Lizig

Madalen a lavare un deiz d’he merc’hig pevar bloaz hanter : « Te, va Lizig, zo barrek da vont da lavarout da Vamm-Gozh dont da zebriñ soup. Hast buan mont, bugel… Ta-Kozh ha tonton Cha zo prest d’erruout d’o lein. » Madalen ‘oa ur wreg yaouank chomet gant ur bugel daou vloaz en he menaj p’edo aet he fried d’ar brezel. Ta- Kozh ‘oa he zad-kaer ha tonton Cha ‘oa Frañsoa, he breur henañ, en devoa bet muioc’h a chañs eget he fried, gallet en devoa tec’hel a-raok an Alamaned. Bremañ e sikoure e c’hoar da c’hortoz he gwaz da zont en-dro. Ar paourkaezh Mark ‘oa du- hont pell-pell, prizoniet en-dro da Linz, bro c’hinidik Hitler. Mamm-Gozh ‘oa eil pried Ta-Kozh ha savet he doa tad Lizig abaoe e oad tenerañ, evel mamm dezhañ oa eta. Ta-Kozh ha Mamm-Gozh a zalc’he un atant bihan nepell ouzh ti Vadalen ha sikouret ha rekouret ‘oa houmañ ganto rak frank-mat ‘oa he streuvell.
Lizig ‘oa ar wech kentañ dezhi da vezañ kaset d’ober ur gefridi da di Mamm-Gozh. Nec’het ‘oa un tamm he mamm rak un hent bras darempredet-kaer ‘oa da dremen, hag ur poullad dour e traoñ ar roz. Alies a wech ‘oa bet Lizig gant he mamm pe tonton Cha oc’h ober kefridioù e ti Mamm-Gozh ha Ta-Kozh. Pa gavent dor serret e skrivent war ur maen-sklent dalc’het a-ratozh e toull an nor. Mamm-Gozh n’oa ket desket, met Ta-Kozh a ouie lenn avat.
Sede an deiz-se e kavas Lizig dor serret. Met gouzout a rae an doare. Ha hi o tapout ar sklentenn hag ar pennad kleiz bihan ‘oa dindan. Ober a reas warni un toullad skrabadennoù a-dreuz hag a-hed hag a-viziez, ha harpañ he sklentenn en nor evel boas. Ha Lizig en-dro, pres warni.
« Mamm-Gozh n’emañ ket er gêr, emezi d’he mamm, met merket em eus dezhi dont diouzhtu. » Madalen he devoa poan o harz dirollañ da c’hoarzhin. Mamm-Gozh ‘oa ket a-bell ha prest goude e kave he sklentenn e toull an nor. ‘Ouie ket lenn. Iskis e kave evelkent ar skritur en dro-mañ, ha hi raktal da di Vadalen da glask gouzout petra ‘sinifie ar merkoù-se.
Lizig he gwelas da gentañ o tont gant he sklentenn hag a redas d’an ti. « Erru eo Mamm-Gozh », emezi. Edo dija an dud ouzh taol ha kontet he doa Madalen tro Lizig dezho. Mamm-Gozh oa ur plac’h plaen ha sioul :
« N’ouzon ket, emezi, piv zo bet du-mañ, daoust petra zo merket amañ ?
— Diskouez din, eme Ta-Kozh, hag eñ da lenn : “Mamm-Gozh… dont… dustu… da… zebriñ… soup. Lizig.”
— Ma ! Ma ! Ma ! Biskoazh, nann biskoazh bugel n’em eus gwelet a seurt gant houmañ memes tra ! eme Mamm-Gozh.
— O ya ! eme Ta-Kozh, met n’eo ket an holl a c’hellfe lenn he skritur avat. Ret eo bezañ Ta-Kozh evit se. »

10 a viz Du 1963

Print Friendly, PDF & Email