Mae 1967

Aet eo Mae en e roud
Gant trouz ur Froud
D’ar mizioù du.
Ur Mae a ouele bemdez
Daeroù yen
War vleuñv roz an avalenned
Hag aour ar balanegi.
Ur Mae binimet
Gant trouz brezel dre ar Bed
O krozal ‘vel ur Froud
D’ar mizioù du.

Mezheven 1967

Mae 1967








« »