Lellig

Me ‘oar perak eo Lellig
Toullet ken tost d’an dour :
Re verzet gant he Mammig
Enep ur Bed treitour !
Arabat deoc’h va Lellig
C’hoari re dost d’an dour,
Rak ar rinier, bihanig,
A zo don ha treitour.
Arabat eo deoc’h Lellig
Tommañ re beg ho lour :
Rak an tan va bugelig,
A zo meurbet treitour.
Arabat eo deoc’h Lellig
Pignat uhel er skourr,
Barroù ar gwez va evnig
A zo bresk ha treitour.
Pa’z ae gant he flouzennig
Da sunañ ar sistr flour :
Arabat re !… va Lellig,
Ar sistr dous zo treitour.
Arabat eo deoc’h Lellig,
Krediñ er melezour,
Ar melezour, va c’hoantig,
Zo gaouiad ha treitour.
Arabat ‘vo deoc’h Lellig
Selaou re komzoù flour !
Rak ar baotred, va flac’hig,
Zo hedro ha treitour.
Arabat eo deoc’h Lellig
Selaou morse lidour
Al lidourien va merc’hig
A zo holl tud treitour.
Re disfiz eo deut Lellig
‘Keñver ur Bed treitour
Chomet eo hec’h-unanig,
Hep pried na karour.
Un deiz e varvo Lellig
Hep keuz na takenn dour,
Met er Bed all ar paourig
A gavo ur C’harour.

[1963 ?]

Print Friendly, PDF & Email