Kefeleg Job Kozh

Em yaouankiz am eus anavezet Job Kozh, ur c’hozh paotr yaouank o vevañ e-unanig sioul ha fur ‘n un tamm ti bihan war vord an hent tost du-mañ. Pell amzer ‘oa bet er-maez ar vro, o servijout e ti un noblañs en devoa un doare kastell e-kreiz ur c’hoad bras. Job a oa war un dro jardiner, keginer, gward, paotr ar gambr ha me ‘oar… Bepred, gouzout a rae ‘bep seurt micherioù. Gantañ eo am boa desket imbou- dañ. Brudet ‘oa evit e ampartiz da geginat. Meuzioù iskis a veze gantañ avat : skabelloù-touseged, saladen « pisawele » ha beler, morzhedi gleskered, melc’hwed krogennek. Che va Doue, paeet e vijen bet ker me evit blasa ar seurt meuzioù.  Ma, Job a lipe e veg diwarno bepred. Ha me gred end-eeun ‘oa bet sot gant e gof a-viskoazh. Den onest ha seven mar beus. Erru mat ‘oa gant an holl, ha plijet ‘veze an dud gant an istorioù a roe dimp evel traoù gwir.

Un deiz, emezañ, a zeuas an aotrou (lakomp ‘oa markiz) d’ar gegin gant ur sac’had brav a jiboez, o tistreiñ eus un dro chase.

« Job, emezañ din, gouzout a rez warc’hoazh e tle danvez va mab-kaer dont da leinañ ganin amañ. Gant se e vank dit bezañ war evezh evit aozañ ar meuzioù gwel- loc’h c’hoazh evit boaz. Sell amañ div c’had on a-baouez tapout ha sell amañ un tarin a gefeleg.

  • Aotrou Markiz, emezon, ober rin eus va gwellañ. »

Ha me da gregiñ dibluñvañ ar c’hefeleg. A ! Bez’ ‘oa hennezh ur c’hefeleg, me ‘lâr deoc’h, lart-fetis, ken roz e gig. Oi ! Dont a rae an dour em genoù dija, nag am bije karet me ivez tañva un tamm eus ar meuzioù dispar-se am boa da aozañ gantañ. Siwazh ! un tamm gad marteze gant ur chañs a c’hellfe menel ganin. Met war ar c’hefeleg a c’hellen kroaziañ, ‘oa ‘met unan ha sur ne vije ket graet a bailhoroù. Ma ! biskoazh n’am boa bet kement c’hoant da gaout ul lipadenn gefeleg. ‘Oa tu ebet koulskoude da droc’hañ an disterañ tamm evidon, hep na vije merzet raktal ‘n ur erruout war an daol er plad arc’hant. Ma, dre forzh treiñ ha distreiñ ar mennozh em fenn, kavet am boa ur penn d’ar gudenn. Pa oa deut an eur hag an amzer da ser- vijout ar plad, deuet mat ‘oa ken ma oa, e kasis anezhañ d’ar sal. Kerkent ar markiz a grogas en e gontell vras hag ober an dastroc’h. Met menel ‘reas souezhet bras.

« Biskoazh kemend-all ! Ar c’hefeleg-mañ ‘n eus nemet ur vorzhed. Petra ‘sinifi an dra-mañ ? Petra, Job, ac’h eus graet eus an eil morzhed ?

  • An eil morzhed ? emezon, diseblantañ ma c’hellen. Met an aotrou markiz ‘oar mat ‘michañs ar gefeleged n’o devez nemet ur
  • Ar c’he-fe-le-ged, ur vorzhed ? Sur out a se ?
  • Sur mat avat, emezon ken asur ha
  • Hañ ya, hañ ya, sur out ? Istrogell zo ac’hanout. »

‘Oa o vont da laoskel ul lostennad kunujennoù war va lerc’h pa deuas soñj  dezhañ   eus e gouvidi hag a waskas war e imor.

 

« Ac’hanta, mat eo, emezañ din hag a oa eno bepred plantet ‘vel ar peul. Arc’hoazh vintin e teui ganin d’ar chase ha ma c’hellez ket prouiñ din n’o deus ar c’hefeleged nemet un troad e kousto ker da’z lêr. »

Goude tout ‘oan ket ken nec’het-se. « O, e soñjen, hemañ a zo o vont da vezañ tomm-brav dezhañ a-benn ma vo echu ar pred. Emberr e kousko evel ur broc’h. Hag antronoz en devo ankouaet naet an istor-mañ. » Fidambie, skoet am boa kostez o soñjal an dra-se.

Rak kerkent ha strink-deiz edo va aotrou ouzh va gervel. « Alo Job, emezañ, en hent. » E c’hellit krediñ oan ket ‘n em bleud o vont da heul va markiz er beure-se. Kroget ‘oa end-eeun an derzhienn luron ennon. Met eus ar ret n’eus ket a remed. Ma, evel ur chañs ‘n ur degouezhout war lez ar c’hoad ha ni a spurmantas ur c’he- feleg difiñv war ur c’har, evel emaint boas d’ober da gousket. Ha setu, kreñv va vouezh : « Gwelit ‘ta Aotrou Markiz, emezon, gwelout mat a rit n’en deus nemet ur c’har !

  • Emaout o vont da welout en deus div end-eeun, emezañ gant reuz. » Hag eñ da stlakal e zaouarn ha da grial youc’hadoù !

Dihunet al loen pluñv a-greiz e hunvre, diskouez a reas prim e droad all eus a-douez e bluñv ha flaka-flaka, a-denn-askell kuit, hep n’en doa bet skiant ar sapre markiz da vizial na da dennañ.

« Ac’hanta, emezañ, gant piv emañ ar rezon ?

  • Aotrou Markiz, emezon, m’ho pije stlaket ho taouarn ha huchet youhouhou d’ar c’hefeleg dec’h, sur en dije kavet ivez e eil morzhed. »

Ken dic’hortoz ‘oa ar respont-se ma tirollas ar markiz da c’hoarzhin ha ma torras d’e gounnar. « Sapre c’hwil, emezañ, kement a fent a lakaez din ma pardonan dit da bec’hed. »

 

[1965 ?]

 

Print Friendly, PDF & Email