Koun

« Soñjet am eus ennout hiziv :
Peogwir emañ da ouel : Sisil !…
Ur gouel a lidez en Neñv pell zo adarre,
Diskaret ma oas bet e-kreiz da yaouankiz
Gant ur c’hleñved dibardon.
— N’am eus ket da ankounac’haet,
Te, va c’hamaladez Pask Kentañ,
Ha va mignonez plac’h yaouank.
— Nebeut a dra a chom koulskoude ganin
A chom ganin-me
En testeni eus hor c’harantez :
Ur skeudenn dislivet,
Hag ar blantennig lireu gwenn
Az poa roet din en kuzh,
Eus liorzh-vleuñv da dud.
— Nebeudik he deus bleuniet ar blantenn
Re emañ en aer enep !
Met n’am eus biskoazh kredet
Kemmañ dezhi he lec’h
Betegoût ‘vije bet marvet
Ha na chomfe mui netra ganin-me
Eus ar pezh a oa bet dit. »

22 a viz Du 1961

Print Friendly, PDF & Email