Merc’hed al loaiouer

Etre Koad-an-Noz ha Koad-an-Neñv, war ribl hent Lokenvel hag a zisparti an daou goad, e veve, bremañ zo un hanter-kant vloaz pe war-dro, un intañv kozh hag e ziv verc’h, e-barzh un tamm ti bihan plouz.
Ar c’hozhiad ‘oa bet a-hed e amzer « loaiouer », ur vicher aet da fall un tamm zo adarre. Pa oa erru re gropet e zaouarn ha re izel e weled a renkas paouez d’ober loaioù.
E ziv verc’h na oent tamm ebet ruz war al labour ; hini anê na chome da c’hounit : setu ma oent en em laket da stammerezed. O ! ‘oa ket diaes ‘vat derc’hel labour dê war ar stern, rak pell ‘vijent oc’h ober kalz ; ha dienez ‘oa en ti.
Ar paotr kozh a glaske keuneud d’ober tan, ha tan a vije ken a nije ar ful dre veg ar siminal.
Da noz ‘kerzh ar goañv ‘raent un dommadenn o-zri ‘raok mont da gousket, pep hini war e damm skabell, ha ret ‘vije d’ar merc’hed souzañ a-dreñv e berr amzer, pe ‘vijent rostet ‘vel ur penn yer eus ar ber pa groge ar paotr kozh d’ober tan.
Un dro bennak a varvas an tad ha kerse ‘oa gant ar merc’hed rak hini anê na devoa kouraj da glask danvez-tan nag aez da brenañ kennebeut.
Chom a raent bepred evel kustum da luduenniñ dirak an nebeud glaouennoù a chome en oaled goude koan, met bremañ ‘vat n’eo ket souzañ ‘raent : derc’hel da dostaat, ya, hep aon da rostañ.
Ur wech bennak bepred e tremenas a-rez an nor ur brakonier o vont d’ober un tamm tro d’ar c’hoad. Tremen ‘rae sioulik hag a glevas an eil o lâret d’eben : « Ma ! Pa oa bev hon zad a yaemp bemdez war a-dreñv, met bremañ ‘vat yamp war a- raok ! »
Ar pezh a sinifie a renkent souzañ pa vijent ‘tal an tan ha bremañ a renkent tos- taat. Nemet ar brakonier a gomprene penaos moarvat a oa gwellaet ar stal gante. Hag aet ar gaoz ‘oa erru pinvîk merc’hed al loaiouer, ha savet pres warne, ha graet gante ‘benn ar fin pep a damm fortun-vat ‘vel ma vez lâret, a-greiz n’houle den dioute. Ken didalvez ha ma oant.
Ne ouzon ket petore menaj o devoa graet, met evit danvez div wreg vat a baour a oent bepred.

[1961 ?]

Print Friendly, PDF & Email