Koraiz an evned

« Kantren ‘reomp a vagadoù,
‘N ur darnijal izel-izel :
Laosk ha dinerzh hon divaskell.
Riv hon eus, ha skañv hor c’hofoù !
Ni evned paour hep grignoloù.
— Goañv start ‘baoe sizhunvezhioù.
Skornet an douar hag an dour.
Klerañ ‘ra hon treid war ar skourr
Ne vern war be tu treiñ hor sell
Netra nep lec’h !… Ret ‘vo mervel.
… En ur droidellat a-us,
E korn ar porzh hor beus merzet
Ur gozh voudenn : Enni zo splus.
Siwazh !… Ar markoù zo kleret.
— Brrr… Eomp ‘trezek ar bern plouz.
O joa !… Kerc’h du. Edennoù rous.
Ankouazhet aze gant ar yer ?
Pe skuilhet ‘vidomp a-ratozh ?
Bugel ?… Den kozh ?… Maouez tener ?…
— Kalon vrokus ; warnoc’h bennozh !…
Diblusket eo ar greun gant mall
‘N ur biklammat, en ur wikal…
— Ur skeud ?… Ar c’hazh du !… Evezhiañs !…
Frrrou… D’ul lec’h all da glask hor chañs. »

5 a viz C’hwevrer 1963

E galleg

Print Friendly, PDF & Email