Kig pe Vara ?

Mojennig
Ur c’houer kozh war e dalaroù
O santout o tostaat eur e varo
E vugale holl a vodas.
En sekred outo a gomzas.
— Gwerzhañ an tamm douar-mañ, emezañ,
Ouzhoc’h e tifennan.
Diwallit : disfiziit eus an dud a afer
Rak welloc’h eo douar eget paper !
Gant al labour n’it ket da ‘n em lazhañ
Va c’hredit. Mirit amzer da ziskuizhañ.
Na hadit nemet un nebeud tachennoù
M’ho hadit holl ‘vo re vras hoc’h eostoù
Hag izeloc’h ar prizioù !
Debrit. Evit. Kouskit divorc’hed.
A-benn nebeut amzer a vo klask war ar boued
Dont a reor d’ho ti
Da glask peadra da zebriñ !
Goude marv an tad ha douget e gañvoù,
Ar baotred a zistro d’o labourioù
Labourat a reont ur park war dri
Ha lezel ar peurrest da beuriñ.
Goude trevell diboanoc’h
O gounid ‘voe brasoc’h…
Na fur ‘oa bet an tad
O teskiñ dezho kent kuitaat
Eo al labour un teñzor kaer,
Ret mont dezhañ dre voder !
Ha peogwir eo aet kêriz en gouezoni
Evel tud troet en bleizi
Peogwir, hep mezh, ken aes ha tra,
E tebrer bremañ kig hep bara,
Ret eo d’ar c’houer paouez a hadañ,
Ha ma venn chom en e derouer
Ha bevañ diwar e damm douar
(Evit bezañ mestr d’e dra)
A ranko ober kig e-lec’h bara
Hag evit pourven kig d’ar bleizi,
Lezel an douar en peuriñ.

29 a viz Meurzh 1965

E galleg







« »