’h eus : mat eo an dra-se ! » : « az poa » war BH.

« Az pije lezet ganin ur sanig er golo » : « M’az pije lezet ganin ur sanig/E korn ar golo » war BH.

« Riezoù Keltia tramor » : « Broadoù » war BH.

« Dous evel ar mel eo da galon e garvder an drein » : « Dous eo da galon ‘vel ar mel,/ Da galon aour e garvder an drein » war BH.

Bac’hañ

« A-dreñv moger al levrdioù » : « levrioù » a oa bet skrivet da gentañ.

Kounnar-ruz

Tamm kavet war ur follenn distag : Arabat soñjal, kerent kement karet/Arabat soñjal eo koazhet va doujañs/Nann, met damant am eus./A-boan ma kredan sevel va selloù/War ho skeudennoù/En ho taoulagad ‘zo rebechoù/Tamall ‘reont din va laoskentez/Rebech ‘reont din va digasted.

Da’m zad

Evel-se an titl er c’haier.

Paour-kaezh Plouk !

« ‘Vo aet d’ar ferrailh » : « d’ar c’hozh-hernaj » war BH.

« Da greion a c’hwec’h gwenneg! » : « kwenneg » er c’haier.

« Da di ‘vefe dizale ul lec’h » : « Pe da di ‘vo di- zale ul lec’h » war BH.

Perak ?

« Boudoùigoù bev fiñvus pe difiñv » : « Boudoù bihan » war BH.

« Ar verr-blouzenn d’he c’hrugull » : evel-se war BH, « d’he c’hrugul » er c’haier.

Bloaz zo

Deiziad ebet er c’haier. Kavet e vez e penn-ken- tañ ar c’haier 35. Sur a-walc’h eo bet savet bloaz goude an abadenn a reas dezhi bezañ ken brudet (28 a viz Kerzu 1971).

Marv va c’hi kozh

« Chadenn all na anavezis. Fido » : « anavezjout » war BH.

« ‘Oa ket ur chadenn houarn » : « N’oa » war BH.

« Out bet war va seulioù Fido ! » : « Out bet atav war… » war BH.

Edon pell zo mignonez

Kavet e vez ar barzhoneg-mañ war ur baperenn hep deiziad ebet.

Pedenn d’an Aotrou Perrot

Stumm kavet war ur follenn distag : Aotrou Perrot   merzher   Breizh/pedet   evidomp holl/Bretoned klouar/ha diboell.//Pedit an Aotrou da virout/deomp hor mammvro./Ha da virout ar Feiz e Breizh/Obtenet dimp ar c’hras a Emglev,

/a Gengarantez hag a Sklêrijenn./Obtenet dimp an nerzh da stourm evit ar Frankiz, al Lealded, ar Reizh./Obtenet dimp ar c’hras da derriñ hon Hual hep ma redo gwad hor gwasker war douar hor Bro, ha nebeutoc’h c’hoazh gwad hor Broiz.//Aotrou Perrot merzher, c’hwi hag hoc’h eus baleet digenvez war Hentoù digompez hor Bro bezit hor skoazell./C’hwi hag a zo kouezhet en Hent, drouklazhet gant un trubard, obtenet dimp mont betek penn an Hent n’hoc’h eus ket gallet tizhout./Obtenet dimp merzher benniget ma vo selaouet Breizhiz pa c’houlennont ar gwir da vout o mistri o-unan en o Bro./Obtenet d’ar Vretoned ar sklêrijenn d’en em ren war-zu ar pal a-dreuz teñvalijenn ha gwidreoù spered o Enebourien.//Aotrou Perrot, beleg divlam/pedit evit beleien Breizh/touellet gant treuzvennoz- hioù ar c’hantved-mañ./Obtenet dimp kaout en hor gouenn kuzulierien fur ha renerien spis- wel./Obtenet da Vreizhiz kaout labour ha bara en o Bro, kaout tommder un oaled evit pep tie- gezh, kaout nerzh ha yec’hed evit gounit bara./Roet dimp kelennerien brogar evit ma vo desket dimp istor hor Bro, hor gouenn, degaset d’an holl soñj eus hon Harozed, Tud Veur an amzer gent, Tadoù ar Vro.//Aotrou Yann-Vari Perrot, c’hwi ha n’hoc’h eus goulennet morse nemet ar pezh ‘oa reizh, ar gwir da implijout hor yezh e pep doare ha war bep tachenn, en ti hag er-maez, er skol hag en iliz, en darempredoù ofisiel, obtenet dimp tud ampart da gaeraat c’hoazh Yezh hon Tadoù, ma splanno en oabl al Lennegezh etrevroadel, ma vleunio a-nevez war vuzelloù ar Plant yaouank, e kêr ha war ar maez, ha ma vo doujet evel arouez ur Bobl kadarn.

« Obtenit deomp tud ampart da gaeraat c’hoazh yezh hon tadoù » : diank kement-se war TaD : tre- men a reer eus «… en holl zarempredoù ofisiel » da « ma splanno en oabl… »

E-barzh ul lizher bet kaset da Fañch Morvannoù (30.12.73) e lenner kement-mañ : « Kalz a zou- jañs am eus evit memor an Ao. Perrot ha d’an 12 ar miz am boa skrivet un doare Pedenn en e vemor, o soñjal eo galloudus er Bed all, hag e kar bepred Breizh hag ar re a labour eviti. »

Chomit en ho Pro !

Stumm kavet war ur follenn distag : ‘Mañ tud ar c’hêrioù ‘tont a-leizh/Da glask aer vat e maezioù Breizh/Breizhiz  c’hwi  ‘zo  diskianted/’Vont en kêr da goll ho yec’hed//Rak o klask gounit arc’hant bras/’Kollit un teñzor brasoc’h c’hoazh/Yec’hed ar c’horf hag an Ene/Ha seve- nadur ho lignez.//’Lec’h ober « grève» e porzh ar skol/P’emañ douar Breizh en argoll/Paotred ‘vefe gwelloc’h ho stad/O labourat e park ho tad.//Muzelloù ruz, ivinoù roz/Merc’hed berr- boell ha berr ho prozh/C’hwi ‘ra fae war ar peizant/Ma rank chom e-un’ da gozhañ//Gwell eo ganeoc’h ur c’hrak-aotrou/Foet-boutig, liper chopinoù/Chaker babouz, straker paper/Forzh petra gant na vo ket kouer.//Un deiz koulskoude marteze/En em gavo ganeoc’h kerse/Pa vo aet Breizh gant an Estren/Ha Breizhiz da servije- rien.//Merc’hed yaouank ‘vel ho mammoù/ Chomet da labourat ‘n ho Pro/Gant ur peizant, ur galon aour/Yac’h ha nerzhus ne viot ket paour.//Ha sonn he fenn evel gwechall/Breizh e- touez an holl vroioù all/Breizh ‘vo pinvidik a-nevez/Yaouankiz ‘zo pinvidigezh.//A-benn ar fin ‘pezh a chomo/Dambrest e vo goullo ar Vro./Hiziv ‘zo ret cheñch penn d’ar vazh/Re ziwezhat ‘vefe arc’hoazh.

Korriganed ? ! ?

Stumm kavet war ur follenn distag : Breizhiz ?!?// Pobl korriganed/Pobl dilignezet/Pobl jenosi- det/Beuzet er gwin ruz/Beuzet er floñ-floñ gall/Hag el luganoù politikel/Pobl hañval ouzh/Korriged farsus/Oc’h ebatiñ el lannegi dis- tro/O koroll er meinegi/— Pa dav ar skrilhed —/ Ouzh kan an tousegi/Ouzh sonerezh kevrinel/An avel hag ar mor/Hiboud ar froudoù/Ha sarac’h ar c’hoadoù/Ha strobinell an Delenn/Korriged a souch ‘n o zoull/’Dal ma kroz ar Vistri/Pobl trec’het, beuzet/’Vel Kêr-Iz er meurvor/Lod a glemm en noz du/D’o frankizoù kollet/Pa goroll ar Gorriged/War leurenn grin al lannegi/Hag a daoulin bep mintin/Dirak an Doue gall/A labour a-lazh-korf/’Hed an deiz, ‘hed ar sizhun/Evit ar Vro o sun./A, Pobl aet da netra…/Troet da gorri- ganed./Peseurt burzhud ‘vo ret ‘ta/Evit da zihun ?

Deiziad resis ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg-mañ  etre  « Taolenn  du »  (11.73) ha

« Pedenn d’an Aotrou Perrot » (12.12.73). Tarzha- denn Roc’h Tredudon a voe d’an 13 a viz C’hwevrer 1974.

Hunvre sevenet

« Beleg » an titl war AL.

Santad bugel

Stumm kavet war ur follenn distag : Ar garantez-se evit ar gwez ?/abaoe ma oad tenerañ/ma flourenn o fluskenn/gant va dorn babig/ma pegen outo va skouarn/Da selaou o skourroù o weañ en avel foll/ha strak ar briñsoù sec’h o ter- riñ/ma striven da grapat uhel, uheloc’h/Bepred uheloc’h a varr da varr//Bet on bet marteze ur wezenn ‘n ur vuhez-hont./Ar gwez ‘zo holl va mignoned.

Noz an adpardon

« Noz derc’hent an 8 » hepken an deiziad er c’haier. War BH e voe embannet gant an  deiziad

« 1 Gwengolo 1974 », moarvat evit « 7 Gwengolo 1974 ».

An treuzoù maen

Un arroudenn gant Brizeug a voe lakaet da heul ar barzhoneg war BH : « O ! Ne le quittez pas/C’est moi qui vous le dis/Le seuil de votre porte, etc. » Adkemeret e voe war TaD.

Gwerz ar Protein

Deiziad ebet er c’haier evit ar barzhoneg-mañ a gaver etre « Darkness and silence » (13.5.75) ha

« Rouanez an erc’h » (19.7.75). Lakaet eo bet amañ da heul ar barzhonegoù savet e 1974.

« Tostait da selaou, Bretoned » : « Tostaet » er c’haier.

Embannet e voe ar barzhoneg da gentañ war BH 84 (Meurzh 1975), gant ar meneg « Ton da sevel » da heul. Adembannet e voe war an niverenn 86 (Gwengolo 1975) gant un ton savet gant « Yann Gouer ».

Ni

« Dre an holl Vorioù » : « vroioù » war BH.

Anken

Un nedeud gwerzhennoù ouzhpenn a gaver war ur follenn vrouilhoñs da heul ar barzhoneg-mañ : ‘Vefe an Aotrou o c’hoari/Gant va Ene ? va nerzh ?/’Vefe o kemer ar muzul/Eus va c’halone- gezh ?/Mont ‘ra an douar a-zindan va zreid/ Brallañ. gadelliñ. trellañ./Pe eo deiz ? Pe eo noz./N’ouzon mui.

Piv zo ganet ?

Kavet e vez ar barzhoneg-mañ a-raok « Ni » er c’haier, hag eo bet savet e miz Meurzh 1975. Setu eo bet lakaet a-raok « Roz-Kamm ».

Añjeluzoù en Tour EIFFEL-B e 74 hag e 75

Kavet e vez an daou varzhoneg kichen-ha-kichen

er c’haier. Dalc’het ez eus d’an dra-se amañ, daoust da deiziad an hini kentañ.

Stumm kavet war ur follenn distag : Anastasie/ Erru ur gont a vez/’Ya ar paour en gouez !/Setu ar pezh ‘zo c’hoarvezet en noz tremen/Koustet ‘vo ker d’an O.R.T.F. ober fae hag ober goap ouz ar Vretoned./Pegeit amzer ‘zo emeur o c’hou- lenn un tammig plas dereat evit ar Brezhoneg en Tele hag er Radio ? Nann, bouzar eo aotrounez Pariz./Kaeroc’h n’o doa ket ar gwir ar Vretoned paour da zisklêriañ o mennozhioù e-pad ar munutennoù aotreet dezho evel un aluzen./Kouezhet eo bet Anastasie war gein Charlez ar Gall, troc’het ar pezh na blije ket da Renerien Bariz, ma’z eo d’e dro kroget ar fae ennañ ha dilezet e garg siwazh d’ar selaouerien e gare kement (14.2.74).

Glaz

Stumm  kavet  war  ur  follenn  distag :  Marv  eo !/Talmoù va c’halon/Taolioù glaz o son/Un dra zo marv ennon/Un dra zo lazhet ennon/Ar fiziañs zo marv da viken/Lazhet gant trubar- ded/Lazhet evit mat./Perak din n’em boa ket graet va mad/Eus krennlavar fur va zad/Gwa d’an den/a laka e fiziañs en un den./Talmoù va c’halon zo bremañ taolioù glaz/Hag ar bed a- bezh a zo yen-sklas.

Darkness and silence

Stumm kavet war  ur  follenn  distag :  Va  oabl zo teñval hiviziken/Kuzhet din va zeir stere- denn/Kuzhet ? Dislivet. Troet kein din ?//War ar gaerañ ‘zo ledet ur goabrenn/An eil a zo kouez- het el lagenn/Eben war-nes tarzhañ gant anken.//An noz war va ene, ken teñval ken yen/Pe eo deiz pe eo noz n’ouzon mui zoken/Ur c’hleze ‘dreuz va c’halon ur bir va empenn.// Doue Tad ar sklêrijenn Doue roue ar Spi/Ro din nerzh da c’houzañv Ro din nerzh da bediñ/Netra mui d’am frealz, netra ‘met teod ar c’hi.

Rouanez an Erc’h

« Da gevarc’hiñ a ran. » : diank ar werzenn  war BH.

Dirak da skeudenn

War AL 210 e kaver an notenn-mañ da heul ar barzhoneg : « Ar barzhoneg-mañ zo bet kaset deomp gant Ronan Kaerleon. Kaset e oa bet dez- hañ gant A. Duval da geñver marv e verc’h Viviana. »

« Hon  merzher  Brogarour  ar  beleg   santel » :

« broadel » war AL.

« Marvet evit Breizh » : « e vro » war AL.

« Hon Hendadoù o deus difraostet an Arvor »:

« Breizh » war AL.

« Aet d’ober o Feoc’h dirak Doue. » : « e Peoc’h » war AL.

Dieub ?

« Dieubidigezh » e oa an titl da gentañ er c’haier, barrennet eo bet fin ar ger ma ne chomfe nemet

« Dieub ».

« Ur c’hi kailharet… hag ur pennad stagellenn. » a gaver er c’haier dindan ur barzhoneg end-eeun, e doare un notenn. War BH e oa bet embannet ar gerioù-se e penn-kentañ ar barzhoneg gant un nebeud kemmoù (« skoelf e sell », « un tamm pennad stagellenn »).

« A glaskez kemmañ ez Puhez-ki ? » : « ez tamm buhez-ki » war BH.

« N’eo ket gant an den. Ki paour » : « N’eo ket gant an den bepred » war BH.

Pedenn evit ur Bloaz nevez

« E krogan gant ur bloaz nevez. » : war BH e kaver da heul ur werzenn ouzhpenn « E deroù-mañ an nevez-hañv. »

« Evit ma ne vo ket aner ha goullo va  amzer » :

« ne vezo ket goullo nag aner » war BH.

Sec’hour

« Emañ an den oc’h arvestiñ ouzh an Oabl » :

« M’emañ » war BH.

« Zo ivez da grouadurien » : « Int zo » war BH.

« Ha gra d’an Neñv glebiañ an Douar. » : « Ha gourc’hemenn d’an Neñv/Glebiañ an douar. » war BH.

Va c’hoar

« Va c’hoar vihan fur, va c’hoarig ker » : « Va c’hoar gaezh. » war ur baperenn

« Joa deoc’h e Gwenva ar Gelted. » : « Paradoz » war ar baperenn.

« Ni ‘vije bet evurus hon-div » : « Pegen evurus ‘vijemp bet hon-div » war ar baperenn.

« Ken yaouank. Maia ! Maia ! » : « d’an diskar- amzer » war ar baperenn.

« Daeroù zo em daoulagad » : diank ar werzenn war ar baperenn.

« Trubuilhoù ‘m eus fenoz. » : « Trubuilh » war ar baperenn.

Bleunioù

« Pemp klezeienn ruz o garenn hir » : « kleizhenn » war BH.

« Bez ‘m boa ivez ur rozenn ruz » : war BH e kaver da heul ur werzenn ouzhpenn « Ur rozenn gran hanter digor ».

« Ar rozenn ruz profet din gant/Ur rozenn  wenn. » : « Ar rozenn ruz : prof ur rozenn wenn. » war BH.

Meskailhez

An deiziad meneget amañ a gaver war AL. Er c’haier n’eus meneget nemet « Gwengolo 76 ».

« Kêr a zo kêr » : « gwechall » ouzhpenn war AL.

« Ar maezioù zo ar maezioù » : « int bet » ouzh- penn war AL.

« Pe ur sal-debriñ cheuc’h » : « En un ostaleri cheuc’h » war AL.

« Ma vam outo an douristed » : war AL e kaver da heul ur werzenn ouzhpenn « Foei ! ».

« Ket a veskailhez heugus. » : war AL e kaver da heul ur werzenn ouzhpenn « Pftt ! ».

Perak ne rafen ket ? *

Bloaziataet eo ar barzhoneg-mañ hepken (kaier 35). Lakaet eo bet amañ da heul « Meskailhez » e- giz m’emañ er c’haier.

Ur stumm berroc’h ha koshoc’h a gaver er c’haier 21 :

Da Anne L.

Mar deus ul loen ganin karet/Me ‘lavar eo sur va c’hazeg/War he c’hein ‘vel ur marc’heg/Gant joa me ‘rafe tro ar Bed/Perak ne rafen ket ?// Mar deus un’ all ganin karet/Me lavar eo va c’hi Fousou/’Hed an deiz ‘mañ war va seulioù/War va lerc’h eñ ‘rafe tro  ‘r  Bed/Perak  ne  rafe ket ?// C’hoazh ‘m eus ul loenig all karet/Ur maoutig koant : un emzivad/Un oan bihan hep mamm na tad/War va lerc’h e rafe tro ‘r Bed/Perak ne rafe ket ?// Un deiz gant va loened karet/En desped d’ar goap ha d’ar fent/Ma tro em fenn me ‘yel en hent/Ganto me ‘raio tro ar Bed./ Perak ne rafen ket ? (25.6.1965). An des- tenn-mañ a gaver e-touez paperoù LGC.

Klasket e voe sevel ur sonenn diwar ar stumm hir, e daou zoare (pep poz o vont d’ober pe beder pe c’hwec’h bomm da ganañ), gant daou ziskan :

« Perak ne rafen ket/Gant va loenig karet/Perak ne rafen ket/Gant va loenig karet. » pe « Perak ne rafen ket/Gant va loen, gant va loenig/Perak ne rafen ket/Gant va loenig karet. » (dielloù Riwanon Kervella).

Deus d’ober ur bale

Deiziad ebet er c’haier (ur pik-goulennata e lec’h un deiziad zoken). Da ziwezhañ emañ ar barzhoneg  er  c’haier.  Lakaet  eo  bet  da  heul

« Perak ne rafen ket ? » e-giz m’emañ er c’haier.

Noz an Anaon 76

« Anaon va Bro. » : « Anaon benniget va  Bro » war BH.

E koun Sisil

War BH e kaver ar meneg-mañ diwar-benn ar Sisil-se : « † 22 vloaz, 1927 ».

Peizanted Breizh ! Selaouit…

War ur follenn-nij (deiziad ebet) e kaver ur stumm all eus ar barzhoneg. E c’haller soñjal ‘c’h eo ur brouilhed — santout a reer amañ pegen

« diechu » eo — adstummet war-lerc’h (titl : Me a gan hiziv) :

Me ‘gan hiziv dispi ur Bobl/Na oar mui piv eo, pelec’h e ya/Ha bevañ ‘ray ?/ Ur Bobl ‘deus kol- let/He fersonelezh./ Bountet war-zu ar Menez/Hor c’hêriadennoù zo  hon  mirlec’hioù [« klozennoù » skrivet a-us d’ar ger-mañ]/ D’ar Sul c’hwi a zeu/Da estlammiñ dirazomp.// Me ‘gan    hiziv    truegezh/Ur    Bobl    o    treiñ da

« Folklor »/ [« Peizanted va Bro » barrennet] Truez [?] peizant/A zilez an douar a gar/[« Me ‘gan hiziv va dispriz » barrennet] En deus e vaget/[« Evit ar re a drubard va Douar » barren- net] Hag e lez hiziv marnaoniet/Ho sevenadur a zeu d’hor seveniñ/D’hon lonkañ, d’hon distru- jañ./ Me ‘gan hiziv va dispriz/Evit ar re a drubard va Douar/Korvoerien, trevadennerien, Kolabo-ed/A werzh bemdez/Hon [« dellezegezh » barrennet] Enor/Bourc’hizien burevkrated… ?

[« Kolabo-ed» barrennet] loaverien/Politikerien, fals mignoned/[« Ar Bobl Valdofain (?) » barren- net] Pobl devalenn// Me ‘gan hiziv kounnar/Ur Bobl trevadennet/Me ‘gan hiziv an Dispi./ Ni ‘gano arc’hoazh ar Frankiz.

Devezh ar gwez

« Althea : Hibiscus syriacus (Hervez “Pépinières du manoir” 1976-1977) » (notenn er c’haier).

Gerioù

« Em geriadur, ha dic’houest on da fardañ » : « d’o fardañ » war BH.

« Ha terouar al lern dindan ar roc’h » : lakaet ar werzenn-se da heul « Kuzhet e troad ar c’harge- lenn » war BH.

Un adstumm a gaver war ur baperenn er c’haier 36 :

Mil ha mil ger!?!

Mil ha mil ha mil ger all c’hoazh/Am befe ezhomm da envel mil arliv ar bleuñv/Da lava- rout mil furm ar bleuñv hag an deil/ha frammadur ur wezenn noazh./ Mil ger ‘ra diouer din da lavarout frond ar plant/an douar gleb, an erv nevez-roget/Ar foenn o weñviñ, ar frouezh o tareviñ./ N’am eus ket mil ger da lavarout blaz ar plant/ha saour ar frouezh, an danvez bara, an

danvez/krampouezh, mel ar wenanenn ha laezh ar buoc’hed/Bez’ eus mil dra, mil arliv, mil frond, mil furm,/ mil blaz n’o deus anv ebet er geriadurioù./ Al loen ivez hag ar plant n’o deus ket a/c’herioù da lavarout d’an dud o santadu- rioù/Hogen al loen a oar gwell eget an Den petra zo mat pe fall evit e Vuhez./ Gouzout ‘ra ar Plant ober bleunioù dispar/ha disheñvel a vent, a liv, a furm, a frond/hag o vleuniañ pep hini d’e goulz./ An den, an den lorc’hus, an hini ‘oar/mont d’al Loar, ober bombezennoù atomek hag all/n’eo ket gouest d’ober an disterañ bleuñvenn/vev — gant he liv, he stumm, he frond.

D’ar Pont Kozh

« Stourmet ho poa ouzh an Esorc’h » : « Esorc’h : inondation » (notenn er c’haier).

Simudet !

Bloaziataet eo ar barzhoneg hepken. Kavet e vez er c’haier etre « E koun va zad » (4.4.78) ha « 18 a Vae 79 ».

Pupli

Deiziad ebet er c’haier nemet ar meneg « 19. ? ». Kavet e vez er c’haier da heul « Gerioù » (8.5.77) hag, evel amañ, a-raok « Dirak an dismantr » (16.2.78).

Mazochisted

Ur son ez eus eus ar barzhoneg-mañ : « Piv a gavo un ton ? » he doa skrivet Anjela Duval e marz ar c’haier.

Ar gazeg kozh

Titl ebet er c’haier. « Ar gazeg » war BH. « Ar gazeg kozh » war TaD.

« (Embannadurioù Paysan Breton) » : « evit ur gazeg da werzhañ » lakaet ouzhpenn war TaD.

« Skuizhañ ‘ra o klevout aliesoc’h komz eus heiz eget eus kerc’h ! » : « eus “Hei !” » war TaD.

« Dont a ra da fallgaloniñ. Sevel a ra enni kaso- ni./ Dont a ra da daeriñ. » : diank war TaD.

Teir rozenn

« 30 », ha n’eo ket « 29 » a viz Mezheven 1978, a oa bet lakaet da gentañ, hag evel-se emañ an deiziad war BH.

« Hag Enor d’ho memor » : « d’hoc’h Eñvor » war BH.

Karet am bije !

Deiziad ebet er c’haier. Da ziwezhañ emañ er c’haier, goude « Piv ? » (9.10.78).

Sotoni ar Vretoned

Deiziad ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg etre « Ti-Voujeret ! » (4.8.79) ha « Gwad ha dae- roù Iwerzhon » (2.9.79).

Gwad ha Daeroù Iwerzhon

Ar meneg « Da Ronan ha d’e geneiled-stourm » zo diank er c’haier ; kavet e vez war AL avat, ha war meur a follenn-nij skrivet ar barzhoneg-mañ warne (unan a oa bet kaset da Vetig an Dred).

E-barzh ul lizher bet kaset da bPaule Koadig (26.8.76, lizher e galleg nemetañ) e lenner kement-mañ : « Mais je crois moi que vous êtes une privilégiée d’avoir pour enfants des “Marcheurs à l’Étoile”, des chasseurs d’Idéal. »

A Galon hag a Spered

Anjela Duval he doa heuilhet a dost ar prosez zo kaoz dioutañ er barzhoneg-mañ. Savet he doa notennoù, war ur c’harned bihan, diwar pezh a gleve er skingomz pe gant tud a zeue da gaout anezhi. Setu an notennoù-se : Warc’hoazh ? ! ?/ Sul 16 Gouere 78/Un dro c’hoazh d’an nadoz vrasHag e vezimp e warc’hoazh./Warc’hoazh ? Emañ dija e toull an nor/Emañ dija war va spe- red/Gant e enkrez hag e nec’h./Ha daoust ? Ha daoust pe bouez ‘vezo ennañ ?/Pe ‘sammo pe ’tisammo hor bugale/Ha daoust hag e savo a-du ganto/Ur vouezh bennak a-douez ar Bobl ?/Ar Bobl dall ha bouzar/Didruez ha digar/Ar Bobl diseblant ha diskiant/A ‘n em sav a-enep ar re/A aberzh o Frankiz o-unan/’Vit gounit Frankiz o Bro./Ar re a stourm evit ar Gwir/En desped d’an nerzh-dall/En desped da gleze Damoklez/A istri- bilh a-us d’o fenn.//Antronoz Vintin. Lun 17 Gouere 78/Frañs-Inter : Setu strewet ar c’he- loù/13 eme unan, 14 eme egile/E lez-varn hon lez-vamm/Du-hont e Gastopoliz…//Radio Arvorig: Demat eme  Fañch./Daoust  ha  mat  ‘vo ?/Terzhienn ‘m eus. Va spered ‘zo du- hont/Ha va c’halon gant hor bugale/Evel oaned etre  pavioù  ar  Vleizez./A,  Sant  Erwan  va  Bro !/Bezit-c’hwi o gwellañ advokad./7 eur noz./Frañs-Inter/Darvoudoùigoù dija./Disprizus atav doare ar vistri/An Dinamitero-se, emezo/Strujet fall. Blev hir ! Barv hir !/ Petra/’vern barv ha blev ?/Gant ma n’o deus ket/Ur reunenn e palv o dorn !/…Rebarbiñ a ra hor re/O nac’h komz e galleg…//Meurzh 18 Gouere. Radio beure//O Breizh, hor mamm !/Ha klevout a rit, mistri Gastopoliz ?/Klevout a rit gant peseut gwall anvioù/E tismegañsont ho pugale ?/Ne      vezer      louzet      nemet   gant  fank./Pegeit  ‘ta,   c’hwi  hor  mamm   wirion/E

 

c’houzañvot, pleget ho choug,/’Vefe graet al lu gant ho pugale ?/’Vefent anvet : riboulding, kro- kignol/Bekasinn, band dessinée ha terro ?/ Krenit, krenit palezioù ar Gêr-Veur !/Pep tra ‘vez paeet deiz pe zeiz…//Kreisteiz. Radio/ Darvoudig nevez. Nac’het komz galleg adar- re.//7 eur noz. Radio/Dialogue de sourds, eme ar c’homzer.//Merc’her 19. 8 eur veure/ Kerhousse FLB distag eus an ARB ha digablus/Kreisteiz : netra.//Yaou 20./Kerhousse nie seul./Réquisitoire ce soir.//Gwener 21/ Nebeut a destoù a-du. Rok-spontus eo an testoù a-enep./Dismegañs bepred evit hor bugale./Sant Erwan venniget, deuit ‘ta war o sikour…/ Gallaoued daonet !//Sadorn 22 Gouere 8 eur noz/An advokad Chouk a sav a-enep ar proku- lor/pa gav re galet ar c’hastiz goulennet gant hemañ.//Meurzh 25/Nebeut a dra nemet zo deut advokidi eus ar Broioù bihan.//Da 7 eur ar setañs :/eus 8 vloaz da 4 bloaz./6 gant goursez. 1 akuitet.

Ki bihan-me !

E-barzh ur c’harned a oa e-touez paperoù Anjela e kaver ar barzhoneg-mañ gant un titl all : « Va bihanig Kassinn ».

Porno ? ! ?

« Bez’ zo kailhar eo gouest an dour da walc’hiñ » :

« d’o gwalc’hiñ » war AL.

Bloaz goude bloaz

« O vrezeliñ noz an deiz » : evel-se er c’haier.

Galv d’ar Mammoù…

« Va galv evit ar Glad » : « Glad = patrimoine » (notenn er c’haier).

12 Kerzu 43

Deiziad ebet war ar baperenn.

Aotrou, va lezit c’hoazh…

Deiziad ebet war ar baperenn.

Hiboud al Leger (dastumad)

E-barzh ul lizher kaset d’an Ao. Klerg (21.1.73) e lenner kement-mañ : « Goulenn a ra [Ivona Martin] ivez peseurt titl a fell din lakaat d’an dastumad. Marteze c’hwi hoc’h eus kavet dija ? Me ne welan ket mat petra a zerefe, arabat kaout un anv re stroñsus evit traoù ken dister. Hiboud al Leger ? Kan ar maezioù ? Dour ha tan ? (evel ma oa e Breizh o vevañ) Va  zraonienn c’hlas ? Dibabet c’hwi mar plij. »

Print Friendly, PDF & Email