Me ’garje bout

Pa welan-me skornet ar stêr
Me ‘garje bout an Nevez-hañv
Me ‘garje bout ur barrad glizh
Pa welan suilhet ar Peurvan
Pa welan ‘n Heol o vont da guzh
Na me ‘garje bout ul Livour
Pa welan ‘r c’hlañvour o c’houzañv
Me ‘garje bout ur Pareour
Pa welan digor ur rozenn
Me ‘garje bout ur valafenn
Pa glevan ‘n arzour o kanañ
Me ‘garje bout ar ganaouenn
Pa glevan ‘n avel o c’hwezhañ
Na me ‘garje bout un Delenn
Bout Izold ar Veleganez
O selaou Telenn aour Marzhin
Me ‘garje bout milinerez
Pa welan tourlant ur vilin
E-metoù lili-dour al lenn
Me ‘garje bout un alarc’h gwenn
Me ‘garje bout koumoulenn roz
Pa sked warni an Heol vintin
Ha boud garlantez glizin
War voger louet ur maner kozh
Me ‘garje bout ur steredenn
O lintrañ war vantell an noz
Me ‘garje bout ul lilienn
Me ‘garje bout ur bodig roz
Pa welan mousc’hoarzh ur Babig
Na me ‘garje bout e vammig
Pa welan ur rozenn skedus
Me ‘garje bout al liorzhour
Pa welan ‘r vaouez kenedus
Me ‘garje bout he melezour
Me ‘garje bout an alc’houeder
O tibun e ganenn vintin
E porched an Neñv bout sant Pêr
Ha digeriñ d’an Evn lirzhin
Pa deuy en-dro Nevenoe
Me ‘garfe bout ar Menez Bre
E don lagad seder ur gour
Me ‘garje bout ur vleuñvenn lin
Me ‘garje bout d’un devezh dour
Ar ganevedenn he seizh liv
Me ‘garfe bout an Eostig noz
O telennañ en Dervenn gozh
Me ‘garje bout ar winizhenn
A hadan en Erv d’an Here
A vez tañvouezenn da C’houere
Ha da Wengolo Hostiv wenn !

Kentañ Sul ar C’horaiz 1968



   






« »