Ker-Avel

Ar wiblenn a dro
— Faltazi an Avel —
Avel Gornôg izel
Avel Atlantel
Avel sall a C’hoanag
Hiziv a c’hwezh
War gribenn Keravel
O tegas fraezh d’am skouarn
Sonerezh dic’hortoz :
Muzik ar morzholioù
O talmiñ stank-stank
‘Vel kalon ur bugel
Un dasorc’hidigezh. Un adginivelezh
Adsavadur ur feurm aet da ouelec’h.
Un arnevezelezh
Ur burzhud karantez. Buhez o kellidañ,
Ar ouenn o advleuniañ,
Ar ouenn o tihun
Da seveniñ he hunvre
… Va c’halon a drid !

Gouel Yann 1967







« »