Krennlavarioù hag evezhiadennoù – An natur

Mizioù ar bloaz

Miz Du ha miz Kerzu eo an daou viz dour
Miz Genver ha miz C’hwevrer etre daou zo sec’hour
Miz Meurzh ha miz Ebrel a zisec’h ar poulloù
Miz Mae ha Mezheven ‘laka foenn er prajoù
Miz Gouere ha miz Eost a darev an trevadoù
Miz Gwengolo ha miz Here a leugn ar grignoloù.

Genver

E miz Genver e hal an deñved hag e tozv ar yer.

C’hwevrer

Da Ouel Berc’hed 1
Hanter ar plouz, hanter ‘n ed
Un areval poazh hag un’ malet
Hag an hanter brasañ war ho solier, mar gellet

Displegadenn Anjela Duval

Ya. Tremen hanter ar plouz e kalz a blasoù, hanter ar foenn ivez. Eus arevalioù ne vez mui komzet, na hini poazh na hini malet. Aet eo en traoñ forn ha milin war ar maez. Hag an hanter brasañ war ho solier ? Ha bez’ zo c’hoazh solieroù hanter-leun a ?

Gwinizh ? Gwinizh ! N’ouzon peseurt nerzh hud a zo bet evidon er ger-se abaoe va bugaleaj tenerañ. Gwinizh ! Ed-bara gouez d’ar re gozh. Nag a respet o doa an dud em yaouankiz evit an ed-bara. Nag a breder ‘veze kemeret gant an trevad-se. Ha pa degouezhe d’ar gwinizh mont da fall, pebezh koll. Ur bloavezh a vizer hag ouzhpenn ar c’holl ‘oa ivez ar vezh. Mezh evit an tieg a dremene evit bout ur menajer fall, ul lazh menaj, evit ar wreg a ranke mont d’an ti-forn gant toaz du ar segal-winizh pa ne veze ket segal rik ha kaout nemet bara segal pe bara an teir c’hreunenn e-pad ar bloaz.

C’hwevrer a c’hwezh
A gemer hag a lez

C’hwevrerig c’hwezh-c’hwezh
A lazh ar voualc’hig war he neizh

Da Ouel Sant Matiaz 2 a groaz ar big he neizh
Deiz Gwener ar Groaz e tozv un u e-barzh.

Deiz Gouel ar Chandelour goude koan
Ar c’hantolor en tan !

Da ouel Chandelour
Eo deiz da bep micherour
Nemet d’ar c’hemener ha d’ar gwiader
Ar re-se zo daou luguder.

Meurzh

Malarjez ‘tal an tan, Pask ‘kostez ‘r c’hleuz
Malarjez ‘kostez ‘r c’hleuz, Pask ‘tal an tan

Gant bep seurt tud ‘vez graet aotrounez
Gant bep seurt kig ‘vez graet Malarjez (Ha gant tamm pa ne vez.)

‘C’hoario Meurzh pezh a garo
Pask en Ebrel a vezo
Pask bras pe ar C’hazimodo

‘C’hoario Meurzh pezh a garo
Ur c’hostez eus ar c’hleuñ a dommo

Da Sul ar bleuñvioù
E teu an naered er-maez ar c’hleuzioù

Noz foar Vleunioù
‘loj ar goukoug e koad ar Rannoù

 

Ebrel

Da Sul ar C’hazimodo
‘Vez torret ar c’hozh podoù

Da Sul ar C’hazimodo
‘Vez roet o faskoù d’an diodoù

Kazimodo : kazi manet
Rev da Wener ar Groaz : rev betek Gouel Yann

An eizh hag an nav (Ebrel)
Eo hadañ piz ha fav
An nav hag an dek
Piz ha fav betek ar beg

Sant Jord 3 diwar e dorchenn
A lak ar c’hozh saout da vreskenn

Da Ouel Sant-Jord

E kousk ar mevel war e dort
Etre Jord ha Mark ‘Ya an heiz d’ar park

Da Ouel Sant-Mark 4
E kousk pep hini en e bark
Hag an hini n’eus park ebet a gousk en hent !

Ar ran a gan e miz Ebrel
‘Vefe gwelloc’h dezhañ tevel

 

Mae

E miz Ebrel e kousk an ozhac’h hag e vevel
Da viz Mae ‘lâr ar wreg d’ar vatezh :
« Deomp ivez ! »

Da viz Mae lamm ‘ra ‘segal
Dreist ar c’hae

Miz Mae re glav bemdeiz
Re nebeut bep eil deiz

Kizhier bihan miz Mae
A zebr ar re all anê

 

Mezheven

Pa vez gwelet un aval da Ouel Yann
Da Ouel Mikael ‘vez gwelet kant

 

Eost

Pa erru an Eost
E ya an avel da vestr

Sant Laorañs 5 a suilh ar c’herc’h
A darev an heiz
Hag a dishilh ar gwinizh

Sant Laorañs an dirañser kerc’h
Pa na vez ket a-raok a vez war-lerc’h
Pa vez avel e vez gwentet
Ha pa vez Heol e vez krazet 6

 

Gwengolo

Da Ouel Mazhev 7
Ar frouez holl a zo darev

Da foar Vazhev Bre 8
Keit an noz hag an deiz

Da Ouel Mikael 9 da c’houlou-deiz
Emañ an Tri Roue er C’hreisteiz

Gouel Mikael hag an Ankou
A laka kalz a cheñchamantoù

 

Here

Pa ya miz Here en e hent
Antronoz : gouel an Hollsent

 

Du

Sant Tual ha sant Andrev 10
Arat bas ha hadañ tev
Ha diwall eus al loened bev

 

Kerzu

Dre forzh kanañ Nouel
Ec’h erru an Nedeleg

Kurunoù an azvent,
Goañv brein.

Erc’h kent Nedeleg,
Teil er segaleg.

Erc’h da Nedeleg,
Gwerzh da gazeg ha pren ed.

Gwell eo ur gelienenn d’an Nedeleg
Eget n’eo ur c’hefeleg

Da noz an Nedeleg
Ne gousk den
Nemet an touseg
Ha mab an den

D’an Nedeleg
Ec’h astenn an deiz paz ur c’hefeleg
D’an deiz kentañ bloaz,
Paz ur waz

Adalek an Nedeleg
Betek ma vez bisoù en haleg
E vez goañv kalet

An Nedeleg ha gouel Yann
‘Laka ar bloaz etre daou rann

Print Friendly, PDF & Email